Mont d’an endalc’had

Zec'haria (profed)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Zec'haria (Profed))
Zec'haria livet gant Michelangelo e Chapel Sistina Roma etre 1508 ha 1512

Zec'haria[1] pe Zakaria[2], pe Zakari[3](hebraeg : זְכַרְיָה, "YHWH en deus bet soñj" : arabeg : زكريّا : henc'hresianeg : Ζαχαρίας Zac'harias ; latin : Zacharias) a vez gwelet evel aozer Levr Zec'haria, unan eus levrioù ar profeded en Tanac'h. An unnekvet eus an daouzek profed "bihan" e voe.

N'ouzer ket kalz tra diwar-benn Zec'haria. Kempred gant Hagai oa. Meneget eo eveltañ e Levr Ezra (Ez5,1). Eus ur familh beleien e oa. Prezegenniñ a reas etre 520 ha 518 kent JK da vare ar gouarnour Zeroubavel hag ar beleg meur Yehoshoua goude distro ar Yuzevien harluet da Jeruzalem. Broudet en deus e genvroidi da adsevel an Templ evel Hagai met ledanoc'h eo e gaoz : gwelout a rae adsav Israel hag ur prantad mesiazek o tont.

  1. Troidigezh An Tour-Tan (Daveoù a vank)
  2. Ober a ra Maodez Glanndour gant ar stumm "Zakaria" pa vez kaoz eus tad Yann Vadezour en Aviel hervez Sant Lukaz (1, 5-80,, Al Liamm, 1969, p135-139
  3. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p817