Wolf 359

Eus Wikipedia
Wolf 359

Fedoù-sellout
Marevezh J2000
Steredeg Leo
Uhelder 10h 56m 29.2s
Hedred +07° 00' 53"
Sked hewel (V) 13.53
Perzhioù
Renk spektrek M6 V
B-V Indeks livek 2.01
U-B Indeks livek 1.34
Doare a steredenn gemmus Flare star
Astrometriezh
Tizh a-gostez (Rv)+14.9 km/s
Tizh (μ) RA: -3828 mas/bloaz
Dec.: -2720 mas/bloaz
Parallaks (π)419.10 ± 2.10 mas
Pellder7.78 ± 0.04 bg
(2.39 ± 0.01 pk)
Sked gwir (MV)16.64
Munudoù
Mas 0.09-0.13 M
Radius 0.16-0.19 R
Sked 0.00002 L
Temperatur - K
Metalekder
Prantad troiñ
Oad <1.0 × 1010 bloavezh
Anvioù arall
CN Leonis, GCTP 2553, GJ 406, G 045-020, LTT 12923, LFT 750, LHS 36.

Wolf 359 a zo ur gorrez ruz lec'hiet 2.4 parsek pe 7.80 bloavezh-gouloù diouzh an Douar. Unan eus ar stered tostañ dimp eo goude Alpha Centauri, Proxima Centauri ha Steredenn Barnard met re wan eo da vezañ gwelet eus an Douar.

Dre astrografiezh e voe dizoloet gant an steredoniour alaman Max Wolf e 1918. Hec'h amezeg tostañ eo Ross 128, 1.16 parsek pe 3.79 bloavezh-gouloù.

An teleskop-egor Hubble n'en deus kavet roud ebet eus ur blanedenn en-dro da Wolf 359. Gant ar teknikoù a-vremañ ne vezer ket barrek da ziguzhat ur blanedenn douarheñvel o kelc'htreiñ. Diaes-tre e vefe ar vuhez war ar seurt planedenn-mañ avat. Evel ma'z eo gwan-tre Wolf 359 e vije ret d'ur blanedenn bezañ tost-tre dezhi (0.0042 US) hag an hevelep tu a vije bepred troet outi. Ouzhpenn-se e vefe dañjerus-kenañ evit ar vuhez an tarzhadennoù eus Wolf 359 ha ret eo e vije un atsmosferenn gwall dev evit he gwareziñ diouto.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll ar stered tostañ

Buhez war-dro ur gorrez ruz

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]