Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 16 bloaz 2007

Eus Wikipedia

16/04/2007 — 22/04/2007

skrivañ un dra bennak er c'hwezekvet sizhun eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu


Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)[kemmañ ar vammenn]

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Hed ‎(1012 liamm)
  2. Etrekumuniezh ‎(1009 liamm)
  3. Pastell-vro votiñ (999 liamm)
  4. Ⅎ (lizherenn) (200 liamm)
  5. ʌ (lizherenn) (200 liamm)
  6. Ɠ (lizherenn) (198 liamm)
  7. Ɔ (lizherenn) (198 liamm)
  8. W (lizherenn) (198 liamm)
  9. Tsh (lizherenn) (198 liamm)
  10. Q (lizherenn) (198 liamm)

Trugarez,Benoni 16 Ebr 2007 da 00:19 (UTC)[respont]

Evit ur bureviad[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)[respont]

gerioù didalvez a vez implijet![kemmañ ar vammenn]

N'on ket laouen tamm ebet!!! O klask traoù diwar benn a douaroniezh e oa ha kavet m'eus oa un den oc'h implijout gerioù 'giz : jeografi, siañs, informatik... mezhus eo pa ouezer ez eus gerioù e brezhoneg hag a zo mil anavezet evit-se. Hiriv an deiz er skolioù 'vez desket an douaroniezh ha ket ar jeografi. Mat vije displegañ dan den e rank pep yezh kaout e gerioueg. keno

Ho emzalc'h ha pizmigadennoù eo a zo mezhus. Ar pennadoù-se zo bet skrivet 2-3 bloaz 'zo gant tud n'emaint ket ken war wikipedia. Ur sapre stourm eo bet lakaat ar wikipedia brezhonek e brezhoneg hag e peurunvan, a-enep d'ar robinhoudegerien; stourm gounezet a drugarez da Fulub, Neal hag un nebeut tud all. Tamm-ha-tamm e vez diverket pe troet ar pennadoù skrivet e briz-vrezhoneg. Chom a ra un nebeut pennadoù fall war a seblant (pas kalz din da c'hoût), met deuit da sikour ac'hanomp e plas pizmigañ! Benoni 17 Ebr 2007 da 11:22 (UTC)[respont]

Gwir, n'eo brav diskoachañ seurt pennadoù. ne'm boa ket o gwelet biskoazh ha mod all em bije kemmet anezhe, evel ar brasañ eus ar genlabourerien moarvat. Traoù kozh zo da cheñch hag an doare gwellañ d'en ober pa ne blijont ket dit eo kregiñ e-barzh e-giz ar re all abalamour ma n'omp ket niverus ha n'hallomp ket ober pep tra ha mont buan war un dro.--Kadwalan 17 Ebr 2007 da 12:00 (UTC)[respont]

Krouet zo bet ganin ur patrom "brezhonekaat". An holl pennadoù gant ar patrom-se a ya diouzhtu er rummad Rummad:Pennadoù da gempenn. Setu ma fell deoc'h kenlabourat da beurvrezhonekaat ar wiki brezhoneg e c'hellit mont di ha kempenn ar pennadoù enno. Pennadoù 'zo a zo "istorel" Taol lagadBenoni 20 Ebr 2007 da 22:02 (UTC)[respont]

Koll amzer[kemmañ ar vammenn]

Gwir eo n'eo ket brav diskoachañ labour taolet d'ar blotoù. Brav e vije dit lezel ar pezh a skrivan er pennad Jakez Iañ. Mont betek brezhonekaat anvioù n'int ket brezhonek Jaime, James, Jacques... Bernez Bernioù 17 Ebr 2007 da 13:47 (UTC)[respont]
Plijout a ra dit klask hegaziñ an dud. Ma oa ken fall an droidigezh, perak neuze az teus ouzhpennet da-unan tud er memes anv, troet er memes doare.--Kadwalan 18 Ebr 2007 da 13:11 (UTC)[respont]

Tiernelezh/tierniezh[kemmañ ar vammenn]

Kadwalan a zo kroget da gemm a-daol trumm an holl tiernelezhioù e tierniezh pa na oa savet ali a-stroll ebet war ar gudenn-se. Yun a oa a-enep da skouer; Fulub (eus Ofis ar brezhoneg) a ra gant tiernelezh; me eo ingal din, met graet 'm eus atav gant tiernelezh. Ouzhpenn-se e ra fazioù : Kentañ tiernelezh warn-ugent a vez lâret. A-ziwar-se: XXIañ tiernelezh ha pas XXIet tiernelezh. Ouzhpenn-se an diveradur a zo "vet"/vet ha pas "et". Setu na gavan ket dereat tamm ebet emzalc'h Kadwalan. Benoni 18 Ebr 2007 da 12:02 (UTC)[respont]

Da gentañ ne'm eus ket kemmet ar berradurioù nemet en un degouezh, hini ar XXIvet tiernelezh. Setu am eus graet UR fazi. Anzav a ran, Mea Culpa.

Evit pezh a sell reizhañ ar ger tiernelezh evel am eus graet : Ne gomprenan ket ar pezh a lavarez Benoni. Ur fazi yezh eo. Ne gred ket din en dije lavaret Fulub e oa a-enep ar reizhadenn amañ hag ouzhpenn e c'hallo pep hini kavout troidigeezh ar ger dynastie/tierniezh war lec'hienn an Ofis amañ. Kaozeet em eus pell diwar-benn an dra-se en davarn amañ kuit da feukañ den ebet. TE da unan (pe ez eo ur Benoni all) az toa lavaret (amañ) e vefe goulennet GANIT digant ur bot lakaat ar ger "tierniezh" e-lec'h "tiernelezh" abalamour ma oas a-du ha ma oa ur bern labour. Tremen miz zo. Me gave din e oa graet. Pa'm eus gwelet ne oa ket graet em eus boulc'het al labour ma-unan. Ne welan ket petra zo direizh pe dizereat em emzalc'h o kemm fazioù yezh war-eeun.

Disklêriañ a rez ez eo ingal dit peseurt ger implijout met krog on da soñjal n'eo ket tamm ebet o welet tout an traoù-se. Gwelloc'h e vefe lavarout an traoù en un doare splann neuze. Daoust hag eñ ez eo abalamour ma'z eus bet savet ur c'halz eus ar pennadoù-se ganit?? Koulskoude ne glaskan ket o distummañ tamm a-grenn. Ken nemet ober ur reizhadennig yezh anat. Pe neuze ez out a-enep ar ger met ur wezh ouzhpenn ne gomprenan ket perak o vezañ ma'z eo ar ger reizh da vezañ implijet hervez an Ofis, Geriadur ar Glev (daoust ma c'hallfed ober gant dinastiezh ivez) hag o vezañ ma talvez "tiernelezh" un dra all, anat. Displegañ din mar plij. Ha trugarez d'ar re all da lavaret o soñj war ar c'hraf-se peogwir on arru un tamm skuizh gant ar rendael diabeg-mañ diwar gerioù asur ar ster anezhe ha dre'm eus devet ma zoazennoù hiziv abalamour da se!--Kadwalan 18 Ebr 2007 da 13:09 (UTC)[respont]

E pelec'h ez eus bet kaoz eus an dra-se en davarn gant Yun?--Kadwalan 18 Ebr 2007 da 13:25 (UTC)[respont]

Setu respont Yun pa 'm oa goulennet digantañ ober ar c'hemm: [1].Benoni 18 Ebr 2007 da 14:08 (UTC)[respont]
N'em eus ket amzer klask alioù all, met soñj 'm eus bezañ lennet ali Fulub, Bianchi Bihan ha Ch Rogel en ul lec'h bennak. Ma 't eus c'hoant cheñch pep tiernelezh e tierniezh, gra, met hep robot e vo ur sapre labour torr-penn. Evel-se e weli em oa kroget d'ober gant tierniezh er penn-kentañ, a-raok kemm o welout e veze graet tiernelezh gant Fulub. Kalon vat dit!Benoni 18 Ebr 2007 da 14:12 (UTC)[respont]

Trugarez da vezañ respontet. Gwir eo e vo torr-penn met nebeutoc'h evit lenn traoù direizh. Evit adenvel ar rummadoù avat en em gavan tapet. N'on ket evit o c'hemm. Daoust ha ret e vefe sevel ur rummad gant an anv tierniezh bep tro??? Goulet em eus skoazell digant Yun en-dro.--Kadwalan 18 Ebr 2007 da 14:25 (UTC)[respont]

patrom "brezhonekaat"[kemmañ ar vammenn]

Krouet zo bet ganin ur patrom "brezhonekaat". An holl pennadoù gant ar patrom-se a ya diouzhtu er rummad Rummad:Pennadoù da gempenn. Setu ma fell deoc'h kenlabourat da beurvrezhonekaat ar wiki brezhoneg e c'hellit mont di ha kempenn ar pennadoù enno. Pennadoù 'zo a zo "istorel" Taol lagadBenoni 20 Ebr 2007 da 22:02 (UTC)[respont]

Gwilherm roue bro-Skos Kadbzh 27 Mae 2007 da 11:55 (UTC)[respont]