Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Kerzu

Eus Wikipedia
Pladenn Nebra

Pladenn Nebra zo ur gantenn arem a zo war-dro 32 cm he zreuzkiz. Goloet eo gant ur verglenn c'hlas hag arouezioù aour : gwelet a reer warni ar pezh a seblant bezañ an heol pe al loar en he c'hann, ul loargresk ha stered (ar Pleiadezed sur a-walc'h). An taolennadur koshañ eus bolz an oabl e vefe.

Dizouaret eo bet ar bladenn e miz Gouere 1999 e Nebra e Saks-Anhalt (Alamagn). Eus -1600 kent JK e vije, da lavaret eo oadvezh an Arem (etre henoadvezh an Arem ha krennoadvezh an Arem).

Miret eo e mirdi rannvroel ar ragistor Halle (Saks-Anhalt).

Kavet eo bet ar bladenn, a-gevret gant traoù all, gant furcherien guzh. Adkavet eo bet war-lerc'h en ur marc'had etrebroadel a hendraoù. Er penn kentañ e soñje da henonourien zo e oa bet graet gant ur falser bennak, ar pezh a voe dislavaret gant ar C'harbon-14. Kavet e voe ivez e teue an arem eus gwazhennoù Alpoù Aostria a servije e-pad oadvezh an Arem.

Mod all e voe adkavet klezeier ha kelc'hioù-brec'h eus an oadvezh-se. Ganto e voe posupl brasjediñ pe oad e oa.

A-drugarez da zizoloadenn ar bladenn e c'hellomp anavezout spisoc'h gouiziegezh steredoniel an Europeaned en oadvezh an Arem. Gouiziekoc'h e oa steredoniourien Europa ar mare-se eget ar pezh a veze kredet betek-henn eta. Ret e oa gortoz ur skrid babilonian ar VIvet kantved kt JK evit kaout un diskouezadur ken splann.

(muioc'h...)