Skoazell:Geriaoueg ar Wiki brezhonek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Skoazell:Luc'haj)

Amañ e tastumer ar gerioù a vez implijet evit merañ ar Wiki brezhonek

  • Bot : berradur evit robot hag amañ eo ur poellad lakaet da vont war pajennoù evit reizhañ traouigoù pe ouzhpennañ liammoù etrewiki. Ar poelladoù-se a vez implijet gant wikipedourien'zo hervez o flijadur.
  • Danvez-pennad : un danvez-pennad pe ur stub e saozneg zo ur pennad zo bet boulc'het gant unan bennak met a chom skort-tre c'hoazh an danvez ennañ hag en deus ezhomm da vezañ maget evit dont da vezañ ur pennad kelc'hgeriadur da vat.
  • Etrewiki (interwiki e saozneg) : Un dra a-bouez eo klask ouzhpennañ liammoù gant ar Wikioù all (e yezhoù ar Bed). Un dra simpl eo hag emsav evit an deraouidi.
  • Heñvelstumm : Liesteriek eo gerioù zo, da skouer porzh evit al listri ha porzh ar skol. Savet e vez ur bajenn digejañ warni an holl stummoù gant al liammoù a gas d'ar pennadoù disheñvel, pep stumm gant ur lavarenn resisaat etre krommelloù : porzh (listri) ha porzh (skol)
  • Isrummad : Er sistem renkañ ar ouiziegezh emañ an isrummadoù dindan ar rummadoù (s.o. ar ger-mañ)
  • Kenskridaozer : Pep skridaozer ar Wiki a zo kenskridaozer, i.e. n'eo ket un oberour hiniennel, met un den a glask gwellaat ur vammenn a oueziegezh evit mad an holl.
  • Kumuniezh ar Wiki : An holl genskridaozerien a zo izili kumuniezh ar Wiki hag e kav ar gumuniezh ul lec'h evit kaout ditouroù ha toullañ kaoz gant skridaozerien all war Porched ar gumuniezh.
  • Merourien : Gallout a c'haller dilenn wikipedourien evit ober war-dro traoù dibar evel diverkañ pâjennoù, stankañ ouzh tud zo ar gwir da gemmañ traoù war ar wiki pe c'hoazh gwareziñ pe diwareziñ pajennoù zo. Afer an holl eo merañ ar wiki koulskoude.
  • Patrom : evit silañ un destenn pe un daolenn e vez implijet lavarennoù etre briatadurioù doubl {{patrom}}
  • Porched : Evit aesaat ar mont-tre da anaoudegezhioù e vez krouet porchedoù war sujedoù hollek (mor, lennegezh hag all). Sell ouzh : Porched ar porchedoù.
  • Roñfl : Implijet e vez an termen roñfl evit deskrivañ un den hag a glask plantañ reuz e foromoù war ar Genrouedad dre degas enno kemennadoù didereat.
  • Rummad : Evit renkañ pe rummata ar pennadoù e vez implijet ar rummoù. Evit merkañ un isrummad e skriver ar rummad uhelañ war he fajenn.
  • Rummata pe rummadiñ: Ouzhpennañ ar rummadoù dereat d'ar pennadoù.
  • Skridaozer  : Kement den a skriv un dra bennak er Wiki. Kumuniezh ar Wiki eo an holl (gen)skridaozerien
  • Stub : Termen saoznek. Sellit ouzh Danvez-pennad.
  • Wiki : ur berradur evit wikipedia, met ur seurt meiziant eo da gentañ, da lavaret eo ur meiziant evit ar c'henembann war ar c'henrouedad. Meiziant ar Wikipedia a zo Mediawiki e anv.
  • Wikiañ (saozneg wikify, wikification) : Stagañ da lakaat ar pennadoù da heuliañ reolennoù ar Wiki ( liammoù diabarzh, poentadur, cheñch ar c'hrochedoù direizh, lakaat hedoù reizh etre ar gerioù hag all). Graet e vez d'an aliesañ gant poelladoù anvet bots (sell a-us).