Yezhoù nigerek-kongoek
Neuz
(Adkaset eus Yezhoù nijerek-kongoek)
Unan eus familhoù-yezhoù pennañ ar bed eo ar yezhoù nigerek-kongoek e-keñver an niver a dud a ra gante, brasder an takad ma vezont komzet hag ivez an niver a yezhoù enni.
Etre ar perzhioù boutin a gaver kenetreze e ranker lâret e vez renket an anvioù-kadarn e klasoù gant an holl yezhoù nigerek-kongoek hag implijout a reont ivez holl gwitibunan tonennoù, peurliesañ div pe deir zonenn met a-wechoù ivez peder.
Setu penaos e vez renket peurliesañ ar yezhoù nijerek-kongoek pennañ:
- Yezhoù kordofanek: (su Soudan)
- Yezhoù mandeek (Afrika ar C'hornôg)
- Yezhoù atlantel
- Yezhoù idjoek (Nigeria)
- Yezhoù dogonek (Mali)
- Yezhoù senoufoek (Aod an Olifant ha Mali dreist-holl)
- Yezhoù gourek (Ghana dreist-holl met ivez Aod an Olifant, Togo, Burkina Faso ha Mali)
- Yezhoù adamawek-oubangek
- Yezhoù krouek: (Afrika ar C'hornôg)
- Yezhoù kwaek
- Yezhoù akanek (Ghana)
- Yezhoù gbeek (Ghana, Togo, Benin ha Nigeria)
- Yezhoù benouek-kongoek