Mont d’an endalc’had

Völsung

Eus Wikipedia

Er wengelouriezh lec'hlennat eo Völsung (Norseg : Vǫlsungr  ˈvɔlsuŋɡr̩) mab da Rerir ha hendad tiegezh milliget ar Völsungar, anvet diouzh e anv. An haroz german Sigurð zo e-touesk e hil. Muntret e voe gant an tiern gaoutat Siggeir, mes dialet e voe gant Sigmund, unan eus e vibien, hag e verc'h Signy hag a oa euredet gant Siggeir.

Istor Völsung a zo kontet gant Saga ar Völsunged, ul levr ma'z eus meur a richenn diwar-benn ar meuriad-se. En Island eo bet adkavet an dornskrid koshañ eus ar saga. Ouzh ar richenn ez eus bet staget istorioù all evel hini Helgi Hundingsbane (hag a zo perzh en hengoun tiegezh ar Wulfinged, "hil ar bleiz"), ha honnezh a ro kalz a zanvez evit ar meurgan Edda e gwerzennoù ha Saga ar Völsunged ivez. Völsung a adkaver ivez e Kan an Nibelunged, ha meneget eo ivez e-barzh Beowulf evel Wæls en hensaozneg.