Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 21 bloaz 2007

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

21/05/2007 — 27/05/2007

skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun warn-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)[kemmañ ar vammenn]

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (214 liamm)
  2. Riezad (200 liamm)
  3. Rummouriezh (196 liamm)
  4. Chordata (191 liamm)
  5. Rann velestradurel (171 liamm)
  6. Anv skiantel (171 liamm)
  7. Vertebrata (126 liamm)
  8. Carnivora (122 liamm)
  9. Wikipedia:Pajenn gaozeal (118 liamm)
  10. Wikipedia:Diwar-benn sinañ ar pennadoù (118 liamm)

Trugarez, Benoni 21 Mae 2007 da 00:07 (UTC)

Enteuziñ dre nerzh[kemmañ ar vammenn]

Setu penaos e kompren tud zo ar c'henlabour:

pennad da vezañ enteuzet gant Araogenn--Merour (Neal) (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 09:24 (UTC)

Ar pennad araogenn zo ur pennad yezhoniezh, war a welan. Ur pennad yezhadur brezhonek a garfen ober amañ. Chom a ra da c'houzout ha degemeret eo ar yezhadur brezhonek er wikipedia brezhonek. Bernez Bernioù 22 Mae 2007 da 09:28 (UTC)

An nerzh da arguzenn[kemmañ ar vammenn]

Respont ar merour eo an nerzh. Adkavaout a ra e voazioù fall. N'eus ket aotre, hervezañ, da sevel ur pennad araogennoù brezhonek. Ar yezhadur eo e dachenn c'hoari prevez. Ali unan all en deus goulennet? N'en deus ket. E ali a zo trec'h d'an holl. Echuiñ al labour e oan krog d'ober a raio em lec'h? Bernez Bernioù 22 Mae 2007 da 09:42 (UTC)


Klemm a savan a-enep seurt emzalc'h. Bernez Bernioù 22 Mae 2007 da 09:42 (UTC)

Na gomprenan netra: pelec'h emañ ar gudenn? Ar pennad araogenn a seblant bezañ savet mat, plas enni evit ar brezhoneg ivez...Benoni 22 Mae 2007 da 10:03 (UTC)
Setu pelec'h emañ an dalc'h : diverket (!) eo bet ar pennad "an araogennoù brezhonek" gant ur freuzer peogwir tisplije dezhañ. ne chom nemet ar pennad kaozeal. Adc'hraet em eus ur pennad araogennoù brezhonek. Pegeit e pado? Bernez Bernioù 22 Mae 2007 da 10:08 (UTC)
Dre fazi moarvat eo bet diverket da bennad gant Neal. Ma tije goulennet sklaer em bije gallet diziverkañ.Benoni 22 Mae 2007 da 10:15 (UTC)
Nann, n'eo ket dre fazi an hini e vije bet diverket, rak e diverañ n'em eus ket graet. Enteuzet eo bet danvez ar pennad-se gant danvez ar pennad araogenn hep ma vije kollet tamm danvez ebet. Setu an displegdenn am eus savet eilet diwar Kaozeal:Araogennoù brezhonek. Na freuzañ na nerzh - ur boaz eo enteuziñ pennadoù a-seurt-se. Ha n'eo ket bet diverket peogwir e "tisplije" din ar pennad (evel ma c'hellfe displijout din an doare m'eo bet savet ar pennad anv divoutin da skouer evit abegoù all). Ma displije kemendall din n'em bije ket enteuzet an daanvez e korf ur pennad all, kea?--Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 10:55 (UTC)

N'eo ket peogwir out merour ec'h eus gwir da ober pezh a garez, hep goulenn ali den ebet, gant ur pennad. N'on ket enep da gendeuziñ pa vez ezhomm (amañ n'eus ket) met enep d'an nerzh, hag ober an traoù dre heg, ec'h on, ken ec'h on, sur ha n'eo ket marteze. Nerzh a zo, peogwir eo bet implijet galloud ur merour da ober un dra ne c'hall den all ebet ober. Gouzout a ran pegement e plij dit ma fennadoù, ha ne ran ket foeltr forzh gant se: ar gaoter o sarmon d'ar pot-houarn: http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Merc%27h. Bernez Bernioù 22 Mae 2007 da 12:37 (UTC)

Ar gwir a zo ganit evel-just ha, daoust ha ma kredan eo reizh enteuziñ an daou bennad, e vije bet ret din embann ma soñj da gentañ war ar bajenn "pennadoù da nullañ" ha goulenn ali ar gumuniezh. hag evel-se a rin. Digarez-me, ur fazi melestradurel am eus graet. Dre heg ne ran netra avat, m'hen o asur. Gant da bennadoù n'eus netra da welet - ne displij ket din tamm ebet da bennad diwar-benn an araogennoù e brezhoneg, met d'am soñj (ha ret e vo gwlet hag-eñ eo soñj ar re all pe get, ha doujañ a ran evel m'em eus graet atav ouzh an divizoù a-stroll) e vefe gwell kenstrollañ danvez ar pennad-se gant hini ar pennad "araogenn". Ha daoust ha n'eo ket pal ar Wikipedia talvezout na da c'heriadur na da yezhadur, ne gavan ket me, ezpersonel, fall sevel pennadoù klok diwar-benn yezhadur ar brezhoneg evel m'eo bet graet gant ar Wikipedia e galizeg. a galon, Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 14:04 (UTC)

Wikipedia e katalaneg[kemmañ ar vammenn]

Ur menoz mat war ar wikipedia katalanek evit dioroiñ ar wikipedia-se (enni dija muioc'h eget 60.000 pennad!): [1]. Marteze vije tu klask ober un dra bennak heñvel e Breizh? Dre Diwan hag Ofis ar Brezhoneg da skouer?Benoni 21 Mae 2007 da 11:59 (UTC)

Help[kemmañ ar vammenn]

Ur skeudenn da dapout digant ar Wiki saoznek da skxer...evit Bari:

Bari

. Trugarez. A galon. Klaod.Kadbzh 23 Mae 2007 da 20:07 (UTC)

Graet Graet --Neal (Kaozeal) 23 Mae 2007 da 20:10 (UTC)

OK. Un drugarekaat. Klaod. Kadbzh 23 Mae 2007 da 20:36 (UTC)

Labour kumuniezhel ar sizhun[kemmañ ar vammenn]

NB: Pa lakait liammoù etrewiki war ur bajenn, lakait ivez ul liamm davet ar bajenn e brezhoneg war hini ar wikipedia saozneg. War-lerc'h e vo botoù o klokaat tamm-ha-tamm ha ne vo ket ezhomm ken touchañ ouzh liammoù etrewiki ar bajenn-se.

N'omp ket aet kalz war-raok siwazh. Ma vez muioc'h a dud o kenlabourat e vo tu lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ buanoc'h! A galon, Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 24 Mae 2007 da 10:18 (UTC)

Kinnig Ronan[kemmañ ar vammenn]

Salut tudoù! Nevez a-walc'h on war Wikipedia, ha gwelet 'm eus ez ae war-raok brav. Hogen, mankout a ra danvez evit ar re yaouank (bugale ar skolioù), setu m'am 'efe c'hoant gouzout ma vefe kontant tud 'zo da labourat war pennadoù a c'hellfe bezañ implijet er skol (e istor ha skiantoù dreist holl) evit desach ar vugale war ar yezh: a-benn ar fin da betra labourat ma n'ez eus den evit implij diwwezhatoc'h... N'eo nemet ur c'hinnig (evel just ne rank ket mirout da sevel pennadoù diwar traoù all)--Ronan 25 Mae 2007 da 21:46 (UTC)

Ur soñj mat eo met ne soñj ket din emañ amañ al lec'h azas d'ober kement-se. Re uhel eo live an danvez a glasker tizhout ha disheñvel-kenañ eo an doare da ginnig an danvez war ul lec'hienn gouestlet d'ar vugale ha pa vefent skolajidi pe bugale eus ar c'hentañ derez. Ul lec'hienn a-ratozh-kaer a vefe da grouiñ da'm soñj. Daoust ma vefe tu ober gant danvez wikipedia evel just. Me gav din ez eus raktresoù wiki evit ar skolioù. Nebeut implijet an tamm oute e gwirionez 'm eus aon. Marteze e vefe moaien choukañ traoù e-barzh. Ali e vefen sevel ul lec'hienn nevez avat--Kadwalan 26 Mae 2007 da 08:46 (UTC)

N'eo ket ar pezh a felle din lavaret: tu vefe d'un tamm eus ar pennad bezañ aesoc'h da implij gant ar vugale (souezhet e vefot gant live ar vugale), ar pezh a felle din lavaret, ez eo lakaat pennadoù a c'heller studiañ pe implij er skolioù: ar c'hastell kreñv, ar vekanik dre vurezh,... Gwelet em eus e oa dija ur bern pennadoù implijapl er skolioù (e Diwan e vezont implijet da vihanañ, evel Anna Vreizh, ar peulvanoù...). --Ronan 26 Mae 2007 da 10:27 (UTC)

Ya, ur menoz mat eo, met deoc'h c'hwi ivez, skolajidi, liseidi, studierien, da skrivañ seurt pennadoù Taol lagad... Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 26 Mae 2007 da 22:59 (UTC)

Sikour mr plij[kemmañ ar vammenn]

Salut tudoù. Mall 'zo warnañ goût eus pelec'h resis e teu an arroudenn-mañ. Goût a ran e oa bet skrivet gant Roparz Hemon hag embannet en Al Liamm niv. 26 (1951), met ezhomm am eus goût an daveenn resis, da lâret eo niverenn ar pajenn(où) ha titl ar pennad (mar bez anezhañ).

Setu ar skrid a glaskan goût hiroc'h diwar e benn

"An heug rak ar gerioù gallek (hag ar gerioù etrevroadel) a zo, pa seller mat, ur merk a wander kentoc'h eget ur merk a nerzh: un doare kompleks-izelder. Vallée ha Meven Mordiern a zo aet, o tiskar ar gerioù hiron hag o sevel gerioù glan, kalz en tu-hont d'ar skiant-vat. D'ar skiant-vat e ranker distreiñ, en ur virout pezh a zo kaer ha prizius en o striv."

Trugarez en a-raok. Neal (Kaozeal) 24 Mae 2007 da 12:46 (UTC)

Renket ar gudenn a-druagrez da P.R. Setu an daveen resis evit an neb a fell dezhañ goût hiroc'h: "Tri oadvezh ar brezhoneg" (Al Liamm 26: 36-41, pajennnoù 40-41) --Neal (Kaozeal) 24 Mae 2007 da 16:27 (UTC)

Propaganda[kemmañ ar vammenn]

Kaset kemenn da Jose77 da baouez gant e bropaganda. Shelley Konk 26 Mae 2007 da 07:59 (UTC)

Piv eo hennezh? Goulennet en deus ganin treiñ an aviel pe ar Bibl e brezhoneg, ha n'on ket gwall ampart war-se...Ouzhpenn-se ez eo bet graet dija. --Ronan 26 Mae 2007 da 10:30 (UTC)

Alies e implij tud a-seurt-se, a-wezhoù implijerion/ezed war Wikiepdiaoù all met n'int ket dre ret, ar Wikipedia evit klask brudañ o relijionoù, o skolioù, o c'heriadennoù ha me 'oar me war ar genrouedad. E gwirionez ne raent ket a droug - torr-penn un tammig, gwir eo gwelet anezhe kas goulennoù da veur a gont o c'houlenn ma vije troet evite penandoù hir pe hiroc'h, peurliesañ diwar ar saozneg. Ppe hini a ra diouzh e soñj. Diouzh ma zu em eus kavet gwell lakaat un tamm kemennadenn war ma fajenn bersonel oc'h embann sklaer e vo diverket diouzhtu seurt pedaennoù hepmuiken. Tud all avat a kav gwell respont oute en un doare seven bewech, pe treiñ o fennadoù zoken. N'eo ket vandalerezh rik an hini eo, rak ne vez ket freuzet netra gante. Setu ma soñj evel implijer boutin hag ivez evel merour.--Neal (Kaozeal) 26 Mae 2007 da 10:38 (UTC)

See Shelly Konk's talk page for my reply. --Jose77 26 Mae 2007 da 11:08 (UTC)