Mont d’an endalc’had

Antakya

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Antioch)
Kêrioù Turkia
Antakya
Iliz Saint-Pierre
Proviñs Hatay
Rannvro Kreizdouar
Kod post 31000
Maer Lütfü Savaş (2009)
Vali (prefed) Mehmet Celalettin Lekesiz (2009)
Perzhioù douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 36°12' Norzh
Led 36°09' Reter
Uhelder keitat :
Poblañs
()
Stankter
Lec'hienn internet ar gêr Ti-kêr Antakya

Antakya a zo ur gêr vras e korn gevred Turkia, kêrbenn proviñs Hatay (Sandjak Iskenderun a-raok 1939). Ar gêr he deus bet ur pouez bras en Henamzer pa oa an trede tolpad-tud goude Roma hag Aleksandria en Egipt. Lec'hiet eo war riblennoù ar stêr Orontos a ziskenn betek ar Mor Kreizdouarel, 22 km pelloc'h. Ur gêr gant ar marc'had evit ar gounezerezh ha meur a stal-kenwerzh eo hag enni ur boblañs turkek hag arabek mesket pa oa ur bastell-vro arabek a-raok m'eo bet adroet da Republik Turkia goude ar gefridiad he deus bet Bro-C'hall war Siria betek 1939.

Antiokeia war an Orontos (Gresianeg : Αντιόχεια η επί Δάφνη, Αντιόχεια η επί Ορόντου or Αντιόχεια η Μεγάλη; Latin : Antiochia ad Orontem, Antiokeia vras pe Antiokeia e Siria ivez).
Diazezet eo bet war-dro - 300 gant Seleuc'hos Nikator, unan eus pennjeneraled Aleksandr Veur diwar anv e dad Antioc'hios (Antioc'heia = gêr Antioc'hos). Kreskiñ a reas buan pa zeuas da vezañ kêr-benn impalaeriezh ar Seleuc'hed hag ur greizenn evit ar sevenadur hellenistel. Pa oa aloubet gant ar Romaned e - 64 e chomas emren (evel e pep lec'h en Impalariezh roman) hag e tizhas ur galloud armerzhel ha sevenadurel brasoc'h c'hoazh.
Hervez an Testamant Nevez e teuas di pennoù zo eus ar gristenien gentañ a oa e Jeruzalem, Sant Paol Tarsos ha Sant Barnabaz er 1añ kantved.