Kaozeal:Amforenn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Enteuzet gant ar pennad-mañ ar pennad Añforenn. Lakaet ar pennad pennañ dindan an titl "Amforenn" dre ma klota ar stumm-mañ koulz gant an hini implijet gant Vallée ha gant e etimologiezh c'hresianek. Bez' e c'hell an neb a fell dezhañ/i dont da gaozeal diwar-benn ar stumm reishañ amañ war ar bajenn-gaozeal hag kemmet e c'hellfe bezañ da c'houde hervez ur c'henasant. Betek-hen e vez pedet ouzh an implijerion doujañ d'ar stumm bet implijet bremañ kentoc'h evit kregiñ da vrezeliñ. Trugarez.

--Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 14:53 (UTC)

Dont a ran en-dro war ar bajenn-mañ dre zegouezh hag e tizoloan eo bet kemmet ar pennger hep goût din abalamour ma oa bet savet ur pennad amforenn anes goût doare din, un tamm kent. Din da c'houzout e vez graet gant anforenn e geriadur R. Hemon, gant añforenn e geriadur an Here, en hini Favereau hag e levr istor TES. Perak mont da gerc'hat « amforenn » e geriadur tata Vallée? Ar wikipedia n'eo ket ur geriadur etimologiezh. Dleet mat ober gant ar stummoù en implij hiziv an deiz. --Kadwalan 29 Meu 2007 da 14:06 (UTC)

implij gant piv? sed aze ar gudenn. heñvel eo din, graet gant ar stumm "amforenn" peogwir eo ret dibab ha kavet am boa gwell dibab ar stumm tostañ ouzh ar stumm orin, setu tout. N'eo ket me a zo aet da glask e geriadur Vallée ivez peogwir n'emañ ket ganin. N'eus forzh penaos, n'on ket chalet gant ar stumm implijet da bebger na tamm ebet. Pennadoù doubl a oa ha ret o enteuziñ dindan un titl nematañ. Mat e vefe mont e darempred gant Bianchi-Bihan bet savet ar goulenn gantañ er penn-kentañ ha bet savet ar pennad all gantañ evit en em renkañ kenetrezoc'h ho-taou ha neuze e vo lakaet an titl a gav gwelloc'h deoc'h. A galon, Neal (Kaozeal) 29 Meu 2007 da 16:13 (UTC)


Direizh hag untuek e kavan an enteuzadenn-mañ.

Untuek eo abalamour ma n’eus ket bet kaoz eus nep enteuzadur er bajenn kaozeadenn en a-raok evit reiñ an tu d’an eil pe d’egile da reiñ e soñj. Ha mallus e oa ober diouzh goulenn BB?

Direizh eo abalamour ma ne zouj ket ouzh unan eus reolennoù ar wikipedia : skrivañ e peurunvan. Añforenn eo ar stumm reizh e peurunvan. N’eo ket diabeg eo bet choazet skrivañ añforenn gant ar geriadurioù a-vremañ, me gred. Roet am eus daveoù splann : geriadur R. Hemon, ar geriadur istorel, hini Favereau, hini R. ar Porzh, geriadur an Here. Menegomp ouzhpenn c’hoazh an Notennoù diwar benn ar Gelted kozh (p.41 ha kement zo), levr istor 6vet klas an embannadurioù TES (p. 80) ha barzhonegoù Anjela Duval (« Kanenn-bobl a Vro-Gambodj »). Kavout a rafen iskis gwelet unan bennak oc’h en em c’houlenn gant piv e vez implijet ar ger-mañ goude-se.

Dispredet eo ar stumm « amforenn » ha ma vefe da vezañ degemeret, pezh a gavan diezhomm dre ma ne vez ket implijet hiziv an deiz, e vefe da vezañ degemeret evel eilstumm hepken ha n’eo ket evel pennger.--Kadwalan 1 Ebr 2007 da 15:52 (UTC)


Amforennoù Amfitrion[kemmañ ar vammenn]

Evel skrivet war ma fajenn emginnig
  • e ran gant geriadur Vallée, hag eveltañ e kavan furoc'h ober gant amforennoù, setu n'evan ken nemet gant se ken: ar son hag ar blaz a blij din, dezhañ moarvat e rae ivez ; eus un añforenn avat n'ajen ket d'evañ.
  • pa vezont dre skrid avat ne ran ket war dro an amforennoù ken , na war-dro Hellaz kozh nemet em levrioù, abaoe ur pennad. Ar perag zo skrivet ivez.
Kavout a ran e klot brav ar ger gant nimfenn, hag evel just Amfion, Amfitrion, Amfitrit, hep ankouaat Amfiloc'hos.
Bianchi-Bihan 29 Meu 2007 da 16:46 (UTC)