Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 08, bloaz 2016

Eus Wikipedia

22/02/2016 — 28/02/2016

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun eus 2016 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Un tamm nec'het on gant an anvioù roet da lec'hioù pe tud eus ar Bibl. Riskl zo da sevel pennadoù bet savet dija ma ne reer ket gant memes mammennoù (skouer Hosea ha Hoshea). Troet eo bet an Testamant Kentañ en e bezh gant Job Lec'hvien ha Per ar Gall, an Eil testamant gant Maodez Glanndour. Pa roer daveoù e roer daveoù eus an troidigezhioù-se. Kinnig a ran implijout ar stummoù savet gant an droerien ouiziek-se pa c'heller. Petra soñjit ? Trugarez!--Herve Latimier (kaozeal) 23 C'hwe 2016 da 11:17 (UTC)[respont]

Me ne vefen ket gwall domm evit ober gant ar stummoù a gaver en embannadur an Tour Tan, rak stummoù divoaz a gaver er skrid-se, anvioù divoutin gwall zisheñvel diouzh ar re a gaver en embannadurioù all eus ar Bibl ha diouzh ar stummoù anavezet e brezhoneg dre vras. Skrivañ "Yosef" ha "Yaakov" da skouer (er pennad Efraim (tiriad)), pa gaver "Yozef" ha "Yakob", en embannadurioù all, pe "Jozef" ha "Jakob" en darn vrasañ eus ar skridoù brezhonek, ne sikour ket al lennerien da gompren eus piv ez eus anv. Evit gwelet sklaeroc'h en troidigezhioù hag en embannadurioù disheñvel a zo bet, e c'haller sellet ouzh [1] hag ouzh [2]. --Llydawr (kaozeal) 23 C'hwe 2016 da 16:57 (UTC)[respont]

Distreiñ a ran war afer anvioù ar Bibl. E gwirionez n'eus ket kalz troidigezhioù klok gant an holl daveoù (al levr (gant ar stumm berr evit e gavout...),ar chabistr hag ar werzenn)(e-diavaez eus ar re bet embannet a-raok an XXvet kantved ha levezonet gant ar stummoù "gallek"). N'anavezan netra estreget hini An Tour-Tan evit an Testamant Kentañ hag hini Maodez Glanndour evit an Eil Testamant. An anvioù a vez kavet a-hend-all el lennadennoù evit an oferenn. Ul labour enklask hir... Ouzhpenn ez eus anvioù na gaver nemet pa lenner an destenn (bugale hemañ-hen, roue bro-mañ-bro...). Nerzh troidigezh Job Lec'hvien ha Per ar Gall a zo bezañ tost-tre ouzh distagadur an hebraeg.

En diavaez eus Wiki, ne vefe ket fall kaout ur "geriadurig" eus anvioù ar Bibl ac'hellfe bezañ un dave evit an holl (gant ar stummoù disheñvel diouzh ret). Un hunvre marteze... Herve Latimier

Kristenien vrezhonek zo? N'o deus nemet sevel roll al levrioù da lenn, ha rannañ al labour lenn ha dastum anvioù ha daveoù etrezo. Da c'hortoz, unan eus an traoù kentañ a vefe d'ober eo gouzout penaos skrivañ : an-tour-tan, pe Tour-tan, pe Tour-Tan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2016 da 15:29 (UTC)[respont]

Wikimania 2016: call for posters, discussions and trainings

[kemmañ ar vammenn]

Hi people,
the calls for posters, discussions and trainings for Wikimania 2016 are officially opened, you can find all the relevant links on the conference wiki:

https://wikimania2016.wikimedia.org/wiki/Submissions

The calls will be closed on March 20.

Posters will be reviewed just to make sure that there aren't things which are too much out of scope. Since we have a whole village we will surely find places to attach them, even if we they will be a lot!

Discussions will be managed by a guiding committee who will work on the wiki to meld all the proposals and suggestions.

Trainings will be reviewed by the programme committee. Please note that we request that each training has at least 3-5 interested attendees in order to be put in the programme.

By the beginning of April we will have a first list of all the accepted proposals.

If you have questions we suggest you to ask them on the discussion pages on wiki, so that everyone will be able to see them (and their answers, of course).

We are looking forward to read your ideas! --Yiyi (kaozeal) 28 C'hwe 2016 da 13:50 (UTC)[respont]