Valerianus (impalaer)

| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Henroma |
| Praenomen | Publius |
| Nomen | Licinius |
| Cognomen | Valerianus |
| Moranv | Colobius |
| Deiziad ganedigezh | 200 |
| Lec'h ganedigezh | Impalaeriezh roman |
| Deiziad ar marv | 260s |
| Lec'h ar marv | Bishapur |
| Doare mervel | talvoud dianav |
| Pried | Egnatia Mariniana, Cornelia Gallonia |
| Bugel | Gallienus, Licinius Valerianus Minor, Valerianus the Younger |
| Familh | Valerian dynasty |
| Gens | Licinia gens |
| Micher | politiker |
| Karg | impalaer roman, senedour roman |
| Relijion pe kredenn | relijion Henroma |
| Prantad | Impalaeriezh roman uhel, Low Roman Empire |
Publius Licinius Valerianus Augustus, pe Valerianus an Henañ, pe Valerianus Iañ (218 - 268), a voe impalaer Roma eus an 22 Here 253 betek war-dro 260[1]. Heskinañ a reas ar gristenien ha prizoniet e voe pa oa o vrezeliñ en emgann Edessa.
E ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E vab Gallienus (Publius Licinius Egnatius Gallienus) a renas war un dro gantañ ha war-lerc'h marv e dad.
Prizoniet e voe gant Shapur Iañ, roue Persia, da-heul emgann Edessa e 259, hag evel-se e voe an impalaer nemetañ prizoniet er brezel, ha distabilded a voe en Impalaeriezh roman abalamour da se. Kaset e voe da Bersia. E brefed Macrianus a nac'has marc'hata gant ar Bersed, ha ne voe ket prenet na dieubet. Chom a reas e vab da impalaer, ha ne reas netra ivez. Macrianus a glaskas lakaat e vab Quietus da impalaer. Gallianus a oa e Roma n'halle ober netra a-enep ar Bersed.

E Persia e varvas Valerainus, hogen n'ouzer na pegoulz na penaos. Meur a dra zo bet kontet. Hervez Iraniz(Kaoz dispis) e vije bet graet brav dezhañ ; hervez an istorour kristen Lactantius, a veve en amzer Constantinus Iañ, e oa fin e vuhez evel ur c'hastiz a-berzh Doue, rediet ma veze da vont war e grabanoù d'ar roue pers da gerzhout war e gein evit pignat war e varc'h(Daveoù a vank). Goude e varv e vije bet kignet e gorf, kivijet e groc'hen, livet en ruz, ha gwisket d'ur jak lakaet war ziskouez en un templ pers, evel skouer eus mezh Roma. (Daveoù a vank)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Tierniezh ... | ||
| En e raok : Aemilianus (207 - 253) |
Valerianus (253 - 260) |
War e lerc'h : Gallienus 260-268 |
| Heuliad Henroma | ||
- ↑ François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains; 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C.. Embannadurioù Errance. 1994 {{ISBN|2 87772 083 7]]