Mont d’an endalc’had

Yann Kadiou

Eus Wikipedia

Yann Kadiou (Jean Cadiou) (7 a viz C'hwevrer 1834 − goude 1897) a oa ur skrivagner brezhonek, diveleget e fin e vuhez.

Ganet e voe e Gwerliskin. Ober a reas e studioù e Kastell-Paol ha beleget e voe e 1859. Goude bezañ kure e Plouvorn hag e Kraozon e voe anvet da aluzener er verdeadurezh e 1867. Dilezel a reas ar velegiezh war-dro 1870 ha mont kuit da Jeneva da vevañ. Eno e savas oberennoù enno blaz an enebiezh ouzh an Iliz katolik.

  • 1885 : En Breiz-Izel
  • 1886 : Ivona