Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 27, bloaz 2024

Eus Wikipedia

01/07/2024 — 07/07/2024

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun warn-ugent eus 2024 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Anvioù ar strolladoù politikel

[kemmañ ar vammenn]

Hiziv ez eus ur meskaj etre anvioù gallek (Parti Socialiste…) ha re vrezhonek (Strollad Komunour…). Din e c’hallfed ober gant anvioù brezhonek, dreist-holl pa vez daveoù (kinniget gant ar strolladoù, mediaoù, Termofis…) pe pa vez anat an droidigezh (Strollad Sokialour, An Ekologourien…). E mediaoù saoznek ez eus kaoz eus Unbowed France (La France Insoumise) pe National Rally (Rassemblement National), da skouer. Met pouezusoc’h e vefe tizhout un emglev hag ober gant ar memes doare e pep lec’h. Petra a soñj deoc’h? Huñvreüs (kaozeal) 3 Gou 2024 da 18:48 (UTC)[respont]

Din-me ivez e c'haller ober gant anvioù brezhonek nemetken, en ur venegiñ ar vro en titl ma vez ezhomm : meur a d"Talbenn Vroadel" a zo pe a zo bet er bed da skouer. Lakaomp "Talbenn Vroadel (Bro-C'hall)" pe "Talbenn Vroadel (Belgia)". Fanchigo (kaozeal) 3 Gou 2024 da 22:31 (UTC)[respont]
Ne gav ket din e vefe ret degemer reolennoù re strizh er c'heñver-se. Parti pe socialiste zo gerioù aes da dreiñ (ha c'hoazh...), met Sinn Féin ha Vlaams Belang a chom Sinn Féin ha Vlaams Belang e kalz wikipediaoù (s.o. [1] ha [2]. La France insoumise ha Rassemblement National a chom evel m'emaint e kalz yezhoù ivez ([3], [4]). Ha memes e yezhoù ma vezer techet da dreiñ alies e lezer anvioù zo er yezh orin (s.o. en:Groen (political party)). --Llydawr (kaozeal) 14 Gou 2024 da 13:20 (UTC)[respont]
Kompren a ran da savboent, met e Termofis ez eus troidigezhoù evit Parti socialiste, Parti communiste, pe c’hoazh Rassemblement national (n’eus ket evit Vlaams Belang), neuze ne welan ket perak ne c’hellfent ket bezañ implijet, ha pa vefe titl ar pennad hini ofisiel ar strollad. Hag er wiki saoznek, da skouer, eo La France Insoumise titl pennad ar strollad, met n’eo ket difennet ober gant France unbowed e pennadoù all. Huñvreüs (kaozeal) 14 Gou 2024 da 16:03 (UTC)[respont]
Neuze emaomp akord : anvioù zo a c'heller treiñ, met n'eo ket ret treiñ an holl. Ha Plaid Cymru a chomo Plaid Cymru. --Llydawr (kaozeal) 28 Gou 2024 da 09:44 (UTC)[respont]
Dre vras e tleer ober gant ar pezh a vez gwelet er wask brezhonek. N’eus ket da dortal pa vez kaoz eus ar strolladoù koshañ, rak un anv brezhonek a ya ganto bloavezioù-pad, met e weler nemedennoù evel Plaid Cymru ivez.
E-barzh ‘’Bremañ, '’Ya!, Al Liamm’’, ‘’Aber’’ (aet da get) ha traoù kozh evel ‘’Ar Vro’’ pe ‘’Imbourc’h’’ e kaver meur a anv troet. Embannet eo bet ul levr politikouriezh gant TIR, nevez zo. Un hengoun « lennegel » hon eus da virout (ha da lakaat da chañch a-wezhigoù). Ch. Rogel (kaozeal) 8 Eos 2024 da 21:21 (UTC)[respont]