Mont d’an endalc’had

PAIGC

Eus Wikipedia
Banniel ar PAIGC
Brezelourien eus ar PAIGC e 1974

Ar PAIGC (e portugaleg : Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde - Strollad Afrikan evit Dizalc'hiezh Ginea ha Kab Glas) zo ur strollad politikel eus Ginea-Bissau.

Savet e voe e 1956 gant Amílcar Cabral hag e hantervreur Luís Cabral evit gounit dizalc'hiezh Ginea-Bissau (Ginea Bortugalat d'ar c'houlz-se) hag ar C'hab Glas diouzh Portugal.

Goude dizalc'hiezh an div Stad e voe ar PAIGC ar strollad politikel nemetañ en div Stad nevez. Da heul taol-Stad João Bernardo Vieira e 1980 e Ginea-Bissau e tisrannas ar skourr eus ar C'hab Glas ha dont da vezañ ar PAICV (Partido Africano da Independência de Cabo Verde). Degemeret e voe al liesstrolladegezh e Ginea-Bissau e 1991 hag an dilennadeg liesstrolladek kentañ a voe aozet e 1994 ha gounezet gant Vieira, eus ar PAIGC.