Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Ebrel

Eus Wikipedia
Kezeg ar C'hausse Méjean e Bro-Chall

Marc'h Przewalski, marc'h Prjevalski (spesad Equus przewalskii, isspesad Equus ferus przewalskii pe Equus caballus przewalskii), zo ur spesad pe un isspesad kezeg gouez tost-kenañ d'ar spesad Equus caballus.
Kezeg Przewalski a vije bet diaraogerien ar c'hezeg doñvaet. Koulskoude ne zeuas ket an den a-benn d'o doñvaat biskoazh.

Kavet e voent e 1879 gant ar c'horonal ergerzhour rusat Nikolay Prjevalsky e Dzoungaria, er menezioù war lez gouelec'h Gobi. A-raok an darvoud-se e soñje d'ar skiantourien e oa aet al loened-se da get, diouennet gant ar Vongoled abalamour da gaout kig.
E 1881 e voe dibabet an anv skiantel gant I.S. Poliakov, mirdiour Mirdi loenoniezh Akademiezh skiantoù Sant-Petersbourg.
Goude ar gavadenn e c'houlennas meur a zoo kavout un nebeud loened. Abalamour d'o gouezder e vije bet diskaret bagadoù a-bezh eus ar c'hezeg-se gant ar chaseourien evit tapout un nebeud loened hepken. Dre benn d'ar chase-se peurgetket ez eas ar spesad war rouesaat hag al loened gouez diwezhañ a oa bet gwelet e Mongolia e 1969. Adalek ar mare-se e vez sellet ouzh ar spesad-se evel diouennet en natur.

Er zooioù e voe miret ar spesad bev. Diskenn a rafe an holl gezeg Przewalski a-vremañ eus ur strollad 9 pe 12 marc'h a-douez an 31 loen tapet bev e diwezh an Eil Brezel Bed, a ziskenne o-unan eus an 13 marc'h tapet e 1900. Gwirheñvel eo e oa un hiron marc'h doñv en o zouez.

War-dro 1977 ne chome ken 300 loen bev er zooioù dre ar bed, neuze e voe savet eskemmoù mirc'hi servij da greskiñ ar boblañs-se gant zooioù hag ensavadurioù, hag e deroù an XXIvet kantved} e konter war-dro 1 800 loen.

muioc'h...