Veleda

Eus Wikipedia
Velleda, delwenn gant Laurent Marqueste, Mirdi an Aogustined, Toloza.

Veleda, skrivet ivez Velleda, a oa belegez ha diouganerez ar bobl c'herman Bructeri, brudet e 6970 da goulz emsavadeg penn ar Vataved, Gaius Julius Civilis, pa ziouganas reizh berzh amzerioù kentañ an emsavadeg a-enep al lejionoù roman.

Hec'h anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod a wel un anv keltiek, marteze titl un diouganerez, diwar *welet- "gwelout"[1],[2]. Ar C'hermaned kozh a wele an diouganerezed evel doueezed. Ar Veleda-mañ, en eil hanterenn ar I kantved, a oa hogozik doueez ha levezon bras he doa[3]. O chom e oa en un tour war lez ar stêr Lippe, adstêr d'ar Roen[4].

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Segenax, eus pobl ar Bructeri, hag o chom en un tour war lez ar stêr Lippe. Levezon bras he doa war ar pobloù german amezek.

Annezidi kêr roman Colonia Claudia Ara Agrippinensium (Köln hiriv) o doa he c'hemeret da dredeogez en un tabut gant an Tencteri, ur bobl c'herman hag a oa e-maez limes an Impalaeriezh roman. Evel tredeogez ne oa ket aotreet ar gannaded d'he gwelout, hag un hanterour a gase o c'himiniadez dezhi hag a zisklêrie hec'h embannoù dezho goude. Koulz hag un doueez e oa, e darempred gant an doueed Sucellus ha Nantosuelte.

E 69, Bloavezh ar Pevar Impalaer, e c'hoarvezas emsavadeg ar Vataved, a oa bet diouganet gant Veleda.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Steredoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An asteroidenn 126 Velleda.

Veleda en arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Delamarre, Xavier, Dictionnaire de la langue gauloise, Errance, 2018
  2. (en) Koch, John (ed.), Celtic Culture - A Historical Encyclopedia, ABC-CLIO, 2005
  3. (en) Harry Thurston Peck (1897), Harper's Dictionary of Classical Literature and Antiquities, Nabu Press, 2014
  4. (en) Sir James George Frazer (1922), The Golden Bough. A Study in Magic and Religion, CSIPP, 2014
  5. (de) Christiane Benedikte Naubert, Velleda, ein Zauberroman, E-Artnow, 2018