Raimundo Pereira
Neuz
Raimundo Pereira zo ur politikour eus Ginea-Bissau, bet prezidant en etrekarg dre div wech.
Kas a reas studioù war ar Gwir e Lisbon hag emezelañ er PAIGC betek bezañ besprezidant ar strollad. Dre ma oa prezidant ar Vodadenn Vroadel pa voe lazhet João Bernardo Vieira d'an 2 a viz Meurzh 2009 e voe fiziet ar garg a brezidant en etrekarg dezhañ betek an 28 a viz Gwengolo ha roet ar galloud d'ar prezidant nevez-dilennet Malam Bacai Sanhá.
Goude marv Sanhá e miz Genver 2012 e voe adarre prezidant Ginea-Bissau en etrekarg met harzet e voe d'an 12 a viz Ebrel, asambles gant ar ministr kentañ Carlos Gomes Júnior, da heul un taol-Stad aozet gant Mamadu Ture Kuruma. Dieubet e voe d'ar 27 a viz Ebrel ha kaset da Abidjan.
Prezidanted Ginea-Bissau |
|||
---|---|---|---|
|