Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/Degemer/kozh

Eus Wikipedia
Portal ar gumuniezh


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un holloueziadur eo Wikipedia.Ur gumuniezh wiki eo ivez. Sell ouzh ar c'hemmoù diwezhañ. A-raok kregiñ gant ar skridaozañ eo gwelloc'h dit deskiñ penaos kemmañ ur bajenn ha sevel ur bajenn nevez.

Ma krogez da skridaozañ ur bajenn, diwall ne yafe ar pennad war un hent-dall. Ret eo lakaat ar gerioù pennañ etre krochedoù (pe sonnelloù) karrez doubl [[liamm titl]] hag er mod-se e vo krouet ul liamm davet ar pennad staget outañ (ma'z eus unan). Trugarez vras evit bezañ aketus war ar poent-se.
Evit da daolioù-arnod e c'hellez ober gant ar poull-traezh.

Mar kerez e c'hellez krouiñ da gont : ne dremeni nemet un nebeud eilennoù oc'h ober ha spletus-bras e vo. Gouzout a c'halli petra a zo bet cheñchet er pennadoù skrivet ganit ha gallout a ri votiñ er votadegoù war emdroadur ar Wiki brezhonek.

Er bajenn skoazell e kavi an holl bajennoù da heñchañ ac'hanout e-barzh kammdroennoù Wikipedia. Evit kaout respont da'z koulennoù boutin, kerzh da welout ar Goulennoù a vez Graet Alies.
Evit boazañ ouzh hor reolennoù, sell ouzh pajennoù ar reolennoù ha toull kaoz gant Wikipedourien all en ur vont d'an Ti-chopin pe dre ar pajennoù kendiviz. Evit kendivizoù war ar reolennoù pleustrek (aozadur ar wiki, emglevioù-pleustriñ, termenadurezh) e c'hellez skrivañ war pajennoù kendivizoù reolata

Ostilhoù enlinenn evit an termenadurezh

[kemmañ ar vammenn]

Bez e c'hellez implij ostilhoù enlinenn evit klask termenoù. Posubl eo lakaat anezho da vezañ gwiriekaet gant ar Wikipedourien diwar kinnigoù graet war pajennoù kendivizoù reolata

Reolennoù an doujañs hag ar chom neptu

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket dereat diverkañ pe cheñch ar pajennoù pe lod anezho hep displegañ perak war ar bajenn gaozeadeg, rak doujañs e-keñver ar Wikipedourien all eo ar bennreolenn.

Skrivañ gant ul lesanv, sinañ ha doareoù evit sinañ

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ret dit ober gant un anv gwir pe faos : ma ne rez ket ha pa gemmez un dra en ur bajenn e vez miret chomlec'h IP da urzhiataer (un degad sifroù gant poentoù) hag e weler anezhañ pa yaer d'an ivinig "istor". Gwelloc'h eo kemer ul lesanv, rak komprenet e vo diouzhtu emañ ar memes den a-dreñv. Ouzhpenn-se e c'heller adenvel ar pennadoù ha kemer perzh er votadegoù. N'eus ket ret kemer un anv splann, met graet e vez gant tud 'zo.
Arabat lakaat e les(anv) war ar pajennoù. Daou zoare evit sinañ : skeiñ 3 pe 4 zildenn (deiziad+eur+lesanv) pe implij ar voest-skridaozañ a-us d'ur pennad e vezer oc'h aozañ. Ar sinadur klok a vez lakaet diwar pouezañ war an eil nozelenn diwezhañ.

Rummadoù hag isrummadoù

[kemmañ ar vammenn]

Posupl eo krouiñ ar rummadoù hag an isrummadoù dre al lavarenn '''{{Rummad:ma rummad}}''' da vezañ lakaet en ur pennad nevez pe gozh.

Un isrummad a vez krouet evel ur rummad, met pa vez skrivet ur rummad uheloc'h war he fajenn e teu da vezañ ur isrummad hag ar rummad uheloc'h a c'hell bezañ war bajenn ur rummad uheloc'h e live, met posupl eo d'ur rummad bezañ war div bajenn rummad disheñvel
N'eus harz ebet da niver ar rummadoù a c'hell bezañ skrivet war ur bajenn.

Pa vez ouzhpennet ur rummad d'ur pennad ez a titl ar pennad-mañ da vezañ skrivet war pajenn ar rummad-se ez-aotomatek.

Taol evezh !
Arabat skrivañ ur rummad hag un isrummad dezhañ evit ar memes pennad (mont da wiriekaat petra a zo bet skrivet war o fajennoù).

Pajennoù adkas (adkasoù)

[kemmañ ar vammenn]

Ur bajenn adkas pe un adkas a zo ur bajenn savet evit kas ar gweladenner d'ur bajenn all ez aotomatek.

An ereadur evit un adkas a zo :

#REDIRECT [[titl ar bajenn dermen]]

Taol evezh ! Evit ma vo graet an adkas, e tle al linenn-mañ bezañ an hini gentañ war ar bajenn adkas.

Diwar patromoù e teu frazennoù pe frammoù da vezañ silet ez aotomatek. Amañ emaint.

Goulenn ma vo adaozet ur pennad

[kemmañ ar vammenn]

Gallout a rez goulenn ma vo adaozet ur pennad ma'z ez war amañ

Heuliañ labour ar verourien

[kemmañ ar vammenn]

Kemer perzh er votadegoù !

[kemmañ ar vammenn]

War ar Wikipedia, digor eo an divizoù war ar merañ.
Savet e vo votadegoù ma vez splann ez eus mennozhioù disheñvel war an danvez, an neptuegezh, ar rummadoù hag all (hag ar skritur hag ar geriaouiñ, evel-just). Pajenn ar votadegoù a zo amañ.

Statistikoù war ar wikipedia e brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]

 

Wikipedia e yezhoù all

afrikaneg - albaneg (Shqiptare) - alamaneg (Deutsch) - elzasianeg (Elsässisch) - saozneg (English) - saozneg simpl (Simple English) - arabeg (العربيّة) - armenieg - azerieg - alamaneg izel - Saos isel (Plattdüütsch) - euskareg (Euskara) - bieloruseg (Беларуский) - bosnieg (Bosanski) - bulgareg (Български) - daneg (Dansk) - esperanteg (Esperanto) - spagnoleg (kastilhaneg) (Español) - estoneg (Eesti) - finneg (Suomea) - frizeg (Frysk) - galisianeg (Galego) - galleg (Français) - gouezeleg Bro-Iwerzhon - gresianeg modern (Ελληνικά) - gwaranieg (avañe'ẽ) - hebraeg (עברית) - hindi (हिन्दी) - hungareg (Magyar) - indonezeg (Bahasa Indonesia) - interlingua - islandeg (Íslenska) - italianeg (Italiano) - izelvroeg (Nederlands) - japaneg (日本語) - javaneg - jorjianeg (ქართული) - kachoubeg (Kaszëbsczi) - kannada (ಕನ್ನಡ) - kachmireg - katalaneg (Català), valensianeg (Valencià) - kembraeg (Cymraeg) - koreaneg (한국어) - korseg (Corsu) - kroateg (Hrvatski) - kurdeg (Kurdî) - latin (Latina) - latveg (Latviešu) - lituaneg (Lietuvių) - luksembourgeg (Lëtzebuergesch) - maorieg - makedoneg (македонски) - malaieg (Bahasa Melayu) - malayalameg (മലയാളം) - malgacheg - marateg (मराठी) - nahuatl - naoruan (Nauruose) - norvegeg (Norsk) - okitaneg - ourdoueg (اردو) - pachtoueg (پښتو) - pendjabeg - perseg, farsi (فارسی) - poloneg (Polski) - portugaleg (Português) - roumaneg (Româna) - rusianeg (Русский) - sanskriteg - serbeg (Српски) - serbeg-kroateg - sinaeg (中文) - sloveneg (Slovensko) - slovakeg (Slovenčina) - sothoeg ar su - suedeg (Svenska) - swahili - telougou - tagalog - tamouleg (தமிழ்) - tatareg (Tatarça) - tchekeg (Česky) - thaï (ไทย) - tibeteg - tok pisin - turkeg (Türkçe) - turkmeneg - ukraineg (Українська) - vietnameg (Tiếng Việt) - volapük - walloneg (walon) - yiddish (ייִדיש) - yoroubeg - zouloueg