Waldemar Kita

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Waldemar Kita (ganet e 1953) a zo un den a afer gall ha polonat.

Lunedour eo Waldemar Kita eus e vicher ha krouet en deus, e 1986, ar gevredigezh Cornéal, deut da vezañ 20 vloaz war-lerc’h an hini gentañ e Bro-C’hall hag ar pevare hini en Europa evit empennañ ha krouiñ ferennoù evit an daoulagad evit mezegiezh ar c'hararakt.

Ouzhpenn medisinerezh an daoulagad e labour Cornéal (56 milion a euroioù a c'hounidoù e 2005) war ar genedouriezh a drugarez d’an drenkenn hialuronek (Juvederm®, Surgiderm®) produet ganto evit dilemel roufennoù kroc’hen an dremm. Waldemar Kita en deus gwerzhet Cornéal e miz Kerzu 2006 d’ar gevredigezh amerikan Allergan evit 180 milion a euroioù.

Mell-droad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Waldemar Kita a zo bet c’hoarier mell-droad, eñ eo a vere ar c’hlub suis FC Lausanne-Sport adalek 1998 betek 2001. Eñ eo en dije kaset ar c’hlub-se d’ar freuz-stal daoust ha m’en doa kuitaet ar c’hlub abaoe daou vloaz dija. Klasket en doa prenañ FK Naoned e 1998 met ar c’huzul merañ en doa dibabet ar Socpresse. A-benn ar fin e teu da vezañ prezidant FK Naoned e miz Eost 2007 goude bezañ bet prenet ar c’hlub evit 10 milion a euroioù digant Dassault.