Hagai

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Hagai, engravadur tennet eus Danevelloù Nürnberg, 1493

Hagai[1] pe Haggai pe Agge [2](en hebraeg: חַגַּי‎, e gresianeg: Ἀγγαῖος; e latin: Aggaeus), a oa ur profed yuzev eus mare savidigezh Eil Templ Jeruzalem. Talvezout a rafe e anv kement ha "ma devezh santel".

Unan eus daouzek profed bihan an Tanac'h e oa (Levr Hagai). An hini kentañ eus an tri frofed goude harlu pobl Yehouda da Vabilon e voe, gant Zec'haria, kempred gantañ, ha Malac'hi a vevas ur c'hantved bennak war e lerc'h.

Prezegenniñ a reas war-dro ar bloavezh 520 kent JK dindan Zeroubavel, gouarnour Rouantelezh Yehouda, dindan roue Persia, Darius Iañ, evit broudañ e genvroiz da sevel buanoc'h an Templ. Kavout a reer meneg eus Hagai ha Zec'haria e Levr Ezra (5, 1).

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh an Tour-Tan,levrenn 3, 1983, p 248
  2. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1987, p815