Dour ha Stêrioù Breizh
Neuz
Dour ha stêrioù Breizh (Eau et rivières de Bretagne) a zo unan eus ar c'hevredigezhioù ekologel pennañ a zo e Breizh.
Krouet eo bet d'ar 16 a viz Du 1969 e Karaez gant an anv "Association pour la Production et la Protection du Saumon en Bretagne et Basse-Normandie" (APPSB) gant Pierre Phélipot ha Jean-Claude Pierre. An eil a vo e penn ar gevredigezh e-pad bloavezhioù war-lerc'h. E 1983 e cheñcho anv ar gevredigezh, evit kemer hini o c'hazetenn : Dour ha stêrioù Breizh.
Krouet gant pesketaerien evit diorren an dluzhed hag an eoged e stêrioù Breizh, ec'h emdro buan ar gevredigezh war-zu difenn ar stêrioù hag an dour dre vras. Kemer a ra eta buan e blas e bed difenn an endro. Aozañ a ra chanterioù bras evit naetaat ar stêrioù da skouer.
Prezidanted Dour ha stêrioù Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1969-1985: Jean-Claude Pierre
- 1985-1986: Pierre Le Padellec
- 1986-1988: Michel Saffre
- 1988-1995: Youenn Landrein
- 1995-2000 : Pierre Ursault
- 2000-2001 : A. Jolivet
- 2001-2003 : Henri Girard
- 2003-2004 : Jean-François Piquot
- 2004-2005 : Michel Merceron
- 2005- : Camille Rigaud