Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 22 bloaz 2007

Eus Wikipedia

28/05/2007 — 03/06/2007

skrivañ un dra bennak en eil sizhun warn-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Roit hoc'h alioù[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj e c'hallfe pep hini eus an 10 pe 11 wikipedia-mañ kas ur c'hemenn bennak evel-hen d'ar c'hazetennoù. Lavarit 'ta petra a soñjit.

(Anv zo eus ar wikipedia brezhonek en Express (embannadur Breizh hepken) diwezhañ). Des articles de presse, comme Philosophie magazine de mai 2007, mentionnent de temps en temps le wikipédia français et ses 499 000 articles.

Rarement ces journaux et magazines français signalent qu’il s’agit d’une wikipédia francophone, et que tous les pays francophones d’Europe, d’Afrique, d’Asie, d’Amérique, d’Océanie, sont parties prenantes : le francocentrisme parisien est mondialement connu.

Encore plus rarement, autant dire jamais, ces journaux ou magazines français, quand ils parlent de wikipédia français, ne signalent les wikipédias dans des langues de France autres que le français (langues dûment répertoriées par la très officielle [Délégation générale à la langue française et aux langues de France] :

Ces langues peuvent être divisées en deux catégories :

  • les langues « françaises » transfrontalières (anticonstitutionnelles en France, généralement reconnues hors des frontières françaises), qui représentent 99 740 articles wikipédiens, ainsi répartis
    • le catalan 61 400
    • le basque 18 000
    • l’occitan 7 700
    • le francique (mosellan et luxembourgeois) 5 800
    • l’alémanique (qui inclut l’alsacien) 2 780
    • le normand (des îles anglo-normandes et du continent), 2 160
    • l’arpitan ou franco-provençal (Suisse et Val d’Aoste), 1 900
    • le flamand occidental, 1170.
  • les langues totalement incluses dans la république française qui représentent 19 570 articles wikipédiens, ainsi répartis:
    • le breton, 13 900
    • le corse, 5 200
    • le tahitien 470

Soit un total de 120 480 articles, qui sont aussi politiquement « français » que les 499 000 qui seuls retiennent l’attention des médias parisianocentrés. Il est vrai qu’ils ne sont pas politiquement corrects car rédigés dans des langues anticonstitutionnelles.

Il y a en fait 619 480 articles « politiquement français », mais seulement 499 000 qui sont politiquement corrects pour raison linguistique, à moins qu'ils ne soient linguistiquement corrects pour raisons politiques. Il y a donc un cinquième de la production en langues « françaises » qui est politiquement incorrect et qui, pour cette raison, n'est pas reconnu par la presse française, et ne mérite même pas d’être mentionné. Omerta. Grik ebet.

Shelley Konk 27 Mae 2007 da 22:51 (UTC)[respont]

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)[kemmañ ar vammenn]

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (216 liamm)
  2. Riezad (202 liamm)
  3. Rummouriezh (198 liamm)
  4. Chordata (193 liamm)
  5. Rann velestradurel (173 liamm)
  6. Anv skiantel (173 liamm)
  7. Vertebrata (128 liamm)
  8. Carnivora (124 liamm)
  9. Kambodja (113 liamm)
  10. Palestina (109 liamm)

Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 27 Mae 2007 da 23:06 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan en deus savet ar pennadoù-mañ: plac'h, merc'h, gwrac'h, paotrez, h.a.

Pa seller e weler n'eo ket ganin-me int bet savet, goude ma 'm eus graet tammoù kempenn da unan bennak anezho. Klask tabut n'eo ken. Bianchi-Bihan 28 Mae 2007 da 20:47 (UTC)[respont]
An holl a oar ha Bernez Bernioù ha Bianchi-Bihan a zo an hevelep den... Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 21:18 (UTC)[respont]
Ar c'hoant da gendeuziñ pennadoù ha da veskañ anvioù an dud ne dleje ket bezañ implijet enep yezhadur ar brezhoneg.Bianchi-Bihan 28 Mae 2007 da 22:06 (UTC)[respont]

Wikipedia n'eo ket ur geriadur, ha d'am soñj e vije ret kendeuziñ an holl pennadoù-se dindan an anv plac'h (ar pennad pennañ a zo dindan an anv merc'h evit ar mare) evit reiñ ar menoz: , , .

Soñj personel. Pennadoù all zo: fr:fille, es: hija, en:girl,en:daughter, en:lady, ha re all.
War a seblant n'eo ket nec'het ar Benoni gant ali an dud o deus labouret war-dro ar pennadoù-se. Bianchi-Bihan 28 Mae 2007 da 20:47 (UTC)[respont]
N'eus ket eus ar pennad ... Hag e gwirionez emaon a-du a-walc'h gant kinnig Kadwalan: kaout ur pennad Maouez hag ur pennad Plac'h. Ar pennadoù all a vije kendeuzet enno. Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 21:21 (UTC)[respont]

E gwirionez, n'eus stêr ebet kaout kement-se a pennadoù evit an hevelep tra. Krouiñ a ra kudennoù ouzhpenn-se: ur robot en deus lakaet war an holl pajennoù par (femme, woman, hag all) an dave davet gwrac'h evit ar brezhoneg!!! Ur wech ma vo bet resevet o evezhiadennoù, e vo tu ober ar c'hemm. Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 12:50 (UTC)[respont]

Un doare denel kenañ istimañ muioc'h labour ur robot eget hini an dud. Bianchi-Bihan 28 Mae 2007 da 20:47 (UTC)[respont]
a-du on penn-d-benn evel-just evel ma oar an hini bet savet ar pennadoù-mañ ivez rak kemennet e oa bet dezhañ kemendall dija. D'am soñj e vefe ar pp gwellañ kenstrollañ ar pennadoù dindan an titl "maouez". -- Merour (Neal) (Kaozeal) 28 Mae 2007 da 15:23 (UTC)[respont]
D'am soñj eo gwelloc'h kenstrollañ ar pennadoù dindan an titl plac'h (liester: merc'hed), hag a zo un den gwregel e reizh (gw. geriadur An Here) pa z'eo maouez un den gwregel e reizh deuet d'e vent (An Here c'hoazh). Neutreloc'h eo eta plac'h e-keñver oad... Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 15:37 (UTC)[respont]
Ne gav ket din eo gwall reizh evit abegoù o tennañ d'an ideologiezh kentoc'h evit d'ar yezh, setu n'in ket da enebiañ ouzhin, seul wezh ma vo meneget abeg an dibab, da skouer war-digarez daveenn geriadur an here. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 28 Mae 2007 da 16:09 (UTC)[respont]
Ma lezer
Kavout a reer ur pennad girl er wiki saozneg hag ur pennad fille er wiki gallek (daoust da hemañ ziwezhañ da dennañ d'ur pennad geriadur kentoc'h) ha pennadoù kevatal e yezhoù all. Setu marteze ez eus amañ danvez da sevel ur pennad sirius dindan ar pennger "plac'h". re zo re koulskoude, gwir eo. Er pennad "Paotrez" ha "merc'h" e vefe mat adkas war-zu ar pennad plac'h hepmuiken. Gwrac'h ne c'hall ket bezañ implijet da bennger evit ar maouezed rak ur ger dismegañsus eo evite.

A-du emaon ganeoc'h evit kendeuziñ anezhe. Da'm soñj e vefe mat end-eun ober gant ar pennger "maouez" a gaver e yezhoù all evel ar saozneg hag ar galleg e-kichen ar pennad plac'h. Gallout a rafed adimplijout ennañ ul lodenn eus ar pezh a gaver er pennad merc'h (db benvegad ar reizh da skouer) da gregiñ.--Kadwalan 28 Mae 2007 da 16:48 (UTC)[respont]

Gerioù dismegañsus all, evel pemoc'h, aze, ha me oar, n'hallont ket bezaén lakaet da benngerioù neuze? Betek pelec'h e ranker mont gant ideologiezh an dereadegezh? Sinet : ar Gouelan Masklet?
A-du penn-da-benn gant kinnig Kadwalan. Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 21:24 (UTC)[respont]
D'am soñj eo mezhus en em glevet da ziskar labour sirius, savet peuzkempenn, pa' z eus kemend-all a bennadoù siek a c'hallit kavout abeg enno, ha mont d'o gwellaat e-lec'h o zeodata. Aesoc'h diskar eget sevel.
Mat e vije da lod kregiñ, da skouer, gant kendeuziñ pennadoù evel silabenn ha lakaat er memes bragoù he fenn, he lost he revr, hag ar peurrest eus he c'horf (sellit ouzh lost ar silabenn, penn ar silabenn, ha me oar petra c'hoazh).
Mechañs n'eo ket, war-zigarez lakaat an urzh vat da ren e Warsovikipedia, ur barrad droukrañs trenk chomet war-lerc'h tabutoù kozh. Rak barzh ar gont-se, evel re all em raok dija, n'em bije netra d'ober amañ ken. Bianchi-Bihan 28 Mae 2007 da 20:47 (UTC)[respont]
Ya ya! Spontus! Ur gabalenn war ar wikipedia brezhonek! Chom sioul 'ta: Wikipedia n'eo ket un dra a reer pep hini en e gorn, met ur raktres a-stroll. An davarn a servij da gement-se: eskemm ha kaout diskoulmoù. Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 21:24 (UTC)[respont]

Ur raktres a-stroll a grog gant goulenn ali an dud a ra al labour (hag a labour pep hini en o c'horn, ha te evel ar re all), ha n'eo ket da gentañ ali ar re en em glev war o chouk da ziskar o labour.

Kabal, e trefoedach wikipedianed zo, zo ur ger a servij da guzhat e vez graet emglevioù gant tud zo, evit klask ober a-stroll pezh ne gredont ket ober o-unan. Bianchi-Bihan 28 Mae 2007 da 22:02 (UTC)[respont]

An Tavarn a zo ul lec'h foran, setu din da c'hoût n'eus bet kemeret diviz ebet war kein den ebet. Met emichañs e vo kemeret un diviz hag adkaset gwrac'h da maouez, ha paotrez da plac'h. Evit merc'h, e vije ret pe: adkas da plac'h, pe sevel ur bajenn war mab ha merc'h (gant merc'h o adkas da mab eta, evel e spagnoleg da skouer). Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 22:09 (UTC)[respont]
Setu ma c'hinnig: enteuziñ dindan an titl "plac'h" ar pennadoù heñvelster, da lâret eo "paotrez", en ul lakaat sklaer e talvez kentoc'h evit komz eus merc'hed ha n'int ket deuet d'o oad c'hoazh (saoz. "girl") hag en ur venegiñ en un tu bennak eus korf ar pennad e vez implijet ivez evel heñvelster kevatal da "maouez". Evit ar pennad "merc'h" avat e refer lakaat ar pennad da dennañ d'al liamm familh (saoz. "daughter"), en ur veneg en un tu bennak e korf ar pennad e c'hell bezañ implijet ivez evel heñvelster kevatal da "plac'h". Diouzh an tu all, disrannañ danvez ar pennad "maouez" evit ma tennfe d'ur vaouez en he oad evit lakaat un diforc'h sklaer etre danvez pennañ ar pennad-mañ ha hini ar pennad dindan an titl "plac'h". Ar memstra a vefe d'ober ivez d'am sonñ gant ar penandoù "paotr", "gour" hag "ozac'h". Ret e vefe diwall ivez da sevel pennadoù e mod un hollouiziadur kentoc'h evit hervez boazioù ar c'heriadurezh. A galon, --Neal (Kaozeal) 29 Mae 2007 da 14:40 (UTC)[respont]
A-du gant kinnig Neal. Benoni (Kaozeadenn) 29 Mae 2007 da 16:40 (UTC)[respont]

Gwrac'h ha maouez[kemmañ ar vammenn]

Arabat eo adkas eus "gwrac'h" da "maouez" da'm soñj. Ne gavot ket adkas ebet eus "wicked witch" da "woman" pe eus "sorcière" da "femme" er wikioù saoznek ha gallek. Ma'z eus ur pennad da sevel gant ar pennger gwrac'h ez eo gant ar ster sorserez pe boudig eo. --Kadwalan 29 Mae 2007 da 07:21 (UTC)[respont]
a-du. Arabat diverkañ ar pennad "gwarc'h" ivez - n'eus ket nemet adkempenn ar pennad d'ober.--Neal (Kaozeal) 29 Mae 2007 da 14:32 (UTC)[respont]

Ali bihanik[kemmañ ar vammenn]

Ma fell dit bezañ komprenet mat e vije gwelloc'h skrivañ mat ar gerioù: gwrac'h eo ar ger. Evel-se ne vije ket ken bras ar riskl da gompren ar c'hontrol d'ar pezh a glaskez reiñ da gompren. A-hend-all ne vo ket sirius reiñ un ali war ar gerioù-se.

Un draig all: fellet ez eus da Venoni lakaat amañ kaozioù a dlee bezañ e pajennoù all: pajennoù kaozeal ar pennadoù. Un taol skub a vije d'ôr amañ, pêr'. Bianchi-Bihan 29 Mae 2007 da 16:43 (UTC)[respont]

A-du. Evit kregiñ emaon o vont d'ober ar c'hemmoù simpl: adkas eus paotrez da plac'h. Ar pep brasañ eus ar pezh a zo e barzh merc'h a zo da adkas e barzh maouez. Merc'h ha gwrac'h a vo eta da adsevel penn-da-benn. Merc'h gant ar stêr "bugel da" (mab/merc'h) ha gwrac'h gant ar stêr "sorserez". Benoni (Kaozeadenn) 29 Mae 2007 da 10:38 (UTC)[respont]
Ma rez se
  • e tistrujez labour graet sirius, harpet war skridoù sirius
  • e touellez ar vrezhonegerien a gavo labour a fiziañs er-maez eus wikipedia
  • e vo trec'h nerzhioù an deñvalijenn war ar ouiziegezh.

Bernez Bernioù 29 Mae 2007 da 12:21 (UTC)[respont]

Pebez gerioù taer ha faos!!! Ar c'hunujennoù na lak morse ar ouiziegezh da vont war-raok. Benoni (Kaozeadenn) 29 Mae 2007 da 12:33 (UTC)[respont]
Setu amañ un tamm sklêrijenn war ur c'hraf yezhadur ha ne seblant ket diezhomm: er stumm-nac'h, goude ur rener lies, e vez lakaet ar verb el liester. Neuze: ar c'hunujennoù ne lakaont ket ar ouiziegezh da vont war-raok morse.
Lavar din pelec'h emañ ar c'hunujennoù. Ne welan ket. Bernez Bernioù 29 Mae 2007 da 12:53 (UTC)[respont]


Gwrac'hach diwar-benn gwrac'h[kemmañ ar vammenn]

  1. Ar pennad gwrac'h zo savet. Ma n'eo ket mat a-walc'h, n'eus ken gwellaat. Un tamm re skuizhus da lod?
  2. E-barzh emañ kement tra a gaver er geriadurioù meneget. Hag e weler ez eus meur a stêr gant ar ger. Gerioù zo evel-se.
  3. Lod a garfe tennañ digant ar ger ar ster a "sorserez", re zismegañsus, emezo. Lod all mirout ar ster-se, ha skarzhañ ar ster "maouez". Plegañ ar yezh d'o rakvarnoù pe d'o ideologiezh. Pa vije ret lakaat ar ouiziegezh er yezh evel m'emañ, ha n'eo ket evel ma karje lod e vije: un adc'halleg pe adsaozneg.
  4. Darn, genaoueien ac'hanomp, a gred eo ret plegañ an holloueziadur d'ar yezh, hervez an deskadurezh dastumet e labourioù hon diagentidi ha diaraogerien, trugarekadennoù d'An Here, evel da Jules Gros.
  5. Re all, speredekoc'h, a fell dezho plegañ ar yezh d'ar benveg. Diaes o diwrac'hañ.
  6. Arabat komz eus kinnig ur benveg deskiñ d'ar skolidi na studierien neuze.
  7. Ma kirit gwellaat e c'hallit.

Bernez Bernioù 29 Mae 2007 da 12:22 (UTC)[respont]

Ar gudenn bras ganit eo n'az peus ket komprenet an diforc'h etre geriadur hag holloueziadur. Bez 'zo ur wikeriadur ivez ma fell dit evit pennadoù geriadurel. Met amañ emaout war un holloueziadur! Benoni (Kaozeadenn) 29 Mae 2007 da 12:32 (UTC)[respont]

N'eus forzh pe oberenn a gaver enni ar pezh zo bet lakaet e-barzh. Digoret em boa un enkuklopedia, hag ur geriadur brezhonek, a-raok ma ouies lenn. Bernez Bernioù 29 Mae 2007 da 12:43 (UTC)[respont]

An ideologiezh a-raok ar yezh[kemmañ ar vammenn]

Setu petra a gomprenan pa lennan se:[[1]]. Ar c'hontrol e tleje bezañ. Amañ.Bianchi-Bihan 29 Mae 2007 da 05:36 (UTC)[respont]

kompren fall a rez neuze. Marteze e c'hellfez mont da adlenn hep kkalsk treuzkompren. --Neal (Kaozeal) 29 Mae 2007 da 10:48 (UTC)[respont]

Azasaat ar yezh evit aesaat labour ar robotoù[kemmañ ar vammenn]

N'eus forzh petra. Ar yezhoù ne blegont na d'ar robotoù na d'an alioù eeunik. Merc'hed Madrid n'int ket "las hijas de Madrid", merc'hed o zad, Madrid e anv. Un tamm aesoc'h lakaat dizurzh e-lec'h ma'z eus urzh, eget lakaat urzh e korn al lennegezh. Bianchi-Bihan 28 Mae 2007 da 22:22 (UTC) Trugarez eus da gavadenn memes tra: e-keit ma vo tabut diwar-benn pennadoù peuzdisi ne vimp ket o fardañ pennadoù all. Dic'hoantet on bet evit ur pennad gant seurt doareoù. Bianchi-Bihan 28 Mae 2007 da 22:27 (UTC)[respont]

Un tamm re vras ar skeudenn. Bianchi-Bihan 29 Mae 2007 da 05:30 (UTC)[respont]

Evit ar re a ya d'an estren vro[kemmañ ar vammenn]

Ur savboent: "Il y a des problèmes récurrents de types "régionaliste" sur wp. Je ne parle pas breton, mais j'ai néanmoins tenté une visite sur le site breton de wp:, et certaines des choses que j'y ai vu ne m'ont guère plu. Il est regrettable que des gens instrumentalisent wp: pour en faire une sorte de tribune à des revendications personnelles." Digant unan eus ma barnerien a fell dezhe nac'h ar gwir da skrivañ db Bzh, stêrioù plusk-hag-all, ouzhin-me. Kergidu 29 Mae 2007 da 14:01 (UTC)[respont]

eus pelec'h e teu ar c'homzoù-se? N'eus ket da vezañ chalet memestra, alies e sav hag e savo c'hoazh seurt enebiezh gant tud a-seurt-se. Fentus e kavan atav krediñ barn traoù na gomprener ket... --Neal (Kaozeal) 29 Mae 2007 da 14:29 (UTC)[respont]

Ur bot deomp-ni![kemmañ ar vammenn]

Krouet 'm eus ur bot evit ar wikipedia brezhonek!!! Emaon o teskiñ implij anezhañ tamm-ha-tamm. Evit ar mare na ran nemet liammoù etrewiki, met war-lerc'h e klaskin ober traoù luzietoc'h: da skouer lakaat an holl rummadoù el liester, evel ma 'z eus bet votet dija! Taol lagad Benoni (Kaozeadenn) 30 Mae 2007 da 14:40 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel ar sizhun[kemmañ ar vammenn]

NB: Pa lakait liammoù etrewiki war ur bajenn, lakait ivez ul liamm davet ar bajenn e brezhoneg war hini ar wikipedia saozneg. War-lerc'h e vo botoù o klokaat tamm-ha-tamm ha ne vo ket ezhomm ken touchañ ouzh liammoù etrewiki ar bajenn-se.

Aet omp un tammig war-raok a drugarez da labour un toulladig tud, ha dreist-holl Klaod an Duigou. Ma vez muioc'h a dud o kenlabourat e vo tu lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ buanoc'h! Re a dud a zisoñj c'hoazh lakaat rummadoù ha liammoù etrewiki pa savont ur bajenn. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 31 Mae 2007 da 11:44 (UTC)[respont]

Lakaat ar rummadoù el liester[kemmañ ar vammenn]

Bon, kroget on da lakaat ar rummadoù el liester tamm-ha-tamm, evit lakaat e pleustr ar vot bet graet. Kroget 'm eus gant ar rummad Rummad:Skrivagner emaon o treusfurmiñ e Rummad:Skrivagnerien. Graet e vo ganin tamm-ha-tamm. Arabat eo eta, e mod ebet, krouiñ rummadoù all en unander, na boetaat rummadoù en unander. Ma sav deoc'h mennozioù eus traoù a c'hellfen ober gant ma bot, lârit din. Trugarez deoc'h. Benoni (Kaozeadenn) 1 Mez 2007 da 22:35 (UTC)[respont]

Lakaat urzh al lizherenneg er rummadoù (hervez an anv-tiegezh, ha neket hervez an anv-badez).
Ober kemmadurioù zo: treiñ kement "an tud" a zo gant "an dud".
Klask kement "ar k" a zo, da reizhañ.
Adsevel ar skeudennoù sac'het.

Bianchi-Bihan 2 Mez 2007 da 00:01 (UTC)[respont]

Klask a rin e pad an dibenn-sizun. O tizoloiñ emaon c'hoazh ha ne ouezan ket re penaos ober pep tra. Benoni (Kaozeadenn) 2 Mez 2007 da 00:15 (UTC)[respont]
Gourc'hemennoù evit ar bot nevez--Kadwalan 2 Mez 2007 da 12:10 (UTC)[respont]

Spi 'm eus e welo ar skridaozerien ne oa ket bet divizet lakaat an holl rummadoù el liester : re gemplez eo ar reolenn choazet, met ret eo bezañ ur arbennigour evit he displegañ. N'eus ket kalz anezho amañ. N'on ket evit displegañ ur reolenn n'anavezan ket, evel just. --Ch. Rogel 3 Mez 2007 da 00:14 (UTC)[respont]

Ch. Rogel a anavez mat tre ar reolenn, dre ma oa pennañ eneber ar vot-se. Sellet amañ eus an diviz a oa bet kemeret un nebeut mizioù 'zo: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù el liester. An hevelep reolenn a vez heuilhet war koulz lavaret an holl wikipediaoù, war bouez ar wikipedia galleg. Benoni (Kaozeadenn) 3 Mez 2007 da 17:53 (UTC)[respont]
Un tammig diwezhat 'michañs, met gourc'hemennoù evit ar bot. Gwell eo din gwelet an holl rummadoù lakaet e liester ez-automatel hag un nebeud re a dlefe bezañ en unander kentoc'h evit ar c'hontrol.--Neal (Kaozeal) 3 Mez 2007 da 18:08 (UTC)[respont]
Na rit ket bil (siwazh): ar robot na ra ket strobinellerezh. Ret e vo din kemm ar rummadoù unan hag unan. Ha kemm an holl rummadoù "c'hoarier echedoù xxx" pe "skrivagner xxx" a vo ur sapre labour! Met graet e vo pa m'o amzer Taol lagad. Evit ar mare emaon o lakaat urzh el liammoù etrewiki, hag er pajennoù digejañ. Ul labour ramzel eo, dreist-holl pa 'z eus unan bennak ha na oar ket ober an diforc'h etre ur geriadur hag un holloueziadur, hag a sav meur a bennad evit gerioù heñvel-stêr padal e lak holl sterioù ur gêr e barzh an hevelep pennad Grr...... Benoni (Kaozeadenn) 3 Mez 2007 da 18:20 (UTC)[respont]

N'eus forzh petra[kemmañ ar vammenn]

Kaout galoñsoù da c'hoari gant ur robot ne ro ket aotre da lavarout n'eus forzh petra.
Da gentañ: n'eo ket brav ober skol d'an dud ha meskañ ster ha stêr, ger ha kêr, ha me oar petra c'hoazh.
Da eil: n'eo ket brav droukkomz eus ar genlabourerien peogwir ne sonjont ket eveldout.
Da drede: unan hag a oar brezhoneg a c'hall lenn ar pennadoù a ra poan-gof dit, ha kompren n'int ket heñvelster. Ma fell dit displegañ ez int: gra. Mall ganin lenn da zisplegadurioù.
Da bevare: pajennadoù e-leizh zo en-dro da c'herioù dezho ur bern sterioù: pajennoù digejañ a vez graet eus lod eus ar re-se, ha kavet e vezont e pep wikipedia. A-hend-all e kaver displegadurioù e pep pennad: n'eus ken lenn anezho.
Da bempet: lakaat holl sterioù ur ger en ur pennad zo reizh: gwelet em eus tud amañ o skrivañ ne oa gwrac'h nemet ur vaouez, re all nemet ur sorserez. Da lenn ha da gelenn eo graet wikipedia ivez. Bianchi-Bihan 3 Mez 2007 da 20:35 (UTC)[respont]
Pa zeskiñ selaou ouzh an dud, e vo tu eskemm. Met dibosubl eo eskemm ganit. Dibaoe mizioù e klaskomp holl amañ displegañ dit an diforc'h etre geriadur hag holloueziadur. Na grogin ket an displegadenn endro. Skuizh da vat. Dreist-holl pa gollan eurvezhioù o renkañ da g*** war-lerc'h. Benoni (Kaozeadenn) 3 Mez 2007 da 22:36 (UTC)[respont]
Ha mat vije dit lakaat rummadoù pa saves ur pennad!!! Skuizh on tremen atav war da lerc'h evit lakaat rummadoù d'az pennadoù!!! Ma vijes unan o kregiñ da genlabourat gant wikipedia e komprenfen, hag e vijen laouen sikour ha displegañ... Met te zo unan eus ar re zo bet o kenlabourat amañ dibaoe ar pellañ!!! An darn vrasañ eus ar pennadoù dirummad a zo bet savet ganit!!! Benoni (Kaozeadenn) 3 Mez 2007 da 22:44 (UTC)[respont]

Petra an diaoul...[kemmañ ar vammenn]

...a ra Implijer:Kadwalan e-barzh Rummad: Ilias? Kouezhet eo e-barzh?Bianchi-Bihan 2 Mez 2007 da 00:23 (UTC)[respont]

Ne ra netra eno ha n'emañ ket oc'h ober an disterañ tra ... Emañ war ar bajenn-se abalamour ma oa bet lakaet ul liamm all war e bajenn.--Kadwalan 2 Mez 2007 da 12:08 (UTC)[respont]

Sikour evit tapot ar skeudenn-mañ framed|Jacques Mieses digant ar Wiki alamanek m.p. Trugarez. Klaod. Kadbzh 2 Mez 2007 da 11:47 (UTC)[respont]

Rummadoù da vout lakaet el liester[kemmañ ar vammenn]

Mat, labour evit ar robot: ar re gant "C'hoarier" da vout "adanvaet "C'hoarierion" m.p. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 3 Mez 2007 da 18:28 (UTC)[respont]

Ya, ober a rin tamm-ha-tamm. Siwazh din, ne seblant ket e vije tu ober kement-mañ en un taol, setu ma vo ret din kemm rummad dre rummad... Benoni (Kaozeadenn) 3 Mez 2007 da 22:32 (UTC)[respont]