Victorina
Aurelia Victorina Pia zo ganet, war a seblant, war-dro 228, e-kichen Bourdel, e-barzh ur familh galian ha roman pinvidik-tre, eus renk ar vrientinien [1].
A. Chaboseau a gont he oa eus Roazhon, hep reiñ menegoù[2].
Victoria, pe Victorina, pe Vitruvia, enebourez d'an impalaer Aurelianus en IIIe kantved, a oa mamm d'an impalaer roman Victorinus, pe gentoc'h impalaer Galia, a voe muntret e 271.
E-keit ma oa Victorinus e penn an impalaeriezh c'halian, Victorina he deus douget al lesanvioù ː Comes Augusti (Kenseurt an impalaer), Adjutrix Augusti (Skoazell an impalaer), Augusta (impalaerez), Mater Castrorum (Mamm kampoù an arme)[1]
Meneget eo en oberenn Aurelius Victor, Liber de Caesaribus hag en Historia Augusta ma'z eo kontet e-touez an Tregont Mac'homer[3], marteze netra nemet evit tizhout an niver tregont hag evit diskouez pegen gwan e oa an impalaer Gallienus, ken na c'hallas maouezed kemer penn an impalaeriezh, hervez an oberour. Daoust da se ez eus dizemglev etre an istorourien da c'houzout ha bez' ez eus bet anezhi e gwirionez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chaboseau A. ː Histoire de la Bretagne avant le 13è siècle. Editions de La Bonne Idée. Paris. 1926
- Bouvier-Ajam, Maurice ː Les empereurs gaulois. Tallandier. Paris. 1984
Daveennoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Maurice Bouvier-Ajam, p. 190-191
- ↑ A. Chaboseau. p. 57
- ↑ Historia Augusta, An Tregont Mac'homer , V, 3 ; VI, 3 ; VII, 1 ; XXIV, 1 ; XXX, 23.