Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 24, bloaz 2022
Neuz
13/06/2022 — 19/06/2022
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak er bedervet sizhun warn-ugent eus 2022 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Vignette
[kemmañ ar vammenn]Meur a bennad em eus kavet na oan ket evit lenn abalamour da skeudennoù divent a oa skrivet enne "Vignette" e-lec'h "thumb" da-heul anv fichennaoueg ar skeudenn. En em c'houlenn a ran pegen kozh eo. Krog e oan da soñjal e oa bet degaset goude ar cheñchamantoù yezh dave zo bet. Ne vern avat. En em c'houlenn a ran hag eñ ne vefe ket moaien da reizhañ an dra-se en un doare emgefreek a-drugarez d'ur bot. --Kadwalan (kaozeal) 13 Mez 2022 da 14:21 (UTC)
- Ya, abalamour d’ar saozneg dre ziouer eo, ha ya, gallout a rafe ur bot ober ar reizhadenn. Emaon o soñjal sevel unan, met n’am eus ket amzer evit poent. Huñvreüs (kaozeal) 13 Mez 2022 da 14:54 (UTC)
- Marteze e c'hallfemp goulenn gant ur bot zo anezhañ dija ober al labour. Vigneron en deus ur benveg a c'hallfe servijout d'an dra-se ivez a gav din. Kadwalan (kaozeal) 13 Mez 2022 da 15:09 (UTC)
- Mankout a ra troidigezh ar ger thumb / thumbnail (heñvelster eo an daou) amañ. Petra a vo dibabet? Skeudennig, vignetenn? Pe meur a c’her, digudenn eo.
- Kement hag ober, mankout a ra re all ivez. Sellit ouzh ar restr gallek evit gwelout petra a c’hell bezañ troet. Gallout a reer labourat gant ur brouilhed en ul lec’h bennak, hag e rin ur goulenn kendeuziñ pa vo prest ar restr. Huñvreüs (kaozeal) 13 Mez 2022 da 15:47 (UTC)
- thumbnail abaoe 1852 ; TermOfis : imagette (thumbnail) | skeudennig | b. | skeudennoùigoù (studiet).
- Lezomp thumb ha mat pell zo : hollsaoznek eo HTML/CSS, ha berroc'h eo. 2A01:CB08:890E:C600:A02D:807C:6851:E855 13 Mez 2022 da 16:13 (UTC)
- Marteze e c'hallfemp goulenn gant ur bot zo anezhañ dija ober al labour. Vigneron en deus ur benveg a c'hallfe servijout d'an dra-se ivez a gav din. Kadwalan (kaozeal) 13 Mez 2022 da 15:09 (UTC)
| HTML (0.330 kB) | Wikicode (0.192 kB) | ||||||||||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|
- "Ivinenn" a dro "Tab / Onglet". "Meud" eo "thumb". 2A01:CB08:890E:C600:A02D:807C:6851:E855 13 Mez 2022 da 17:40 (UTC)
- @Kadwalan: Ya, tu zo din implij AutoWikiBrowser evit cheñch "vignette" peplec'h (700 pajenn zo). Met ur mennozh mat eo pe get? N'eus "skeudennoù divent" ebet ganin, heñvel zo ar pajennoù gant vignette, thumb pe thumbnail war ma skramm, marteze e teu ar gudenn d'eus an dra all? Ha gwelloc'h e vefe dibab un troidigezh ha cheñch ar restr php da gentañ (s.o. @Huñvreüs: mesaj a-us). PS: ne vefe ket fall da zreiñ en:Thumbnail ivez (ha « ivinenn » pe « meud » n'int ket un c'hamm ster a gav din). A galon, VIGNERON (kaozeal) 13 Mez 2022 da 19:14 (UTC)
- Ha bremañ e teu an IP boazet da livañ ar wiki evel ur wezenn Nedeleg, goude bezañ graet ar memes tra gant e liesgontoù, da gelenn ac’hanon. Biskoazh kement-all. Nann, evel-just, n’ouzon ket petra eo HTML, CSS, na Wikikod. Gortozit ’ta, mont a ran da reiñ ma dilez d’am embregerezh, ne c’hellan ket labourat ken.
- Lakaomp skeudennig, neuze. Huñvreüs (kaozeal) 13 Mez 2022 da 20:17 (UTC)
- @Kadwalan: digarez, m'eus ket sellet mat. Erlec'hiet m'eus "vignette" gant "thumb". A galon, VIGNERON (kaozeal) 14 Mez 2022 da 16:15 (UTC)
- Graet am eus ur brouilhed eus restr an troidigezhioù. Ennañ ez eus roll klok ar gerioù hud a zo anezho evit poent (n’eo ket diskwelet brav met digudenn eo, n’eus nemet ober gant kemmañ ar vammenn), hag an troidigezhioù bet graet dija. Ouzhpennet am eus re thumbnail. Gallout a ra pep hini kemmañ anezhañ evit sikouriñ. Diezhomm eo treiñ pep tra (gallout a ra msgnw chom didro, da skouer), brav e vefe treiñ ar gerioù a c’hell bezañ lakaet e brezhoneg. Pa vo echu e rin ur goulenn kendeuziñ ouzh an diorroerien. Huñvreüs (kaozeal) 15 Mez 2022 da 06:51 (UTC)
Kunujennoù
[kemmañ ar vammenn]Derc'hel a ra ar "c'hunujenner dianav" gant e c'hoari : . --Llydawr (kaozeal) 13 Mez 2022 da 20:31 (UTC)
- @Llydawr: IP stanket (1 sizhunvezh) ha pajenn diverket (s.o. Kaozeal:Bolvellaunium evit gouzout tost pep-tra). A galon, VIGNERON (kaozeal) 14 Mez 2022 da 15:35 (UTC)