Zec'haria (profed)
Neuz
Zec'haria[1] pe Zakaria[2], pe Zakari[3](en hebraeg: זְכַרְיָה, "YHWH en deus bet soñj", en arabeg: زكريّا e gresianeg : Ζαχαρίας, e latin: Zacharias) a vez gwelet evel aozer Levr Zec'haria unan eus levrioù ar brofeded en Tanac'h. An unnekvet eus an daouzek profed "bihan" e voe.
N'ouzer ket kalz tra diwar-benn Zec'haria. Kempred gant Hagai oa. Meneget eo eveltañ e Levr Ezra (Ez5,1). Eus ur familh beleien oa. Prezegenniñ a reas etre 520 ha 518 kent JK da vare ar gouarnour Zeroubavel hag ar beleg bras Yehoshoua goude distro ar Yuzevien harluet da Jeruzalem.Broudet en deus e genvroidi da adsevel an Templ evel Hagai met ledanoc'h eo e gaoz : gwelout a rae adsav Israel hag ur prantad mesiazek o tont.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ troidigezh An Tour-Tan (Daveoù a vank)
- ↑ Ober a ra Maodez Glanndour gant ar stumm "Zakaria" pa vez kaoz eus tad Yann Vadezour en Aviel hervez Sant Lukaz (1, 5-80,, Al Liamm, 1969, p135-139
- ↑ troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p817