Wikipedia:Skoazell
Pajenn skoazell raktres ar Wikipedia brezhonek eo ar pennad-mañ. Enni e kavot liammoù war-du rubrikennoù a bep seurt. |
Mar sav goulennoù ennoc'h ez eus chañsoù mat e c'hallot kavout ur respont dezho war hor Foar ar goulennoù emañ enni ar respontoù d'ar goulennoù boutinañ. |
Degemer mat
[kemmañ ar vammenn]- Degemer an dud nevez
- Hetiñ a reomp deoc'h un degemer a-feson war Wikipedia.
- Kammedoù kentañ
- Aze ez eus un nebeud kuzulioù krak-ha-berr evit stagañ ganti ha kaout un tañva kentañ gant mont en-dro Wikipedia.
- Poull-traezh
- Pa viot o vont dre ar skoazell ho po c'hoant, sur a-walc'h, da lakaat e pleustr ar pezh a vez displeget deoc'h. Evit se eo bet ijinet ar poull-traezh. Testit ennañ kement tra a dremen dre ho spered.
Diwar-benn Wikipedia
[kemmañ ar vammenn]- Diwar-benn Wikipedia
- Dizoloit berr-ha-berr petra eo Wikipedia, an istor anezhañ, penaos ez a en-dro, hag all.
- Ar pezh n'eo ket Wikipedia
- Dizoloit ivez ar pezh n'eo ket Wikipedia hag ar pezh na gavot ket amañ neuze.
- Gwirioù-eilañ
- Tu gwiraouel Wikipedia.
- Deizlevr Wikipedia e brezhoneg
- War ar bajenn-se e c'hallot heuliañ araokadennoù ar raktres abaoe m'eo bet lañset en hor yezh.
- Respontoù d'an abegoù boas
- Un nebeud respontoù d'ar goulennoù a c'hall sevel ennoc'h diwar-benn ar fed m'eo digor Wikipedia d'an holl verdeerien.
- Luc'haj en implij war Wikipedia
- Moarvat e kavot war o hent gerioù un tamm "iskis" an neuz anezho; evit gouzout an dalvoudegezh anezho e c'hallit mont da sellet ouzh ar pennad a denn d'al luc'haj en implij gant ar Wikipedourien.
- Pennaennoù diazez - Ar fazioù yezh stankañ - Atav displegañ ar c'hemmoù degaset ganeoc'h er voestig Diverrañ - Reolennoù kenvevañ - Bezañ tagnous e emzalc'h - Gerioù nevez - Boued dispis - Reolennoù implijout ar skeudennoù
- Gant an hollad reolennoù-se e c'hall ar gumuniezh mont en-dro plaen en un aergelc'h plijus.
- Dezverkoù degemer ar pennadoù
- Ur bajenn zo displeget warni pere eo ar pennadoù a c'haller degemer e Wikipedia.
Furchal Wikipedia
[kemmañ ar vammenn]- Kavout pennadoù
- Aze e kavot an holl doareoù disheñvel da gavout pennadoù war Wikipedia.
- Klask ur bajenn gant al lusker enklask
- Alies-kaer n'haller ket mont war-eeun d'ar pennad a glasker. Ret eo seveniñ un enklask. War ar bajenn-se e kavot an holl doareoù talvoudus evit ma vo frouezhus hoc'h enklask.
C'hoant kemer perzh zo ganin
[kemmañ ar vammenn]Deroù
[kemmañ ar vammenn]- Kont implijer
- Daoust ma n'eo ket ret bezañ krouet ur gont evit kemer perzh e Wikipedia ez eo spletus evit an den krouiñ unan. Sellit penaos krouiñ ho kont.
- Penndibaboù implijer
- Bremañ p'eo bet krouet ho kont ganeoc'h e c'hallit cheñch ar penndibaboù anezhi evit ma vo muioc'h diouzhoc'h.
- Sturlevr - Kregiñ gant Wikipedia
- Un tamm levr-heñchañ a gavot ennañ kement titour hoc'h eus ezhomm evit gouzout penaos kregiñ da gemer perzh e Wikipedia (pennaennoù, kemmañ ur bajenn, ereadur diazez...).
- Kemmañ testenn en ur bajenn
- Setu aze an tamm pouezusañ, da lavaret eo an doare da zegas kemmoù er pajennoù.
Ereadur
[kemmañ ar vammenn]- Ereadur Wikipedia
- Tra gaer eo kemmañ pajennoù, met kalz gwelloc'h eo pa ouzer penaos. Emaoc'h war-nes dizoleiñ an ereadur da vezañ implijet war pajennoù Wikipedia. Ne vo ket kavet aze holl an tammoù ereadur a c'haller ober ganto, dreist-holl evit krouiñ taolennoù, enklozañ skeudennoù... met liammoù a vo war-du ar pajennoù m'emañ displeget pep tra dre ar munud.
- Liammañ pennadoù kenetrezo
- Un holloueziadur mat zo un holloueziadur ma c'haller tremen aes-tre eus an eil pennad d'egile. Setu perak eo ret, pa grouit pennadoù, soñjal lakaat liammoù enno war-du pennadoù all en holloueziadur.
- Krouiñ taolennoù
- Dizaliet eo, e Wikipedia, krouiñ taolennoù en ur implijout an HTML. Ur c'hod a-ratozh evit ar Wiki zo evit krouiñ taolennoù.
- Formulennoù TeX
- Gant TeX, ez eus tu da grouiñ formulennoù jedoniel a-feson ha brav-kenañ.
Implijout skeudennoù, sonioù, videoioù
[kemmañ ar vammenn]- Penaos eilañ ur skeudenn war ar servijer
- Evel n'haller ket implijout skeudennoù n'int ket bet pellgarget en a-raok war Wikipedia eo pouezus gouzout penaos en em gemer evit ar pellgargañ (pe enkargañ en degouezh). Setu ar pezh a vez displeget amañ ma heuilhit al liamm.
- Penaos embreger ur skeudenn
- Goude ar skrid eo ar skeudennoù an titouroù implijetañ war Wikipedia. Skeudennaouet eo ar pennadoù ganto dre ul luc'hskeudenn pe ur chema. Deskit penaos enklozañ skeudennoù.
- Krouiñ ur skeudennaoueg
- Mar fell deoc'h lakaat ur strobad skeudennoù n'eo ket dav deoc'h krouiñ un daolenn evit klenkañ anezho. Un diskoulm eeun-tre a ginnig deoc'h ereadurezh ar Wiki.
- Penaos enklozañ ur restr son
- Tu zo, da skouer, da enklozañ ur restr son evit lakaat dizoleiñ kan broadel bro pe vro.
- Selaou sonioù
- Mard eo mat kinnig restroù son eo brav bezañ gouest da glevet anezho ivez. Setu aze un dibab meziantoù a c'hallot selaou ar restroù-se a-drugarez dezho.
- Sellet ouzh videoioù
- N'eus ket nemeur a videoioù e Wikipedia. M'en em gavit gant unan avat e c'hallot kaout c'hoant da sellet outañ. Displeget eo deoc'h penaos dre ar munud.
Mont pelloc'h ganti
[kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn degas kemmoù e pennadoù zo, e c'haller ivez sevel pennadoù nevez hag adframmañ ar pennadoù bet savet abretoc'h en ur adenvel anezho pe en ur ziverkañ anezho.
- Penaos sevel ur bajenn nevez
- Ha degaset hoc'h eus kemmoù e meur a bennad ? Ha seblantout a ra deoc'h ez eus mankoù en holloueziadur war tachennoù zo ? Na chomit ket da dermal ha krouit pennadoù niverus. Amañ e kavot dre ar munud an doare da grouiñ ur pennad nevez.
- Penaos adenvel ur bajenn
- C'hoarvezout a ra, pa vez krouet pennadoù, e teufe an titl bet dibabet evito da vezañ kudennek pe amzere. Posupl eo cheñch anv ar pennadoù.
- Penaos diverkañ ur bajenn
- A-wechoù e vez ret diverkañ ur bajenn bet krouet war an holloueziadur. Da skouer m'eo aet ur vandal bennak da grouiñ unan gant un titl kunujennus, pe ur bajenn bet krouet dre fazi; Diverket e vo ar bajenn. A-hend-all e vo kavet gwelloc'h adenvel anezhi pe sevel un adkas.
Evit ar re arroutet muioc'h
[kemmañ ar vammenn]- Liamm etreyezhoù
- Wikipediaoù all zo e yezhoù disheñvel-bras. Evit ma c'hallfe ul lenner gellout mont betek ar pennadoù skrivet e yezhoù all e vez lakaet liammoù etreyezhoù. Evel-se ez eus tu da gavout titouroù all estreget ar re a gaver war ar pajennoù brezhonek. Sellit pegen aes eo degas liammoù gant yezhoù estren.
- Adkas
- Setu aze un doare mat da lakaat meur a bajenn da skeiñ war-du ur bajenn resis. Talvoudus-tre, evit ar berradurioù peurgetket.
- Liammoù diavaez
- E pennadoù zo eo talvoudus lakaat liammoù war-du lec'hiennoù dave all er-maez eus holloueziadur Wikipedia.
- Digejañ pennadoù
- Gallout a ra danvezioù disheñvel-mik kaout an hevelep anv. Da skouer Merc'her (planedenn), Merc'her (deiz) ha Merc'her (doue). Kuit da veskañ pep tra e vez krouet ur bajenn hollek Merc'her anvet "Pajenn heñvelstumm".
- Implijout ar rummadoù
- Gant ar rummadoù e c'haller rummata (bodañ dre rummoù) ar pennadoù dre demoù.
Patromoù
[kemmañ ar vammenn]- Implijout ar patromoù
- Implijit patromoù bep tro ma santit an ezhomm d'en ober. Pa vo degaset ur c'hemm bennak er patrom e talvezo ar c'hemm evit an holl bajennoù a ra gant ar patrom-se. Evel-se e vo reizhpoell ha kinniget brav ho pennadoù.
- sevel ur raktres nevez
- Goude ur pennad amzer tremenet war Wikipedia ho po c'hoant, marteze, da lañsañ ur raktres zo pouezus evidoc'h. Bezañ e-unan evit lakaat pennadoù da emdreiñ a c'hall bezañ ur bec'h re vras avat. Evit ma teufe ur gumuniezh vihan d'ho harpañ e c'hallit krouiñ ur raktres ; aesoc'h e vo deoc'h en em glevet ha termeniñ pere eo ar pennadoù da vezañ skrivet.
Porched
[kemmañ ar vammenn]- Krouiñ ur porched
- Penaos krouiñ ur porched tematek war Wikipedia.
- Kavout e hent etre ar seurt pajennoù disheñvel zo er raktres
- Ma'z oc'h dedennet gant gouzout penaos eo aozet Wikipedia, sellit ouzh ar bajenn-mañ war an Esaouennoù anv. Teknikel a-walc'h eo.
An emglevioù
[kemmañ ar vammenn]Graet e vez emglevioù eus ar reolennoù bet dibabet gant ar gumuniezh. Peurliesañ eo bet diazezet an emglev dre ur vot. Er Wikipedia brezhonek n'eus ket bet diazezet kalz a emglevioù c'hoazh.
- Emglevioù stil
- Emglevioù diwar-benn an niveroù
- Emglevioù diwar-benn an titloù
- Emglevioù tipografek
- Emglevioù levrlennadurel
- Menegit ar mammennoù implijet ganeoc'h
Stumm ar pennadoù
[kemmañ ar vammenn]- Reizhskrivadur
- Kalz plijusoc'h eo lenn pennadoù difazi.
- Tiredoù
- Arabat implijout re a livioù er pennadoù
- Brav eo lakaat livioù... arabat lakaat re avat rak diaesaat a ra al lenn.
Tunioù ha plegoù talvoudus
[kemmañ ar vammenn]- Tunioù ha plegoù
- Penaos degas boued er pennadoù hep re a boan
- Arabat termal !
- Greomp war-dro hor moc'h bihan
Skoazell dematek
[kemmañ ar vammenn]- Skridaozañ pennadoù ar c'hêrioù (pe hini ur geoded pe ur gumun vihan)
- Kuzulioù hag erbedadennoù evit ar pennadoù Istor
Kumuniezh
[kemmañ ar vammenn]- Kaozeal
- Roll keneskemm
- Kemer divizoù
- Perzhidi
- Hanteriñ ha kuzul hanteriñ
- pa vez tabutoù grevus etre perzhidi zo.
- Skoazell:Raktresoù Wikipedia
Evit ar re gozh
[kemmañ ar vammenn]Degemer ar re nevez
[kemmañ ar vammenn]- Kemennadenn degemer
- Plijus eo atav d'an den resev un degemer c'hwek a-berzh ur wikipedour all. Na dermit ket neuze ha degemerit ar re nevez en ur lakaat ar c'hemennadennoù-se war pajenn Ma c'haozeadennoù an implijerien nevez.
- Arabat sailhañ ouzh ar re nevez
- Deraouidi zo bet eus an holl ac'hanomp ha kement hini en deus bet graet fazioù. Mat eo diskouez pasianted eta ha displegañ an traoù en un doare sioul.
Staliañ Wikipedia
[kemmañ ar vammenn]- Staliañ ar meziant
- N'eo nemet ar penn-kentañ. N'eus, evit ar mare, tamm teul klok ebet a zisplegfe penaos staliañ Wikipedia war e urzhiataer.
- Rekedoù SQL
Liammoù talvoudus
[kemmañ ar vammenn]- Ar voest ostilhoù
- Kavout a reot war ar bajenn-se kement hag a c'hallfec'h kaout ezhomm.
Sevel ur goulenn
[kemmañ ar vammenn]Ma chom c'hoazh tra pe dra amskler ganeoc'h goude bezañ lennet an holl bajennoù skoazell e c'halllit atav mont da welet kostez Skoazell:Goulenn un dra bennak.
Setu c'hwi degouezhet e dibenn ar bajenn Skoazell. N'eo ket echu ho tro gant Wikipedia evit kelo-se avat. Kalz traoù a vo diskoachet ganeoc'h en amzer da zont c'hoazh, sur ha n'eo ket marteze. Spi hon eus e vo bet talvoudus ar bajenn-mañ deoc'h. Klaskit dont en-dro war Wikipedia an aliesañ ar gwellañ evit ma kendalc'ho ar raktres stroll dispar-mañ da vezañ ur raktres dave evit gouiziegezh Mab-den hag evit mad ar brezhoneg war un dro.