Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15 bloaz 2007

Eus Wikipedia

09/04/2007 — 15/04/2007

skrivañ un dra bennak er pemzekvet sizhun eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Ti-chopin>Tavarn

[kemmañ ar vammenn]

Dre ur vot ez eus bet divizet adbadeziñ an ti-chopin e tavarn. Ma na sav ket enebadennoù kreñv e vo graet ar cheñchamantoù dindan eizhteiz.Benoni 9 Ebr 2007 da 00:37 (UTC)[respont]

Maskaradenn

[kemmañ ar vammenn]

Div skeudenn chomet sac'het er pennad Maskaradenn. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2007 da 08:20 (UTC)[respont]

Trugarez. N'ouzon ket re penaos ober evit ar mare. Emaon o vont da guzhat anezhe da c'hortoz ma vint disac'het.--Kadwalan 9 Ebr 2007 da 16:47 (UTC)[respont]
Ma kuzhez anezho er sac'h ne vint ket disac'het biken +. Shelley Konk 11 Ebr 2007 da 04:01 (UTC)[respont]
Ne vefe ket gwall vrav o lezel e-kreiz an abati, kement... N'eo ket bet gwall frouezhus ma strivoù evit degas poltredoù nevez war wikicommons betek henn. Setu vo ret gortoz--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 11:42 (UTC)[respont]

Pennadoù da sevel (listennad nevez)

[kemmañ ar vammenn]

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Hed ‎(1012 liamm)
  2. Etrekumuniezh ‎(1009 liamm)
  3. Kod post (1002 liamm)
  4. Pastell-vro votiñ (997 liamm)
  5. Z (lizherenn) (196 liamm)
  6. R (lizherenn) (196 liamm)
  7. G (lizherenn) ‎(194 liamm)
  8. F (lizherenn) (194 liamm)
  9. Ⅎ (lizherenn) (194 liamm)
  10. ʌ (lizherenn) (194 liamm)

Trugarez, Benoni 9 Ebr 2007 da 10:16 (UTC)[respont]


Añforenn/Amforenn

[kemmañ ar vammenn]

Plijout a rafe din a-walc'h kavout ali izili all diwar-benn pennger ar pennad amforenn zo da vezañ skrivet añforenn e peurunvan da'm soñj. Evit ar mare n'omp ken daou o vezañ kaozeet eus se hag e talc'h pep hini d'e soñj.

Displeget em eus ma soñj war pajenn ar gaozeadenn met marteze e c'hallan adskrivañ berr-ha-berr ar pezh am eus lavaret. Direizh eo ar ger amforenn. Añforenn eo ar stumm reizh e peurunvan. N’eo ket diabeg eo bet choazet skrivañ añforenn gant ar geriadurioù a-vremañ. Daveoù : Geriadur R. Hemon (anforenn), ar Geriadur istorel, hini Favereau, hini R. ar Porzh, Geriadur an Here. Menegomp ouzhpenn c’hoazh an Notennoù diwar benn ar Gelted kozh (p.41 ha kement zo), levr istor 6vet klas an embannadurioù TES (p. 80) ha barzhonegoù Anjela Duval (« Kanenn-bobl a Vro-Gambodj »).

Trugarez--Kadwalan 9 Ebr 2007 da 16:54 (UTC)[respont]

Pennlizherenn

[kemmañ ar vammenn]

Daoust ha lakaet e vo atav ur bennlizherenn e deroù ar penngerioù? Mat eo evit an anvioù divoutin met pas evit an holl c'herioù me gred. N'eus ket tu da gemm an dra-se?--Kadwalan 9 Ebr 2007 da 16:56 (UTC)[respont]

Setu, an ti-chopin a zo deuet da vezañ an davarn!!! Benoni 9 Ebr 2007 da 22:07 (UTC)[respont]

Ur chopinad Korev mar plij. Shelley Konk 11 Ebr 2007 da 04:03 (UTC)[respont]

Kemmoù war tu-kleiz ar skramm

[kemmañ ar vammenn]

Komprenet 'm eus penaos e veze cheñchet tu-kleiz ar skramm, setu 'm eus kaset un nebeut kemmoù a oa bet goulennet gant tud 'zo Taol lagad Benoni 9 Ebr 2007 da 22:07 (UTC)[respont]

Titl reizh, Loeiz XIV a Vro-C'hall, pajenn naetaet ganin; Titl fall, Loeiz XIV Bro-C'hall, pennad klok-tre. Penaoen em dennañ? A galon. Klaod. Kadbzh 10 Ebr 2007 da 12:46 (UTC)[respont]

Boden setu am eus savet ur pennad doubl adarre, hep goût din. Respet deoc'h ne gredan ket e vefe mat an doare da skrivañ anvioù tud heuliet gant a evit merkañ o orin. Setu din-me ez eo reishoc'h skrivañ Loeiz XIV Bro-C'hall evit Loeiz XIV a Vro-C'hall. Ez an da glask un nebeud skouerioù met marteze e c'hallfe unan bennak dispeglañ perak e vefe gwelloc'h gant a? A galon--Kadwalan 10 Ebr 2007 da 13:41 (UTC)[respont]
Mat e vije menegiñ Roll an unpennoù gall e pep pennad.
Sonj am eus eus pennadoù db envel pegiz envel ar roueed. Gant Fulup? Ur merour a laro dimp pelec'h emaint? Shelley Konk 11 Ebr 2007 da 04:30 (UTC)[respont]
Trugarez evit da respont. Ne ouien ket e oa ur Roll an unpennoù gall. Ne blij ket din kalz ar pezh a lennan ennañ avat : "a vro c'hall" e pep lec'h, m'hen argas! Unpennoù a gavan ivez un tamm souezhus. Gwir eo emañ e geriadur Roro. Gant "rieged" am bije graet.--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 12:17 (UTC)[respont]

E-touez an traoù mat amañ unan: an doare da envel ar pennoù kurunennet. Neuze, kemm anv ar pennad. Hag ober evel er pennadoù all: mat e vije sellout oute un tamm. Kergidu 11 Ebr 2007 da 08:53 (UTC)[respont]

Kontant on d'ober e-giz ar re all met gwelloc'h e vefe din e vefe skrivet e-giz boas e brezhoneg da gentañ penn.--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 12:17 (UTC)[respont]
An doare reizh e brezhoneg a zo d'am soñj: Loeiz XIV a Vro-C'hall, pe Loeiz XIV (Frañs)...Benoni 11 Ebr 2007 da 09:13 (UTC)[respont]
Boden, ha skouerioù az teus evit gounit ac'hanon da'z soñj? Ne'm eus ket kavet skouerioù eus an heuliad "anv badez + niver (+ a?)+ anv bro " c'hoazh. Kavout a ran kentoc'h an heuliad "anv badez + niver + skej + roue + anv bro "
  • stourm ouzh nerzhioù Edouard I, roue Bro-Saoz. Ar Bed Keltiek. N. 128 P. 198
  • iriennoù CHarlez VIII, roue Bro-C'Hall. HAN. n. 2 p. 7
  • Daouzek vloaz e oa Anna Breizh Kentelioù Istor SADED n. 2 p. 7
  • Frañsez kentañ, roue Bro-C'Hall, a gemenn gallekaat anvioù an dud. Istor Hanveg P. 174
  • Ur Gall a werzhas Arzhur da Yann, roue Bro-Saoz Feiz Ha Breizh 1929 P. 464
  • Mari Stuart, bet rouanez Bro-Skos. Ur Zac'had Marvailhoù p. 84
  • Loeiz XVI, roue Bro-C'hall, Dornlevr kentelioù istor pevare klas Diwan (n'eo ket niverennet mat ar pajennoù)--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 12:17 (UTC)[respont]
Na roan nemet ma soñj. Graet e vez Loeiz XIV gant an holl. Tra ken. Evit-se e gred din e vije trawalc'h Loeiz XIV (Frañs) pe Loeiz XIV (Bro C'hall) pe neuze ma fell dit un "anv familh" Loeiz XIV Bourbon. Met Loeiz XIV Bro C'hall, nann. N'eo testeniekaet neblec'h kennebeut Taol lagadBenoni 11 Ebr 2007 da 12:30 (UTC)[respont]
Gwir eo betek-henn met daoust ha disheñvel-mat eo diouzh ar pezh a lennan e Brézél Diskrap Kouhlé ha Buohed Koulé : "Deit e zo bet d’em goulen é pridereh Find, mab Ros er ru, roué Linstér ; Kaérpré er Hannour bras, roué Tara, roué Bro Ulad, Konor, mab Fachtna Fahach.". A-du emaon gant ar stummoù kinniget Loeiz XIV (Bro-C'hall) pe Loeiz XIV (Frañs). Splannoc'h e vefe gant Loeiz XIV, roue Bro-C'hall din-me, e-giz er brasañ niver eus ar skouerioù kavet. Mat eo an holl goude holl met pas re e-giz "Yannig XVII a Vro-C'hall", mar plij. Ha daoust ha maoien zo kemm an dra-se pa vez kavet un tu bennak?--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 13:23 (UTC)[respont]

Kemm e penn an davarn

[kemmañ ar vammenn]

Ur c'hemmig am eus kaset e penn ar bajenn Tavarn. Emichañs e yelo deoc'h.Benoni 10 Ebr 2007 da 21:43 (UTC)[respont]

Sed a lennan:

  • "en un doare distenn" : tro-lavar c'hallek. "Sioul ha dichipot" a ginnigan. Gwelloc'h a vo kavet gant tud all.
    • Tavarn ar sizun • "zh", por favor.

A-hend-all, ma tibaber TAVARN, arabat lakaat "AN davarn". Pe neuze e lakaer "an degemer", "ar wikipedia", ar gumuniezh... Shelley Konk 11 Ebr 2007 da 04:18 (UTC)[respont]

Setu ur gemenadenn resevet ganin, digant unan bennak n'en deus komprenet netra:

[kemmañ ar vammenn]

Vous êtes ici sur la wikipedia bretonnante, où on rédige les articles en breton! Si vous n'aimez pas les "groupuscules bretonnants" il y a une wikipedia francophone, où existe un article fr:Vitré, que vous pouvez améliorer tout à loisir. Et désolé, mais le français n'est pas ma langue maternelle! Et je suis loin d'être le seul dans ce cas ici. Benoni 3 Meu 2007 da 18:59 (UTC)[respont]

Bonjórn a vóz!

[kemmañ ar vammenn]

Depuis quand le breton est la langue maternelle d'habitants de la Bretagne? Tout le monde parle le français, alors arrête ton char ben-hur! De plus, si j'ai fait un article sur ma ville, c juste pour enrichir votre wikipédia car les articles ne sont pas du tout développés. C'est d'une pauvreté déconcertante! Je suis breton et fier de l'être... mais quand je vois des gens comme vous, vous me faites penser à un extrêmiste indépendantiste...

Et sachez une chose... La Bretagne n'est pas réduite au Finistère ou dans la partie «bretonnante». Elle comprend l'intégralité de la région historique. Pour votre gouverne, la Haute-Bretagne s'est toujours battue pour l'indépendance du Duché. Et sans elle, la Bretagne n'aurait pas été ce qu'elle est aujourd'hui. Mettez votre chauvinisme au placard et tentez d'enrichir wikipédia en toute neutralité, ce qui fait partie des règles encyclopédiques de base.

D'avance... TRUGAREZ! :P 212.234.69.49 11 Ebr 2007 da 08:00 (UTC)[respont]

Mat e vefe dit klask skrivañ e saozneg war ar wikipedia gallek (pe ar c'hontrol) kement ha gwelet ha strizh eo hon spered... (aller, je traduis...) Tu devrais essayer d'aller écrire en anglais sur la wikipedia en français (ou le contraire) pour voir si nous somme si borné que cela. --Kadwalan 11 Ebr 2007 da 12:23 (UTC)[respont]
J'ai bien peur que vous n'ayez rien compris à la logique de wikipedia. Ceci est un wikipedia bretonnant et non un wikipedia de la Bretagne. Si vous voulez travailler sur la Bretagne en français, allez le faire sur le wikipedia francophone, qui n'est pas un wikipedia français (même si certains font comme si). Et si qqn ici veux faire un article développé sur Vitré il pourra s'il le souhaite lire ce que vous aurez écrit sur le wikipedia francophone. Et si vous voulez écrire en gallo, il ne tient qu'à vous de créer un wikipedia en gallo. Benoni 11 Ebr 2007 da 12:16 (UTC)[respont]

Daou bennad Émile Souvestre hag Emile Souvestre. Klaod. Kadbzh 12 Ebr 2007 da 07:20 (UTC)[respont]

Ur spont eo ar sklabez zo e-barzh al lennegezh (rummad:lennegezh: hag ar rummadoù! ur rumm levr, levrioù, skrivagner, skrivagnerien, ... Bianchi-Bihan 12 Ebr 2007 da 08:36 (UTC)[respont]

Kuzuilhet eo start d'ar genlabourerien nevez lenn ar mod implij. N'eo ket kuzuliañ a vez skrivet ken? N'eus ket kemmesk gant fuzuilhañ? Shelley Konk 13 Ebr 2007 da 05:20 (UTC)[respont]

Ar gwir 'p eus difaziañ war eeun ar fazioù reizhskrivañ...Benoni 13 Ebr 2007 da 10:22 (UTC)[respont]

Karl Veur en deus ur mab-bihan anvet Charlez ar Moal. Gwashat ma emdro buan ar yezhoù! Bianchi-Bihan 15 Ebr 2007 da 07:55 (UTC)[respont]

Pa labouran (a-wechoùigoù) war ar wiki italianek e welan "Bar" e korn kleiz pep pennad. War ar wiki brezhonek ne welan mann. Koulskoude em bez sec'hed a-wechoù. Bianchi-Bihan 15 Ebr 2007 da 08:19 (UTC)[respont]

Bez zo "tavarn" ivez e korn kleiz pep pennad (gw. dindan "kemer perzh"). Graet 'm eus ar c'hemm nebeudig zo dija, goude ma tije goulennet ganin c'hoazh.Benoni 15 Ebr 2007 da 10:02 (UTC)[respont]
Kentañ goulenn din koulskoude.
A-raok lugañ (ha goude dilugañ) e welan. Goude lugañ ne welan ket ken. Piv a c'hallo lavarout din petra zo kaoz? Bianchi-Bihan 16 Ebr 2007 da 01:09 (UTC)[respont]
Gw. amañ: [1]. Benoni 16 Ebr 2007 da 10:03 (UTC)[respont]
Eil goulenn: moarvat 'z eus ur gudenn gant da vonobook pe gant da urzhiataerezh. Me kennebeut ne welan ket resis an hevelep tra war pep urzhiataerezh... Met war ma hini eo splann al liamm davet an davarn e korn kleiz pep pennad...Benoni 16 Ebr 2007 da 10:08 (UTC)[respont]

Daou bennad, Frankfurt am Main ha Frankfurt, a-zivout an hevelep gêr. Diwallomp! Bout'zo ur Franfurt arall. Kadbzh 15 Ebr 2007 da 13:19 (UTC) Graet ar bajenn digejañ ganin. Bianchi-Bihan 16 Ebr 2007 da 01:06 (UTC)[respont]