Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Merc'h

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

ne vez ket douget bugale gant merc'hed, met gant maouezed (termenadurezh kentañ). ha ya, goût mat a ra penaos e vez implijet ar ger dre astennañ, met goût mat a ran perak ivez. ouzhpenn-se, ne vez ket termenet ar maouezed dre ar fed ma c'hellont dougen bugale pe get. Difrouezhuz eo maouezed zo ha mouaezed int memestra.--Neal 17 Du 2006 da 15:22 (UTC)[respont]

N'eo ket dre lakaat da heñvelster "merc'h" ha "maouez" ma teuer a-benn da diskoulmañ kudenn ar pennad-mañ. Ret e vo adwelet ar pennad-mañ penn-da-benn evit ma vefe gantañ perzhioù a-feson evit un holloueziadur. da gentañ-penn, da skouer, e c'hellfer sellet ouzh ar pezh a gaver er geriadur hollvrezhoneg... --Neal 21 Du 2006 da 09:52 (UTC)[respont]

kemmet am eus al liamm etrewiki ivez evit ma kasfe ar pennad da "fille" e galleg kentoc'h evit "femme". Evel-se e vo tu da unan bennaket sevel pennadoù disheñvel all gante da didtl "maouez", (hag ivez "poatr" ha "gwaz").

Brezhoneg brezhonek

[kemmañ ar vammenn]

Kompren a ran brezhoneg pa vez skrivet sklaer. Ne oa abeg ebet da gemm. Karout a rafen kaout peoc'h da labourat amañ, evel ma roan peoc'h d'ar re a vez o tabutal gant o departamantoù. Ouzhpenn ne garfen ket adwelet ar frazenn direizh a oa bet lakaet war ar pennad. Trugarez. Bernez Bernioù 21 Du 2006 da 11:19 (UTC)[respont]

Displeg din e pelec'h emañ an dalc'h. Savet fall eo bet ar pennad-mañ ha setu tout. Ha perak e vefe ret leuskel an dud da labourat e peoc'h evit sevel pennadoù a-dreuz? Adwel ar pezh ac'h eus c'hoant evel an holl implijerion/ezed all. --Neal 21 Du 2006 da 11:35 (UTC)

Ar pennadoù zo savet fall pe savet a-dreuz gant hemañ a-raok na vefent echu. Se zo neptuegezh flimm-flamm! Bianchi-Bihan 21 Du 2006 da 14:26 (UTC)[respont]

Sur, bremañ ez eus kalz muioc'h a skeudennoù war ar bajenn-mañ, met n'eo ket gant se e teur a-benn da renkañ ar gudenn. Ha liammet e vo ouzh "fille" ar pennad "maouez" pa vo dioutañ 'michañs. --Neal 21 Du 2006 da 11:38 (UTC)

Teir munutenn 'tre div weladenn ar Merour Meur, e sizailh ( pe e fuzuilh) en e zorn. N'on ket evit labourat sioul. Echu evit hirio. E yan da lipat ur banne. Marteze 'torro d'añ, piv 'oar. Bernez Bernioù 21 Du 2006 da 11:56 (UTC)[respont]

Spontusoc'h-spontusañ e teu ar pennad-mañ da vezañ. Seul vuioc'h ma vez labouret warnañ ganit, seul washoc'h e teu da vezañ. Bremañ eo "gwrac'h" un anv all evit "merc'h"... Hag e galleg eo "bougnoule" un anv all evit "africain" pe c'hoazh "pédé" una anv all evit "homosexuel" 'michañs?. Me gave din e oa te an hini oa bet pedet "furnez" gantañ digant ar re all. Kement hag ober, perak chom hep lakaat "merc'h" da vezañ heñvelster gant "gast" ivez? --Neal 22 Du 2006 da 12:59 (UTC)[respont]

Peder munutenn war-lerc'h, setu ar mestr o tont da ober skol gant e evezhiadennoù. N'eus ket un tamm brezhoneg da gempenn ez pennadoù diwar-benn ar varksouriezh-leninouriezh? Rebech nemetañ: ur ger: gwrac'h. Peogwir ec'h eus ezhomm da zeskiñ brezhoneg, ha ne fell ket dit studiañ, na lakaat da fri er geriadurioù, mat e vo dit gouzout e talv gwrac'h kement ha maouez kozh. Kerzh da zeskiñ e-lec'h ober skol d'ar re all ha brallañ da gloc'h e pep lec'h. Bernez Bernioù 22 Du 2006 da 13:11 (UTC)[respont]

Brezhonekaat ar brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]

Emañ an aotrou Neal o klask cheu, mont a ray an traoù war washaat, ha dre e faot e vo. Ma lakfe wikipedia a-raok e damm lorc'h , ez afe dousik dezhi. War a seblant ne ra ket. Neuze...

Ma plij dit brezhonekaat an departamantoù gall ne vije ket fall ivez brezhonekaat da vrezhoneg.

  • Tabut zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ: tabut zo peogwir emaout-te o klask tabut, ha netra ken.
  • Kit da welet ar gaozadenn. Fazi.
  • Ezhomm zo kempenn ar pennad-mañ. fazi.

Gwir eo, aesoc'h mont da glask laou e penn an dud eget kribañ ha broustañ da vrezhoneg.Bernez Bernioù 22 Du 2006 da 13:33 (UTC)[respont]

n'eus nemet reizhañ ar fazioù. aezet ha tra.

--Neal 22 Du 2006 da 14:14 (UTC)[respont]

tabut a sav pa vez muioc'h evit daou implijer/ez o tifenn sav-poentoù disheñvel. Lakaet e vez ar patrom-kempenn evit ma vefe sklaer evit an implijerion/ezed all, setu tout. N'eo ket peogwir e vez lakaet ar gemennadenn-se war ur bajenn ma talvez emañ ar gwir gant tu pe du.

--Neal 22 Du 2006 da 14:13 (UTC)[respont]

Skrivet ganeoc'h, aotrou merour:

Spontusoc'h-spontusañ e teu ar pennad-mañ da vezañ.

Gaou vil. N'eo ket neptuegezh. Se zo labour graet diwar skridoù all (galleg ha saozneg ar wikipedia, fall-brein marteze hervezout, met ouzhpenn da ali eo a gont), ha n'eo ket echu. E-lec'h respont d'az (...gerioù difennet...) ha koll amzer ganit e c'hallfen bezañ o labourat war ar pennad.

Seul vuioc'h ma vez labouret warnañ ganit, seul washoc'h e teu da vezañ.

Memes tra.

Bremañ eo "gwrac'h" un anv all evit "merc'h"

Ya ma 'haotr. 'Vel-se 'mañ kont en hon yezh. Lavaret em boa dit digeriñ ur geriadur a-raok barn, n'eo ket re ziwezhat.

... Hag e galleg eo "bougnoule" un anv all evit "africain" pe c'hoazh "pédé" una anv all evit "homosexuel" 'michañs?

Da sorc'hennoù reizhel zo dit, n'eo ket eus se zo kaoz amañ, na glask ket diheñchañ ar gaoz: kaoz zo eus UN DEN A GOMZ HAG A VARN WAR AR PRIM, HEP GOUZOUT, DIWAR DIOUIZIEGEZH, A SAILH WAR UR SKRIVER SEUL WECH MA SKRIV UL LINENN. Gouest out da gompren se? Evit pareañ: lonk ur voutailhad (ul loaiad ne vo ket a-walc'h) izelegezh.

Kement hag ober, perak chom hep lakaat "merc'h" da vezañ heñvelster gant "gast" ivez?--Neal 22 Du 2006 da 12:59 (UTC)[respont]

Pa weli ac'hanon oc'h ober ar pezh a damallez ez po abeg da glemm. Met amañ ne rez nemet ijinañ evit sevel ur prosez, evel un Torquemadaig, gant MARTEZEOU. Gant seurt martezeoù e vez maget al leueoù. Adlavarout a ran, emañ an traoù o vont re bell peogwir n'ouzout nemet gwashaat anezho. Dre ober ha dre gomz.Bernez Bernioù 22 Du 2006 da 15:27 (UTC)[respont]

war an tu mat ec'h a ar pennad bremañ m'eo bet ouzhpennet ar frazennig-mañ:

"ur verc'h zo ur plac'h yaouank n'he deus ket bet bugel ebet, pe n'he deus ket darempred gant paotr ebet"

pezh zo, war-lerc'h e vo kaozeet eus merc'hed hervez an termenadur-mañ pe eus maouezed? ha ma vez komzet eus maouezed, ne vefe ket gwell adenvel ar pennad "maouez" ha mat pell zo? Ur c'hinnig an hini eo, ha n'eo ket un erbedenn.

Dre chañs c'hoazh!

n'oûn ket gwall sur avat e vefe reizh an termenadur-mañ. Hag ne vefe ket ur verc'h ken ur plac'h bet darempredoù reizhel (dre heg pe get) a-raok ma vije bet tizhet ganti c'haezouregezh? N'eo ket laou 'on o klask, met gwellaat ha spisaat an termenadur. Ha ne vefe ket trawalc'h diliammoù an diforc'h etre "merc'h" ha "maouez" diouzh ar fed ma c'hellont genel pe get (ganet e vez gant merc'hed yaouank-kenañ e broioù zo, ha merc'hed int c'hoazh d'am soñj, ha ne vez ket ganet gant maouzed en o oad dre ma ne fell ket dezhe pe dre ma n'ahallont ket ha n'eus ket merc'hed anezhe d'am soñj) hag an darempredoù reizhel evit ober gant ar gaezouregezh? --Neal 22 Du 2006 da 16:14 (UTC)[respont]

Danvez ur rannbennad: skriv anezhi.Bernez Bernioù 24 Du 2006 da 14:37 (UTC)[respont]

Merc'h ha maouez

[kemmañ ar vammenn]

C'hwi 'garje sevel ar pennad hervez an diforc'h zo etre gerioù girl/woman en saozneg. Met n'eo ket evel-se emañ ar brezhoneg. Ret eo sevel ar pennadoù gant ar yezh, hini ar pennadoù, ar brezhoneg, evel m'emañ er geriadurioù, evel ma vez komzet. Ha n'eo ket evel ma vije ma vije saozneg pe galleg. Penaos lakaat e saozneg paotred ha merc'hed?Bernez Bernioù 24 Du 2006 da 14:37 (UTC)[respont]

Perc'henniezh

[kemmañ ar vammenn]

N'eus perc'henn ebet d'ar pennadoù, na d'ar wikipedia, sklaer eo. Met o klask sevel ur pennad a-feson emaon, war ma flaen, neuze ma n'oc'h ket a du gant ma labour, ha ne vo ket disi, lavarit amañ a-raok difindaoniñ ma labour. Trugarez. Bernez Bernioù 24 Du 2006 da 10:39 (UTC) Gwellaet e vo gant alioù, gant bazhadoù ne vo ket.[respont]

Piv a oar penaos ober evit treiñ ar gerioù zo war dresadenn ar benvegad engehentañ? Trugarez. Bernez Bernioù 24 Du 2006 da 14:29 (UTC)[respont]

Reiñ un notenn d'al labour

[kemmañ ar vammenn]

Peogwir n'emaomp ket er skol e karfen e vefe paouezet da lakaat evezhiadennoù evel "labour fall", pe "war wellaat" war ma zamm labour. Evit bezañ doujet e ranker kaout doujañs ouzh ar re all. Bennozh . Bernez Bernioù 27 Du 2006 da 07:36 (UTC)[respont]

Diforc'hañ pennadoù

[kemmañ ar vammenn]

Ret eo lakaat un dorforc'h etre ar pennadoù maouez ha plac'h a-hend all e rankfont bezañ enteuzet - da lârete eo ma vezont lakaet da heñvelster an daou dermen e vez graet pennadoù doubl anezhañ. Din-me avat e vefe gwelloc'h lakaat un diforc'h sklaer etre an daou bennad, da lâret eo "maouez" = "plac'h en he oad" ha "plac'h" = n'eo ket deuet d'he oad c'hoazh (ha displeget e c'hello bezañ e korf ar pennad afer an implijoù). Da lâret eo eo ret diforc'h ster kentañ pep pennad pe a-hendall o enteuziñ. Ar memes tra ivez evit "plac'h" ha "merc'h" - da lârete eo lakaat ster kentañ "merc'h" da vezañ kevatalder benel "mab" ha "plac'h" da vezañ kevatalder benel "paotr". -- Merour (Neal) (Kaozeal) 30 Mae 2007 da 18:33 (UTC)[respont]

Evit muzuliañ an drailh zo bet lakaet er bajenn merc'h eo tra-walc'h keñveriañ stumm ar pennad d'an 28 Mae 2007 da 15:32 gant Benoni, ha stumm ar 4 Mez 2007 da 14:17 gant Benoni. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 12:25 (UTC)[respont]

Evel e ouezez mat-tre dija goude mil displegadenn bennak, met plijout a ra dit klask trouz evel dalc'hmat, n'eus bet drailhet netra. Cheñchet plas d'an traoù ne laran ket. Benoni (Kaozeadenn) 20 Mez 2007 da 12:28 (UTC)[respont]
An hini a glask trouz eo an hini a zrailh hag a freuz. Evel ma larez, ne ran nemet en em zifenn. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 12:31 (UTC)[respont]