Veríssimo Correia Seabra
Veríssimo Correia Seabra (16 a viz C'hwevrer 1947 - 6 a viz Here 2004) a oa ur soudard eus Ginea-Bissau, bet e penn ar Stad e 2003.
Da 16 vloaz ec'h emezelas er PAIGC ha stourm ouzh Portugal evit dieubidigezh Ginea-Bissau. Kemer a reas perzh en taolioù-Stad 1980 (a-enep Luís Cabral) ha 1998 (a-enep João Bernardo Vieira). E 2000 e voe anvet da vinistr an difenn e gouarnamant Kumba Ialá. E miz Du 2000 e voe lakaet en annez-evezhiet gant Ansumane Mané met tec'hel kuit a c'hellas. D'ar 14 a viz Gwengolo 2003 e voe e penn an taol-Stad a skarzhas Ialá. Aozet e oa bet an taol-nerzh-se dre na oa ket bet paeet goproù soudarded an arme abaoe mizioù. E penn ar Stad e voe betek an 28 a viz Gwengolo ma voe lakaet Henrique Rosa da brezidant.
D'ar 6 a viz Here 2004 ec'h emsavas soudarded abalamour na oant ket bet paeet. Dalc'het e voe Correia Seabra gante ha skoet outañ betek mervel.
Prezidanted Ginea-Bissau |
|||
---|---|---|---|
|