Yezhoù papouek

Eus Wikipedia

Graet e vez gant an termen yezhoù papouek evit ober dave da veur a yezh komzet e kornôg ar Meurvor Habask ha n'int na yezhoù aostronezek nag aostralek, da lâret eo ne vez ket kenstrollet ar yezhoù papouek dre ma'z int gwall heñvel an eil ouzh eben, met kentoc'h peogwir ne c'hellont bezañ renket e hini ebet eus an div familh-yezhoù pennañ tostañ. Ouzhpenn-se, n'eo ket gwall sklaer hag-eñ ez eus ul liamm-familh etre ar yezhoù papouek pe get.

Ar yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dasparzh ar yezhoù papouek

An darn vrasañ eus ar yezhoù papouek a vez komzet en enez Ginea Nevez (isrannet etre Papoua-Ginea Nevez ha Papoua ar C'hornaoueg), hag un nebeud re all a vez komzet ivez en Inizi Solomon, en un nebeud inizi en Indonezia, dreist-holl e Halmahera, Timor, Alor ha Pantar. Kavet e vez ur yezh papouek ivez en Aostralia e Torres Straits.

Ginea Nevez a zo sur a-walc'h ar rannved gant ar muiañ a yezhoù disheñvel.Ouzhpenn d'ar yezhoù Aostronezian e vez kavet un 800 yezh bennak all, luziet peurvuiañ al liammoù etrezo, dasparzhet e tri-ugent familh yezh, ha meur a yezh digenvez.

N'eo ket unvan tamm ebet ar yezhoù papouek. Kavet 'vez meur a rannyezh, rannet abalamour d'ar fed ma 'z eo bet e-pad pell ur yezh komzet hepken. Setu ma vez renket ar rannyezhoù dre familhoù.

Renabl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu da heul roll ar familhoù pennañ a yezhoù papouek, hervez labourioù Stephen Wurm: