Emgann Edessa

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Emgann Edessa a c'hoarvezas e 260 etre arme an Impalaeriezh roman kaset gant an impalaer Valerianus hag an arme sanid kaset gant Chapour Iañ, ar Shahanshah ("Roue ar Rouaned"). Trec'het e voe arme Roma gant ar Bersed ha prizoniet e voe Valerianus hag e arme en he fezh gant ar Bersed.
Ar wech kentañ e oa d'un impalaer roman bezañ prizoniet er brezel, ha gwelet eo an emgann-se evel unan eus ar gwashañ faezhadennoù en istor.

A-raok an emgann e oa bet Chapour oc'h aloubiñ an douaroù roman ; meur a wech en doa kemeret Antioch (Syria) e 253.
E 253 ivez, Valerianus a oa bet trec'h war Emilianus, kemeret en doa ar galloud ; erruet e oa er sav-heol e deroù 254 hag adlakaat a reas an urzh.