Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 01, bloaz 2015

Eus Wikipedia

29/12/2014 — 04/01/2015

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Trugarez da votiñ evit ar ger a zere deoc'h, e traoñ ar bajenn-mañ : Kaozeal:Eil Restaorasion--5.39.8.216 31 Kzu 2014 da 09:15 (UTC)[respont]

Evezhiadenn

[kemmañ ar vammenn]

Betek-hen, hervez ar reolennoù, n'halle ket votiñ ar re a implij un IP

Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 09:42 (UTC)[respont]

Digrompren e choman.--5.39.8.216 31 Kzu 2014 da 10:13 (UTC)[respont]

Pa'z po laret petra ne gomprenez ket e vo gallet respont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 10:20 (UTC)[respont]

Votiñ war kement dibab a zo d'ober zo un dra vat. Hogen, ur redi eo krouiñ ur gont implijer, d'an dud da vont e darempred ganeoc'h aesoc'h. An IPoù a c'hell kemm hervez al lec'h m'emaoc'h (pe hervez ho toare da vont war ar genrouedad), neket ar gontoù.--Gwendal (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 10:24 (UTC)[respont]

Krog ur gaozeadenn db ar ger sac'higell, ha ne blij ket d'an Trec'hlider pa n'emañ ket en e skridoù. https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Sac'higell. Hag ar pezh ne blij ket dezhañ a zo da dennañ. C'hoari Big Brother? Hervezañ n'haller ket implij ur ger ha n'eo ket "testeniet" (sic). Testeniet gantañ, hervez e reolennoù-eñ. Evel-just eo testeniet holl c'herioù SADED, implijet gant kalz tud avat, se n'eo ket sur. Gerioù zo a welan e geriadur Vallée ha n'int ket implijet gant den ebet. Darn so bet implijet, evel pellwel, ha n'int ket ken. Marteze e vije ret diverkañ an holl bennadoù dindan anvioù ha n'int ket testeniet e skridoù an Trec'hlider? Skouerioù :

Ra reno war e c'heriadurioù ha ra roio peoc'h d'ar re a sav pennadoù. Kinnig a ran votiñ war se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 17:04 (UTC)[respont]

Petra oa direizh gant ma goulenn war ar bajenn gaozeal-se, koulz gant an danvez anezhañ pe gant an doare ma oa savet ([1])? Difennet e oa ivez degas reolennoù ar wikipedia war wel er gaoz?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gen 2015 da 17:10 (UTC)[respont]
Bezomp sklaer: n'eus netra direizh gant goulenn ebet, na dreist-holl gant ar re a sell ouzh an holl a labour er wikipedia. Netra direizh ivez gant o respont, ha mat eo goulenn diganto reiñ o ali. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 17:24 (UTC)[respont]

Sikour din! Porched Impalaeriezh Japan

[kemmañ ar vammenn]

Klasket em eus da sevel ur porched Impalaeriezh Japan setu penaos ez eo deuet ganin me: https://br.wikipedia.org/wiki/Porched:_Impalaeriezh_Japan

An tu a vefe d'e wellaat gant sikour. Ar c'hoant a oa savet ennon ivez da gaout ar varrennig patrom "Impalaeriezh Japan" memes mod met ne deu ket brav siwazh din c'hoazh. E traoñ ar bajenn porched Impalaeriezh Japan emañ.

Bennozh evit ar sikour!

4 Gen 2015 da 23:53 (UTC)~Dishual