Yves Cochet

Eus Wikipedia
Yves Cochet, 2007

Yves Cochet, politikour a orin Breizhad, a zo ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1946 e Roazhon.

Dilennet eo kannad Glaz d'ar 16 a viz Even 2002, evit an XIIvet marevezh-lezenniñ (2002-2007), e 11vet pastell-vro Pariz (lodenn eus ar 14vet arondisamant).

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude studioù war ar matematik, e teu da vezañ kelenner-enklasker e Skol-Uhel Broadel ar Skiantoù Pleustrek (INSA) e Roazhon e 1969. E miz Even 1971, e tifenn e zezenn war ar matematik. E pad ma oa studier e oa prezidant an Unef e Skol-Veur ar skiantoù Roazhon.

Er bloavezhioù 1970 e kemer perzh er stourmoù enep-nukleel e Breizh hag e teu da vezañ ezel eus an SEPNB hag eus Dour ha Stêrioù Breizh.

E 1973, e teu da vezañ ezel ivez eus Mignoned an Douar (Friends of the Earth), hag e krou strollad lec'hel Roazhon e 1977.

E 1984, ez eo e touesk krouerien strollad Ar Re C'hlas. Mouezh-aotret ar strollad ez eo etre 1984 ha 1986 hag endro etre miz Kerzu 1992 hag Even 1997.

E 2001, e kemer plas Dominique Voynet evel ministr an endro hag aozañ an tiriad, betek ma vije kollet an dilennadegoù gant Lionel Jospin, an 21 a viz Ebrel 2002.

Kefridioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La Terre en otage (gant Agnès Sinaï). 2003. Emb. Fayard. Paris. ISBN : 2213617015
  • Pétrole apocalypse. 2005. Emb. Fayard. Paris. ISBN : 2213622043

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Diaraoget gant
Dominique Voynet
Ministr an endro er gouarnamant Gall Heuilhet gant
Roselyne Bachelot