Xabier Amuriza
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv ganedigezh | Xabier Cruz Amuriza Zarraonaindia |
Anv-bihan | Xabier |
Anv-familh | Amuriza |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Zarraonaindía |
Deiziad ganedigezh | 3 Mae 1941 |
Lec'h ganedigezh | Etxano |
Bugel | Miren Amuriza |
Yezhoù komzet pe skrivet | euskareg, spagnoleg |
Micher | troer, bertsolari, skrivagner, politiker |
Karg | ezel, deputy of the Basque Parliament, deputy of the Basque Parliament |
Strollad politikel | Autodeterminaziorako Bilgunea, Batasuna, Euskal Herritarrok, Herri Batasuna |
Relijion | Iliz katolik roman |
Ezel eus | Udako Euskal Unibertsitatea |
Tachenn | gwerzenn |
Prizioù resevet | Bertsolari Txapelketa Nagusia, Manuel Lekuona Award, Lauaxeta Award |
Priz | Bertsolari Txapelketa Nagusia |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | SGAE |
Xabier Cruz Amuriza Zarraonaindia, anavezetoc'h evel Xabier Amuriza, zo ur bertsolari, da lavarout eo ur barzh euskarek, ouzhpenn bezañ skrivagner, troer, soner ha politiker euskarat.
Ganet e voe d'an 3 a viz Mae 1941 e kêr Etxano, e Bizkaia. Mont a reas d'ar c'hloerdi ha da veleg goude, e 1965. E 1976 avat e tilezas ar velegiezh hag e timezas.
Div wech e c'hounezas kampionad ar bersolari-ed, e 1980 hag e 1982. An hini kentañ e voe, er vro, o sevel barzhonegoù en euskara batua, er yezh unvan, pa ne veze graet nemet er rannyezhoù a-raok. Embannet en deus dastumadoù eus e varzhonegoù (bertso) ha meur a skrid diwar-benn ar sevel gwerzennoù, ur geriadur klotennoù, ha meur a romant. Troet en deus Brave New World gant Aldous Huxley ivez. Hag embannet en deus e-leizh a bennadoù e kazetennoù evel Egin, Gara, Euskaldunon Egunkaria ha Berria, koulz hag er gelaouenn Argia.
Ouzhpenn bezañ bertsolari ha skrivagner ez eo stourmer politikel ivez. Pa oa beleg c'hoazh e oa bet toullbac'het abalamour ma kemere perzh en ul luskad beleien enebet ouzh diktatouriezh Francisco Franco. Diwezhatoc'h e voe oberiant el luskad Herri Batasuna ha dilennet e voe da guzulier-kêr en anv ar strollad-se e 1979 ha da gannad e parlamant Bizkaia. Pa zeuas Juan Carlos Iañ da C'hernika e 1981 e voe unan eus ar re a droc'has prezegenn ar roue spagnol dre ganañ Eusko Gudariak, kan-bale ETA. Neuze e voe bac'het adarre.
Dilennet e voe c'hoazh e Parlamant Euskadi e 1986, ma chomas betek 1990.