Mont d’an endalc’had

Yoann Poulard

Eus Wikipedia

Yoann Poulard a zo ur c'hoarier mell-droad dehouiad ganet ar 1añ a viz Gouhere 1976 e Sant-Nazer (44). Difenner eo e skipailh mell-droad Naoned, e Ligue 2, abaoe miz Eost 2007.

Ar bloavez a-raok en doa c'hoariet e Brest, lec'h m'en doa c'hoariet d'un doare derreadig. A-raok Brest e oa chomet eizh bloavez e Le Mans evel difenner e Ligue 2 dreist-holl. Dre ma'z eo bras (1,91 m), e vez laret outañ ez eo "faux lent".

Degouezout a ra e Naoned en un doare dic'hortoz. Goulennet gant Michel Der Zakarian, gourdoner an FK Naoned, ha Xavier Gravelaine (kuzulier sport da mare ar c'hendiviz), stanket e oa e Brest peogwir en doa c'hoant Naoned chom hep paeañ an indemnité de transfert. A-benn ar fin eo deuet e Naoned dre ma oa bet cheñchet ar prezidant (Waldemar Kita e plas Luc Dayan) ha dre ma c'huitae an taol-esae graet gant Karim Saïdi, o c'hoari evit skipailh Tunizia ha Feyenoord.

Red-micherel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- (Ligue 2 & National)