Levr Zec'haria
Levr Zec'haria a zo unan eus levrioù ar brofeded en Tanac'h. Skrivet e vefe bet war-dro ar bloavezhioù 520 (etre 520 ha 518) kent JK.
Div lodenn a zo ennañ[1].
El lodenn gentañ(1-8), e lenner kennerzhoù ar profed Zec'haria d'ar bobl ha d'he renerien. Ne selaoue ket an dud ouzh ar brofeded, a-raok an harlu : bremañ avat en deus Doue truez ouzh e bobl hag a ray dezhi ober berzh, ma heuilh e Lezenn. Diskouez a ra ar profed pegen mallus eo ar peoc'h hag an unvaniezh etre renerien politikel ha relijiel evit mad ar bobl. E ziouganoù niverus hag arouezel a zo diaes a-walc'h da zirouestlañ a-wechoù. Ael an Aotrou a ro skoazell d'ar profed evit ma kompreno e lavaroù[2].
Ar pep brasañ eus an eil lodenn (9-14) a zo kevrinus hag a denn da ziwezh an amzerioù. D'ar broadoù, a zo enebourien e bobl, e tiougan un dazont c'hwerv, ha da Israel an daspren hag ur blanedenn splann. Goude an trubuilhoù e teuio ivez ar pobloù da azeuliñ Doue e Jeruzalem. Gellout a reer gwelout daveoù d'ar Mesiaz e 9,9-10 (ar Roue uvel) hag e 12 , 10. Meneget e vez alies ar pennadoù-mañ eus Levr Zec'haria en Testamant Nevez (Mzh 21; 4-5, 27,9 ha 26,31 ; Mk 14,27 ; Yann 19, 37)[3].
Darn a zinac'h da Zec'haria bezañ aozer an eil lodenn. Hervez lod e vefe bet savet tost da zaou c'hant vloaz war e lerc'h[4].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, 1983, p 252
- ↑ 1,9-17 ; 2,7-17 da skouer...
- ↑ La Bible de Jerusalem, embannadur 1998, pp 1284-1295
- ↑ Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, pp 261-262