Verb tranzitivel-amdranzitivel

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb tranzitivel-amdranzitivel (saoz. ambitransitive verb) evit komz eus ur verb a c'hell bezañ implijet koulz evel ur verb tranzitivel hag evel ur verb amdranzitivel war-eeun hep kemm morfologel, da skouer:

  • "Lenn"
Amdranzitivel: "O lenn emaon"
Tranzitivel: "O lenn ul levr emaon"

Kavet e vez stank verboù tranzitivel-amdranzitivel e yezhoù 'zo keit ha ma vezont implijet nemeur gant yezhoù all ma rank ur verb reiss bezañ implijet gant ur fiz resis atav, d.l.e eo tranzitivel pe amdranzitivel.

Doareoù verboù tranzitivel-amdranzitivel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummataet e c'hell bezañ ar verboù e daou doare pennañ hervez al liamm etre arc'wel kevreadurezhel hag arc'hwel semantikel bep o arguzenn yezhadurel:

Brizhemobererezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez stank pe stankoc'h verboù tranzitivel-amdranzitivel e yezhoù 'zo, en o zouez ar saozneg da skouer. Yezhoù all avat, en o zouez ar yezhoù romanek a ra gante ral a wezh, implijet en o lec'h frammadurioù kevreadurezhel all diazezet war ar brizhemobererezh, da skouer:

  • e spagnoleg
  • La ventana se rompió ("En em derriñ a reas ar prenestr" = "Terriñ a reas ar prenestr")

Ur verb tranzitivel eo "romper" ("terriñ") ha n'hall ket bezañ implijet evel verb amdranzitivel war-eun (d.l.e n'eo ket ur verb tranzitivel-amdranzitivel). Evit gallout e implijout evel verb amdranzitivel e ranker implijout ur raganv brizhemober stag ("se" er skouer-mañ) evit lakaat renadenn eeun ar verb tranzitivel da vezañ rener ar verb amzdranzitivel.

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]