Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Ar pezh n'eo ket

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Wikipedia zo un holloueziadur enlinenn hag, evit tizhout ar pal-se, ur gumuniezh enlinenn hag a vod tud a fell dezhe sevel un holloueziadur dezhañ ur galite uhel en ur spered doujañs ouzh an holl. Wikipedia n'eo ket traoù zo eta.

Wikipedia n'eo ket ur geriadur

[kemmañ ar vammenn]

Wikipedia n'eo ket ur geriadur. Pennadoù wikipedia n'int ket :

  • Termenadurioù
  • Penngerioù ur geriadur
  • Un hentenn da zeskiñ gerioù luc'haj pe yezhoù micher.

N'eo ket ul lec'h da embann ho soñj

[kemmañ ar vammenn]

Wikipedia n'eo ket al lec'h da embann ho soñjoù hag ho tielfennadurioù deoc'h-c'hwi hoc'h-unan pe da embann titouroù nevez. Klask a reomp kinnig holl an anaoudegezhioù boutin. Anez e vefec'h un arbennigour brudet war un danvez bennak eta, ho menozioù n'int ket ul lodenn eus an anaoudegezhioù boutin. Holl ar pezh zo skrivet a zle bezañ harpet war skridoù pe mammennoù, savet gant arbennigourien, a c'haller gwiriañ ha roet e vez o daveoù ar muiañ, ar gwellañ. Na embannit ket an traoù da-heul mar plij ganeoc'h :

  • Hoc'h ijinadennoù, pe re ho mignoned. M'ho peus ijinet un anv, ur c'hoari, pe ur paz dañs nevez, n'o ket brudet a-walc'h da sevel ur pennad diwar e benn a-raok bezañ meneget gant mammennoù niverus, dizalc'h, hag asur
  • Foromoù. Klaskit mar plij ganeoc'h sipañ ho spered el labour sevel un holloueziadur. Gallout a rit kaozeal gant tud diwar-benn danvezioù a denn da Wikipedia en o fajennoù implijer, ha dleet e vefe deoc'h diskoulmañ ar c'hudennoù liammet gant ar pennadoù er pajennoù kaozeadenn stag, met arabat mar plij ganeoc'h kenderc'hel gant ar c'haozeadennoù-se e diabarzh ar pennadoù.

Wikipedia n'eo ket ur blog

[kemmañ ar vammenn]

Wikipedia n'eo ket ur rouedad darempredoù sokial evel Twitter pe Facebook. N'hallit ket staliañ ho plog, pe ho lec'hienn e Wikipedia.

Wikipedia n’eo ket ur wezenn Nedeleg

[kemmañ ar vammenn]

Livioù ha furmadoù all a zo mat pa lakaont ur bajenn da vezañ lennusoc’h, taolennoù a zo mat evit diskwel roadennoù. Arabat implijout anezho re avat. A-drugarez da restroù CSS ar wiki ez eus ur stil hollek a dalvez evit an holl bennadoù. Ne zlefe stiloù ouzhpenn bezañ implijet nemet pa vez ret hen ober neuze, ha peurliesañ e tlefent bezañ lakaet en ur patrom ha n’eo ket en ur bajenn ; ne zlefer ket ober gant taolennoù evit furmadiñ endalc’h ur bajenn. Gallout a ra furmadoù diret, pe taolennoù drougimplijet, mirout ouzh arc’hweladurioù zo, nebeut implijet met pouezus memestra, evel sevel ul levr diwar bennadoù pe diskwel pajennoù en un doare doujus d’ar re zall pe fall o gweled, da vont en-dro.