Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15, bloaz 2013

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

08/04/2013 — 14/04/2013[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er pemzekvet sizhun eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Ken tomm an amzer, n'an kouait ket lakaat un tamm skorn en ho panne

Tamm skorn o teuziñ

Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Ebr 2013 da 04:11 (UTC)

Arabat lakaat re memestra : gwelloc'h eo ar wiski sec'h --Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2013 da 05:39 (UTC)
Evet ur banne Bushmills an neizheur... Kadbzh (kaozeal) 9 Ebr 2013 da 17:37 (UTC)

Wiki Loves Monuments 2013[kemmañ ar vammenn]

Le logo de Wiki Loves Monuments.

Demat d’an holl,

Evit an trede bloaz e vo ar genstrivadeg Wiki Loves Monuments e-pad ar miz Gwengolo. Ouzhpenn ugent bro o deus lakaet o anv ha muioc’h a vo sur a-walc’h.

A-raok ar genstrivadeg (bremañ !) hag e-pad ar miz Gwengolo zo ezhomm sikour ar wikipediourien. Betek bremañ n’eus tost netra diwar-benn ar monumantoù istorel hag ar glad war ar Wikipedia e brezhoneg. Krouet m’eus ar rummad Rummad:Monumantoù istorel met labour a zo c’hoazh. Da skouer eo un dra aes-kenañ tapout photoioù a zo war Commons dija ha lakat anezhi war ar pennadoù amañ.

A galon,

VIGNERON (kaozeal), evit ar skipailh Wiki Loves Monument gant Wikimédia France, VIGNERON (kaozeal) 9 Ebr 2013 da 16:43 (UTC)

Traouigoù amañ: [1]

Goulenn[kemmañ ar vammenn]

Piv a ouife petra eo ar rummad Articles using E without any arguments en em gav bremañ e traoñ un toullad pennadoù ? Sellit ouzh Rummad:Articles using E without any arguments. --Llydawr (kaozeal) 13 Ebr 2013 da 16:12 (UTC)

Unan bennak en doa cheñchet ar patrom {{e}} : [2]. Gant se e oa bet lakaet an holl bajennoù a implije ar patrom-se er rummad-se. Diskoulmet eo ar gudenn bremañ. --109.218.78.153 13 Ebr 2013 da 19:05 (UTC)
Marteze e oa talvoudus evit traoù all ar c'hemmoù bet degaset er patrom, kempennet 'm eus anezhañ en ur mod all evit dilemel kudenn ar rummad. A galon --Y-M D (kaozeal) 13 Ebr 2013 da 22:55 (UTC)
Ha marteze ne oa ket. Kemmet e oa bet ar patrom-se gant ur saozneger hag a zo bet o flastrañ meur a batrom amañ evit c'hoari gant e batromoù saoznek. Bet eo bet oc'h ober goap ouzh ar steward en deus klasket stankañ e gont : Kaozeadenn Implijer:95.215.63.86. Da'm meno e vefe mat nullañ kement kemm bet degaset gantañ.
Ur gudenn all a sav bremañ : 3e ha 4e a vez skrivet hervez Yezhadur Bras ar Brezhoneg ha n'eo ket 3de na 4re. Daoust ha ret eo cheñch doare-skrivañ ar brezhoneg abalamour d'an istrogell-se ? --109.218.78.153 14 Ebr 2013 da 04:26 (UTC)
N'em eus ket komprenet resis da betra a servij a patrom nevez degaset en ur gemmañ ar patrom kozh, met da betra a servij koll ar patrom kozh ? -- Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2013 da 05:22 (UTC)

Ne oa ket diboell ar c'hemm degaset gantañ dre ma veze graet gant de ha re betek bremañ, ha savet 'oa bet patromoù. Ar c'hemm en deus graet a zo dedennus evit ar skiantoù : {{e|20}} a ro ×1020. Bremañ avat e rankomp gwelet penaos merañ an traoù evit doujañ ouzh "3e, 4e" ha n'eo ket "3de, 4re" m'eo kadarnaet eo ar reolenn e brezhoneg.
Un draig all, plijout a rafe din komz gant un den gant ur gont, ha n'eo ket ouzh un IP, trugarez --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2013 da 20:54 (UTC)