Yann-Vari Nikolaz
Neuz
Yann-Vari Nikolaz
Deiziad ganedigezh | 1848 |
---|
Yann-Vari Nikolaz, ganet d'an 23 Kerzu 1849 e Plougerne ha marvet d'ar 27 Mae 1899 e Ploudiern, oa ur beleg, troer ha skrivagner breizhat. Persoun e voe e Lanrieg hag e Ploudiern.
Sevel a reas meur a levr diwar-benn ar relijion. Merour Kannad ar Galoun Zakr e voe ivez. E 1894 e labouras da reizhañ Buhez ar Zent, al levr savet gant Gabriel Morvan hag a oa bet embannet evit ar wech kentañ dek vloaz a-raok, e 1884.
Lakaat a reas e brezhoneg Leon Histoèr Santél ar chaloni Yerom Buleon hag a voe embannet goude e varv gant Alan an Habask, person Kloar-Karnoed.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1896 : Levrig-dourn an apostolaj ar beden, Kerangall.
- 1898 : Hent ar groaz, Kerangall.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1895 : Kenteliou euz ann aviel (diwar Les Évangiles des dimanches et fêtes), moullerezh Kerangall, Kemper.
- 1900 : Histor zantel[1], Kerangall, Kemper, kendroet gant Alan an Habask diwar Histoér Santél gant Yerom Buleon.
Skrid adwelet ha reizhet gantañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1894 : Buhez ar Zent Gabriel Morvan, adwelet ha reizhet gant an aotrou Nikolaz, moullerezh Kerangall, Kemper.