Skoazell:Kont implijer

Eus Wikipedia

Displegañ a ra ar bajenn-mañ ar pezh a dalvez ur gont implijer evit kumuniezh wikipedia, petra a zegas hag an doare da grouiñ unan. Displegañ a ra ivez peseurt titouroù zo goulennet pa lakaer e anv, pere a c'hall bezañ gwelet gant ar re all ha pere ne vezont ket.

N'eo ket ret kevreañ a-raok gwelet pajennoù wikipedia pe skrivañ enno. Koulskoude e roio ho tu deoc'h d'ober muioc'h a draoù, hag erbedet eo peurliesañ. Ma ne fell ket deoc'h e ve anavezet ho chomec'h IP e tlefec'h kevreañ. Prim hag aes eo krouiñ ur gont implijer hiniennel.

Penaos krouiñ ur gont implijer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da grouiñ ur gont implijer :

  • Klikit war al liamm « Krouiñ ur gont pe kevreañ » zo a-zehou e korn uhelañ ho pajenn ;
  • Klikit war « krouiñ ur gont » ;
  • Adskrivit pizh an destenn a welit dindan stumm ur skeudenn gweet pe livet ;
  • Skrivit un anv implijer (gwelet a-us penaos choaz anezhañ) ;
  • Skrivañ ur ger tremen (div wezh) ;
  • Gallout a rit ivez reiñ ur postel met n'eo ket ret ;

Gwiriekait hoc'h enskrivadenn en ur glikañ war an nozelenn « krouiñ ur gont nevez ».

Kevreañ ouzh ar gont[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gevreañ ouzh ar gont, klikit war al liamm « krouiñ ur gont pe kevreañ » a zo a-zehou e korn uhelañ ar bajenn, skrivit hoc'h anv implijer hag ho ker-tremen, ha klikit war an nozelenn « Disklêriañ ».

Gant ur gont implijer e viot anavezet gant an implijerien all dre ho lesanv, pe dre ho tegasadennoù pe er c'haozeadennoù. A-drugarez d'an dra-se e c'halloc'h skoulmañ liammoù gant ar genlabourerien all ha bezañ ezel eus ur gumuniezh a ya war greskiñ. Ur splet ouzhpenn zo ne vo ket gwelet ho chomlec'h IP ken neblec'h.

Koulskoude e vez degaset estreget an dra-se gant ar gont implijer. Goude ma vo krouet ho kont, Wikipedia a zigoro deoc'h dibaboù na c'hallont bezañ implijet nemet gant an implijerien enrollet. Setu amañ da-heul ul listenn :

  • Gallout a reot krouiñ ho pajenn hiniennel deoc'h hoc'h-unan ma c'halloc'h en em ginnig ha lakaat titouroù all pe, da skouer, ur poltred. Aozet e vo ar bajenn-se ganeoc'h evel ma faot deoc'h gant ma toujo ouzh reolennoù Wikipedia ;
  • Ouzhpenn ho pajenn hiniennel ho po ho pajenn kaozeadenn brevez deoc'h hoc'h-unan ma c'hallo ar genlabourerien all skrivañ deoc'h. Roet e vo da c'hoût deoc'h bewezh ma vo skrivet kemennadennoù deoc'h er bajenn-se (pa gevreit ouzh Wikipedia pe pa cheñchit pajenn) ;
  • Gallout a reot heuliañ pennadoù zo ha gwelet hag eñ int bet kemmet. Talvoudus-kenañ eo, da skouer pa grouit ur pennad ha pa fell deoc'h gwiriañ n'eo ket distrujet gant ur vandal bennak ;
  • Gallout a rit choaz ho penndibaboù ;
  • Gallout a rit gwelet roll an holl zegasadennoù ho peus graet e Wikipedia ;
  • Gallout a rit pellgargañ skeudennoù, soniadoù pe videoioù e Wikipedia ;
  • Gallout a reot andenvel pajennoù ar pennadoù.