Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 07, bloaz 2014
10/02/2014 — 16/02/2014
[kemmañ ar vammenn]Kaozeal
[kemmañ ar vammenn]- https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Goueledenn. Gwechall , pa veze kemmet traoù evel-se en ur pennad, e veze lakaet kemenn e pajennadoù ar genlabourerien. Ur c'hiz vat e oa, da genderc'hel ganti, ha da zeskiñ d'ar yaouankizoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 17:27 (UTC)
- ?? – N'eus bet degaset kemm ebet er bajenn Goueledenn, emañ al liammoù kozh enni c'hoazh. Ur c'hinnig am eus graet, goulenn ali an dud, Trec'hlid mitonet en deus roet e hini, mat evit poent. D'an dud all da reiñ o hini dwb ar pezh a vo graet, n'eo ket dwb ar pezh n'eo ket bet graet. Hag an hini kozh a deurvezje skrivañ pelec'h emañ "pajenn ar genlabourerien" ? Mard eo eus pajenn aozer ar pennad, pe bajenn dibab : Bianchi-Bihan pe Bianchi-Bihan ? — Sad Edgar (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 20:04 (UTC)
- Brezhoneg a gomzan koulskoude. Pep labourer (wikipedour) en deus ur bajenn bersonel. Lod anezho a implij anezhi da gontañ gaou db ar re all : https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Sad_Edgar Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 05:53 (UTC)
Trelaterezh gant an etrewiki
[kemmañ ar vammenn]Etrewiki fall zo bet a-viskoazh, gwellaat a c'haller, met bepred e chomo. Hiziv e weler trelaterezh gant an afer-se, hag ar pennadoù a dremen war-lerc'h.h. Mantrus. An etrewiki a zo e servij ar wikipedia, ha n'eo ket ar wikipedia a zo e servij al liammoù. Gouzout pegen mat eo al liammoù etrewiki, a zo afer merourien ha n'eo ket hini ar saverien pennadoù.
Setu bremañ ma kinnig ar SadEd-gar kendeuziñ ar pennadoù William, Gwilherm, Guillaume ... ha moarvat ar re all, Gwilhoù, Guillén, ... hag ar re all! Ul labour a bouez bras moarvat. Hon diwallit diouzh ar visionerien ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 06:06 (UTC)
Wikioù zo ha n'int ket trelatet
[kemmañ ar vammenn]- Pennadoù es:William, es:Guillermo ha es:Guillén zo er wiki spagnolek. Gant gwir abeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 06:16 (UTC).
- Pennadoù en:William, en: Wilhelm (name), en:Guillermo ha en:Guillén, en:Guillaume zo er wiki saoznek. Gant gwir abeg. Eno n'eus ket anv d'o c'hendeuziñ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 06:16 (UTC).
- Pennadoù de:Wilhelm, de:William, de:Guillermo, en:Guillaume, ha de:Guillén zo en alamaneg. de:Gwilherm a vank c'hoazh, a gavan, met dont a raio. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 12:55 (UTC)
- Pennadoù it:William, it:Guillermo, it:Guglielmo, it:Guillaume, zo en italianeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 14:58 (UTC)
War a seblant n'int ket peurdrelatet gant se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 14:58 (UTC)
Un ali...
[kemmañ ar vammenn]... kavet amañ ... (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ALizherenneg_Fonetikel_Etrebroadel_ar_brezhoneg&diff=1555046&oldid=1555035) ... ha n'eo ket skrivet ganin, aotrou merour. Me gred eo anat ez eus pouezusoc'h d'ober eget c'hoari gant etrewiki, nemet un tamm diaesoc'h eo. Evit ar bajenn-se bepred eo dreist din-me: n'ouzon ket c'hoari gant taolennoù, ha c'hoant deskiñ n'em eus ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2014 da 17:09 (UTC)
Bianchi-Bihan a ra traoù pouezus ha diaes, zoken ma n'eo ket gouest da sevel taolennoù
[kemmañ ar vammenn]Sellit 'ta ouzh an disoc'h !. Hag ar C'hallaoued a vefe siriusoc'h eget ar Vretoned ? Yoel ar C'horr (kaozeal) 12 C'hwe 2014 da 20:26 (UTC)
- Lezomp ar C'hallaoued hag ar c'hallegerion lec'h m'emaint m.p. Kadbzh (kaozeal) 12 C'hwe 2014 da 21:16 (UTC)
Goulenn ouzh ar verourien
[kemmañ ar vammenn]Pa sonjan, goulenn a ran ouzh ar verourien mont da welout ha n'eo ket 193.252.157.49 (a ya d'ober goap e galleg eus ur pennad chomet diechu) hag a deufe prestik goude, evel Yoel ar C'horr, d'ober un evezhiadenn war mont en-dro al labour er pennad-se: paotr e c'hodelloù aezet , abaoe bloaz). Ouzhpenn-se, eo tremen poent degas da soñj dezhañ petra eo reolennoù ar wikipedia db an tagadennoù personel. Hervez istor e oberennoù amañ ne oar ket ober kalz muioc'h eget klask tabut: https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/Yoel_ar_C'horr. Labour ar verourien eo deskiñ d'ar frioù lous en em zerc'hel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 C'hwe 2014 da 07:07 (UTC)
- Goulenn graet en-dro ouzh ar verourien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 07:26 (UTC)
VisualEditor Office Hours
[kemmañ ar vammenn]Hello editors, I just wanted to let you know, so you could mark your calendars if interested, that there are two IRC office hours scheduled to discuss VisualEditor in February. The first will be held on Saturday February 15 at 1700 UTC and the second will be held on Sunday February 16 at 00:00 UTC. (See here for time conversion links.) Logs will be posted on meta after each office hour completes. You'll find them, along with logs for older office hours on the topic, here.
Please see Meta for more information on how to join in. Altetantely, you can leave a question here, and I will post it in the session for you. PEarley (WMF) (kaozeal) 13 C'hwe 2014 da 17:30 (UTC)
Pennadoù hir
[kemmañ ar vammenn]Lennet em eus war ar bajenn degemer, er rannad diwar-benn renkadur hon wiki-ni hag ar pezh a vefe mat da wellaat, e vanke pennadoù hir er raktres. Petra eo resis ur pennad hir ? Goude peseurt niver a arouezioù e vez graet pennad hir eus ur pennad a oa berr betek-hen ? Lâret eo ivez n'eus nemet 18 pennad hir er raktres-ni, daoust hag-eñ ez eus ul listenn en un tu bennak evit reiñ ur skouer d'an holl ? Trugarez evit ar sikour ha Sul mat d'an holl. Lekemok (kaozeal) 16 C'hwe 2014 da 15:44 (UTC)
- Setu amañ roll pennadoù hir ar WP brezhonek hervez ar media.wikimedia [1]. Ur pennad hir a ra en tu-hont da 30k ([2]), ha setu amañ roll ar pennadoù hervez o hirder ([3]).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 C'hwe 2014 da 15:58 (UTC)