Wilhelmine Luise Baden
Neuz
Wilhelmine Baden, en alamaneg Wilhelmine von Baden (21 a viz Gwengolo 1788 – 27 a viz Genver 1836) a oa dugez-veur Hessen ha bei Rhein.
He ziegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h yaouankañ an dug-meur Karl Ludwig von Baden hag Amalie von Hessen-Darmstadt e oa .
He c'hoarezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoar e oa
- da Luise von Baden, a zimezas en 1793 d'an tsarevitch Alesant Pavlovitch a voe anvet da impalaer evel Alesant Iañ Rusia.
- da Friederike Dorothea von Baden, a zimezas da Gustav IV Adolf, roue Sveden,
- da Karoline Friederike Wilhelmine von Baden, a vo rouanez Bavaria.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1804 da Louis II, dug-meur Hessen, ur c'henderv a-berzh-mamm, unnek vloaz koshoc'h egeti (1777–1848), a voe anvet da zug-veur e 1830. Seizh bugel he doe Wilhelmine, ha pevar anezho ne varvjont ket en yaouank.
- Louis III (1806-1877), a vo dug-meur Hessen
- Karl Wilhelm Ludwig von Hessen (1809-1877),
- ur verc'h dianv ganet ha marvet e 1820
- Amalia Elisabeth Luise Karoline Friederike Wilhelmine Hessen-Darmstadt (1821-1826), marvet da 5 bloaz
- Alesant von Hessen (1823-1888)
- Marie von Hessen-Darmstadt (1824-1880), pe Maria Alexandrovna , hag a vo impalaerez Rusia evel he moereb Luise von Baden,.
He fevar bugel diwezhañ, hag Alesant ha Marie en o zouez, he devoa bet, a greder, gant he fried-kleiz August von Senarclens de Grancy.