Mont d’an endalc’had

Urzh ar Palmez akademek

Eus Wikipedia
Urzh ar Palmes académiques
urzh
Deiziad krouiñ1808 Kemmañ
Anv er yezh orinOrdre des Palmes académiques Kemmañ
DiazezerNapoleon Iañ Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Deroet gantFrench Ministry of education Kemmañ
Next higher rankMédaille de la Résistance Kemmañ
Renk dres dindanOrder of Agricultural Merit (France) Kemmañ
Erlec'hiañ a raQ1822236 Kemmañ
sans_cadre
sans_cadre

Adaozet eo bet "Urzh ar Palmez akademek" (Ordre des Palmes académiques) d'ar 4 a viz Here 1955 gant Edgar Faure a oa Prezidant Kuzul ar vinistred, d'ar mare-se. Dont a ra da heul ar vedalenn a Ofisour akademiezh (Officier d'Académie) bet krouet gant Napoleon Bonaparte, Konsul kentañ, e 1808 evit enoriñ izili meur ar Skol-veur (gant ster ar mare).

Ar vedalenn goshañ roet evit abegoù nann-soudardel nemetken eo.

Pa voe krouet e 1808 e-pad ar Gonsuliezh ne c'helle bezañ grataet nemet da izili ar "Skol-veur" (ne oa nemet ur skol-veur impalaerel gant an holl rannoù hag al liseoù ivez). Tri renk a oa :

  • Ar re ditlet roet dre wir da Vestr meur ar Skol-veur, d'ar c'hañseller, d'an teñzorer ha d'ar guzulerien evit o buhez-pad. Ne voe den ebet ken o vezañ titlet adalek 1850.
  • Ofisourien ar Skol-veur. An titl a veze roet dre wir d'ar guzulerien ordinal, d'an ensellerien,d'ar rektored hag ensellerien akademiezh, d'ar gelennerien skol-veur. Roet e veze ouzhpenn da renerien hag eil renerien liseoù ha da gelennerien liseoù bet merzet abalamour d'o doare da seveniñ o c'hargoù. Dont a raio an titl da vezañ Officier de l'instruction publique e 1850.
  • Ofisourien an akademiezhoù (ofisour akademiezh adalek 1837). Roet e veze an titl dre wir d'ar renerien hag eil-renerien liseoù, d'ar gelennerien lise ha d'ar renerien skolajoù. Un toullad tud all a c'helle e gaout abalamour d'o doare heverk da "servijout"

N'eo nemet adalek 1866 e teuas da vezañ ur gwir vedalenn, roet da vuioc'h a a dud, de iabarzh ha diavaez an deskadurezh Stad.

An Urzh a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir rez zo en urzh : marc'heg, ofisour ha komandour

Enoriñ a ra ar vedalenn izili an deskadurezh-Stad (kelennerien pe get). Abaoe 1866 e oa bet ledanaet niver an dud a c'helle bezañ enoret da dud en diavaez an deskadurezh-Stad o deus rentet servij d'an deskadurezh dre vras, kelennerien ar skolioù prevez pe tud, estrenien en o-zouez, o deus sikouret emled sevenadur Frañs er bed.

An anvidigezhioù ha savidigezhioù a vez graet dre zekred gant ar C'hentañ ministr war ginnig ar ministr (pe ar vinistred) e karg eus an deskadurezh, ar Skolioù-meur hag an imbourc'h. Graet e vezont div wech ar bloaz, d'an deiz 1añ a viz Genver ha d'ar 14 a viz Gouere.

Bez eus eus Kuzul an Urzh evit aliañ ministr an Deskadurezh. Renet eo gantañ. kavout a reer ennañ holl renerien ar ministrerezh hag un ezel eus kuzul Urzh al Lejion a enoranvet war ginnig kañseller meur an urzh.

Penn burev ar c'habined e ministrerezh an deskadurezh a zo sekretour kuzul an Urzh.

Pa resevas medalenn ofisour an Akademiezh Visant Seite e 1955 e voe moullet war ar gelaouenn Bleun-Brug, niv. 81, Mae 1955, dindan al luc'hskeudenn : « An Ao. Falc'hun, kelenner e Skol-veur Roazon, a spillenna lore an Akademi war bruched Visant Seite, d'an 8 a viz Mae e Roz-Bleuniou, Kastellin. ». Da-heul e voe lakaet ar varzhoneg sinet gant Loeiz Lok, an div werzenn ziwezhañ anezhi : Gourc'hemennoù, Visant! C'houi a zo dekoret/Bezomp laouen ! Bleun-Brug, dreizoc'h zo enoret !

Dekred n° 55-1323 ar 4 a viz Here 1955 bet kemmet gant an dekredoù n° 59-1030 eus an 31 a viz Eost 1959, n° 61-609 eus an 10 a viz Mezheven 1961, n° 61-980 eus an 28 a viz Eost 1961, n° 62-453 eus an 13 a viz Ebrel [[1962]), n° 65-775 eus an 8 a viz Gwengolo 1965, n° 2002-563 eus an 19 a viz Ebrel 2002 ha n° 2012-427 eus an 28 a viz Meurzh 2012).