Witold Pilecki
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Polonia |
Lealded | Eil Republik Polonia |
Anv e yezh-vamm an den | Witold Pilecki |
Anv-bihan | Witold |
Anv-familh | Pilecki |
Lesanv | Druh, Witold, T-IV |
Deiziad ganedigezh | 13 Mae 1901 |
Lec'h ganedigezh | Olonets |
Deiziad ar marv | 25 Mae 1948 |
Lec'h ar marv | Varsovia |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | execution by shooting |
Lec'h douaridigezh | Powązki Cemetery |
Breur pe c'hoar | Maria Pilecka |
Familh | House of Pilecki |
Yezhoù komzet pe skrivet | poloneg |
Place of detention | Mokotów Prison, Auschwitz-Birkenau, Oflag VII-A Murnau |
Kondaonet evit | spierezh |
Micher | labourer-douar, resistance fighter, ofiser |
Bet war ar studi e | Vilnius University |
Deroù ar prantad labour | 1918 |
Komzoù diwezhañ | Vive la Pologne libre |
Perzhiad e | Polish resistance movement in World War II |
Grad milourel | isletanant, letanant, cavalry master, Koronal |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Brezel Poloniat-ha-Soviedat, Eil Brezel-bed |
Skour lu | cavalry of Second Polish Republic, Secret Polish Army, Armia Krajowa |
Oberenn heverk | Pilecki's Report |
Lec'hienn ofisiel | http://www.pilecki.ipn.gov.pl/ |
Ardamezioù | Leliwa |
Witold Pilecki (distaget [ˈvitɔlt piˈlɛt͡skʲi] e poloneg) (Olonets, 13 Mae 1901 – Varsovia, 25 Mae 1948) a oa un ofiser hag ur rezistant polonat e-pad an Eil Brezel-bed. E 1940 en em ginnigas evit bezañ harzet gant an Nazied ha kaset da gamp-bac'h Auschwitz-Birkenau evit gouzout hiroc'h war ar pezh a dremene er c'hamp-se. Goude dont a-benn da dec'hout diouzh ar c'hamp-bac'h e teskrivas dre ar munud ar pezh a c'hoarveze ennañ ha kaset e voe e skrid da bennoù ar Gevredidi ; ar wech kentañ eo e voe deskrivet-pizh obererezhioù an Holokost.[1][2]
Ganet e voe e Karelia, ma oa bet kaset e familh dre heg eus Polonia abalamour m'en doa kemeret perzh an tad-kozh en Emsavadeg Genver 1863. E 1910 ez eas Witold Pilecki gant e dud da chom da Vilnius. Goude ar Brezel-bed Kentañ e kemeras perzh er brezel etre Polonia hag an Unvaniezh Soviedel. Diwezhatoc’h e teuas da vezañ ofiser en arme Polonia. E 1939 en em gannas ouzh ar Wehrmacht. Ur wech peuraloubet Polonia gant Alamagn hag an Unvaniezh Soviedel e voe unan eus ar re a savas ar strollad rezistanted Tajna Armia Polska hag a yeas diwezhatoc’h e-barzh an Armia Krajowa (arme broadel Polonia).
E 1940 e kinnigas e anv evit kemer perzh en un taol aozet gant ar rezistañs : mont e-barzh kamp-diouennañ Auschwitz, evit gouzout hiroc’h war ar c’hamp-bac’h-se ha klask frammañ ar rezistañs en diabarzh. Harzet e voe e Varsovia d’an 19 a viz Gwengolo 1940 ha kaset da gamp Auschwitz. Ur wech e-barzh ar c’hamp e savas gant prizonidi all un aozadur anvet Związek Organizacji Wojskowych ha dont a reas a-benn da gas da Londrez skridoù hag a zeskrive ar vuhez kriz er c’hamp. D’ar 26 a viz Ebrel 1943 e teuas a-benn da dec’hout, goude daou vloaz hanter tremenet er c’hamp. Ur wech er-maez e prientas un danevell resis diwar-benn kamp-diouennañ Auschwitz hag a voe kaset d’ar Gevredidi, da c’houlenn sikour diganto. Hogen diskrediñ a reas ar re-se danevell Pilecki ha soñjal a reas dezho e oa c'hwezhet an niver a brizonidi. Abalamour d’an dra-se ne voe heuliad ebet d’an danevell-se.
Diwezhatoc’h e kemeras perzh Pilecki en Emsavadeg Varsovia e miz Here 1944. Chom a reas feal d’ar gouarnamant en harlu e Londrez. Abalamour d’an dra-se e voe gwelet evel un enebour gant gouarnamant ar c’homunour Bolesław Bierut harpet gant an Unvaniezh Soviedel goude ar brezel. Harzet e voe miz Mae 1947 ha tamallet e voe dezhañ bezañ e servij an « impalaerouriezh estren ». E 1948 e voe barnet, kondaonet d’ar marv ha lazhet diouzhtu goude, d’ar 25 a viz Mae.
Istor e vuhez a chomas kuzh e Polonia, betek diskar ar gomunouriezh e 1989. Goude distro an demokratelezh e voe gwennaet, meur a levr a voe embannet diwar e benn, torret e voe e gondaonidigezh ha medalennet e voe zoken gant Urzh an Erer Gwenn, ar garedon uhelañ roet gant stad Polonia. Sellet a reer outañ bremañ evel unan eus an dud pouezusañ en istor Polonia en XXvet kantved. Ur monumant zo bet savet en enor dezhañ e bered Powązki, e Varsovia, daoust ma ne oar den pelec’h emañ e relegoù.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Snyder, Timothy (22 Mezheven 2012). "Were We All People?", The New York Times.
- ↑ "Remembering Unsung Heroes Of The Holocaust" (in en-US) (2020-09-20).