Vibia Sabina
Vibia Sabina, ganet en 83 pe war-dro 85/87, a oa impalaerez roman.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Lucius Vibius Sabinus ha da Salonia Matidia, ha nizez e oa d'an impalaer Trajan. Mervel a reas he zad un tamm goude he ganedigezh 84 pe 87). Bevañ a reas Sabina gant he mamm, he c'hoar Matidia, he mamm gozh, hag he hanterc'hoarezed e ti Trajan hag e bried Plotina a oa divugel. Eno e voe savet ha maget, ha desket, e-kichen Hadrian, lezvab an impalaer, a oa abaoe e zek vloaz dindan evezh Trajan ha Publius Acilius Attianus.
Er bloaz 100 e voe anvet Trajan da impalaer. Nebeud goude, war c'houlenn Plotina, e voe dimezet Vibia Sabina da Hadrian. Gant se e teue Hadrian da vezañ an tostañ kar da Drajan gouest da ren war e lerc'h. E 117, pa varvas Trajan, e voe anvet Hadrian da impalaer.
Bugel ebet n'o doe, da fall e yeas o eured. Pa'z ae da heul he fried a veaje dre an impalaeriezh e veze troet Hadrian gant maouezed ha gwazed all, evel Antinoüs. En 128 e voe anvet da Augusta.
Mervel a reas a-raok he fried, e fin 136 pe derou 137, n'ouzer ket penaos. Hadrian a voe diskred warnañ, hep prouenn.