Yelizaveta Yaroslavna

Eus Wikipedia
Flag of Ukraine.svgUCDM 2022 poster Br.png

Flag of Ukraine.svg
Yelyzaveta Yaroslavna
Stamp of Ukraine s1505.jpg
Timbr ukrainat, 2016
Rouanez kenseurt Norvegia
10451066
En he raok Emma Normandi
War he lerc'h Ingerid Denmark

Ganedigezh 1025
Marv ~ 1067

Tierniezh Ryourik (Рюрик)
Tad Yaroslav Iañ ar Fur
Mamm Ingegerd Olofsdotter Sveden

Priedoù Harald Hardråde
Bugale Maria Haraldsdotter
Ingegerd Norvegia

Yelyzaveta Yaroslavna (ukraineg : Єлизавета Ярославна ; 1025 – ~ 1067), anvet Ellisiv Kyiv a-wechoù[1], a oa ur briñsez eus Rous Kyiv hag a droas da rouanez Norvegia dre he dimeziñ gant Harald Hardråde e 1043.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe e 1025 gant he mamm Ingegerd Olofsdotter Sveden (Sveden 1001Kyiv, 1050), eil pried Yaroslav Iañ ar Fur (~ 9781054), priñs meur Kyiv ha Novgorod.

C'hoar Anna Kyiv, rouanez ar Franked, e oa Yelyzaveta. Ur c'hoar all dezhi, Anastasia Kyiv, a voe rouanez Hungaria.

Ar priñs norvegiat Harald Sigurdsson Hardråde, unan eus kadourien veurañ an Istor, a guitaas Norvegia e 1030 goude Emgann Stiklestad ; war e hent da Vizantion e reas un ehan e lez Kyiv ma voe piket e galon gant Yelyzaveta, met nac'h a reas he zad he dimeziñ d'ur priñs paour en harlu. Kenderc'hel gant e hent a reas Harald ; komandant Gward ar Vareged e voe e Bizantion, ha kalz pinvidigezhioù a vernias dre e gurioù e reter ar Mor Kreizdouar a-raok distreiñ da Gyiv, ma'z asantas Yaroslav reiñ e verc'h Yelyzaveta dezhañ.
Er saga anvet Morkinskinna[2] e lenner e voe dalc'het an eured e-kerzh ar goañvezh 1043-44 ; e 1045 e vije aet ar c'houblad da Norvegia. Den ne oar hiroc'h a-zivout eured Yelyzaveta Yaroslavna ha Harald Hardråde eget ar pezh a lenner digant ar barzh Stúfur Thordharson "an Dall" (* 1025), meneget en Heimskringla Snorri Sturluson (~1230), hag a zo gwall skort : ne c'heller ket gouzout ha mont da Norvegia a eure Yelyzaveta evit gwir; pe marvet e vije war an hent. Ur fed istorel eo e voe lakaet Harald Hardråde da genroue ar vro a-gevret gant e niz Magnus Olavsson. E-unan e renas Harald war Norvegia goude marv Magnus e 1047. Ur fed istorel all eo e kemeras Harald un eil gwreg e 1048, un Norvegiadez anvet Tora Torbergsdatter, evit abegoù politikel ; daou vab en doe ganti : Olaf III Norvegia ha Magnus II Norvegia.

E 1066 e tivizas Harald aloubiñ Bro-Saoz, met lazhet e voe en Emgann Stamford Bridge (25 a viz Gwengolo 1066)[3]. En deiz-se end-eeun e varvas Maria Haraldsdotter, merc'h Harald ha Yelyzaveta ; o merc'h all, Ingegerd (~ 1046 – ~ 1120) a voe rouanez Danmark adalek 1085 betek 1095 ha hini Sveden adalek 1105 betek 1118.

Den ne oar petra a c'hoarvezas gant Yelyzaveta Yaroslavna ; dianav eo deiziad ha lec'h he finvezh.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Sturluson, Snorri. La saga de Harald l'impitoyable (troidigezh gant Régis Boyer). Paris : Payot, 1979 (ISBN 978-2-228-33630-7)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ellisiv Jarisleivsdatter, Ellisiv merc'h Yaroslav gant an istorour Snorri Sturluson en e Heimskringla.
  2. "Ar barchenn louedet", ur skrid islandat bet skrivet e-tro 1220 ; (da) Morkinskinna. Kavet : 27/02/2022.
  3. (en) Elizabeta Yaroslava (11th cent.). Kavet : 27/02/2022.