Yezhoù adamawek-oubangek
Neuz
Ur skourr eus ar yezhoù nijerek-kongoek eo ar yezhoù adamawek-oubangek komzet gant tro-dro da 12 milion a dud en holl e Nijeria, Kameroun, Tchad, su Soudan ha Republik Kreiz Afrika.
Isrannet e vez ar yezhoù-mañ e daou vloc'had pennañ:
- Ar yezhoù adamawek: meur a yezh, en o zouez meur a hini en arvar da vont da get. Studiet-fall eo bet ar yezhoù-mañ.
- Ar yezhoù oubangek: meur a yezh bet studiet don pe donoc'h.
Ral eo ar yezhoù-mañ e-keñver ar yezhoù nijerek-kongoek all dre ma vez implijet klasoù gante evit renkañ an anvioù-kadarn.