Unwiskoù hag ardamezioù ar Schutzstaffel

Eus Wikipedia
Ar soudard Werner Lorenz gant unwisk du an SS

Unwiskoù hag ardamezioù ar Schutzstaffel a oa reoù damsoudardel evit ar renkoù er Schutzstaffel. Implijet e voent gant an SS etre 1925 ha 1945, evit krouiñ un diforc'h anat etre an aozadur-se hag ar peurrest eus al luioù alaman, nerzhioù ar Stad Alaman, hag ar Strollad Nazi.

Unwiskoù, design ha talvoudegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez e oa bet unwiskoù gant doareoù lies implijet gant an SS hervez ar mare. An hini du-pod a zo chomet an hini brudetañ. Implij al livioù du-gwenn-ruz a oa diazez e-pad mare an Impalaeriezh alaman, adkemeret e oant bet gant ar strollad Nazi. Al liv du a oa unan implijet mat gant ar strolladoù faskour: ar roched zu a oa implijet gant al luskad faskour italian a-raok ma vefe implijet ar memes liv en Alamagn ha krouet an SS. Implij al liv du a oa ivez unan hengounel. Soudarded emzifenn ar varc'hegiezh (Leibhusaren) o tiwall roueed Prusia hag impalaerien Alamagn a implije unwiskoù du gant an ardamez klopenn hag eskern kroaziet, ar memes tra a ranke bezañ evit strollad emzifenn ar Führer.

Savet e oa bet spis an unwiskoù-se evit degas aon ha diskouez urzh. Evel ma tisklêrie Himmler, penn uhelañ an aozadur : "Gouzout a ran e vez kalz tud klañv pa welont an unwiskoù du-se; kompren a reomp mat ha ne c'hortozomp ket e vefe karet gant kalz tud."

E-pad ar brezel, an embregerezh sevel dilhad brudet dre ar bed hiziv-an-deiz Hugo Boss, en devoa produet milieroù a unwiskoù evit an SS hag evit nerzhioù lu Alamagn dre vras; resisoc'h, an unwiskoù du SS a oa bet treset gant Karl Diebitsch ha Walter Heck.

Ur wech kroget an Eil Brezel-bed e oa ral gwelet an unwiskoù du. Unvezioù stourm an SS-Verfügungstruppe (SS-VT) ha goude-se re ar Waffen-SS a implije reoù diazezet war ar griz-gell (feldgrau) implijet gant ar Wehrmacht met gant ardamezioù SS. Darn eus izili an SS a zouge unwiskoù diazezet war re ar Waffen-SS. Ar skourrioù er Reich a oa sañset implij dilhad trevourien (evel re ar Gestapo ha Kripo) a voe dafaret gant unwiskoù SS feldgrau en tiriadoù aloubet evit chom hep bezañ kemmesket gant an trevourien.

A-fed ardamezioù, unwiskoù an SS o devoa bet e-leizh anezho. Ar re tro-dro d'ar gouzoug a oa bet ar re implijetañ evit diskouez ar renk, re an divskoaz evit ar renk hag al lec'hiadur en aozadurn. Ouzhpenn-se e oa implijet ivez ardamezioù evit ar mañchennoù ha patcoù mañchennoù diamant evit diskouez dre un doare enorus renkoù pe skourrioù eus an SS.

An SS-Aufseherin, gwarderezed gwallvrudet ar c'hampoù-bac'h

Unwiskoù hervez ar mare[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ unwiskoù SS (1925–1928)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An aozadur SS a oa bet awenet ha gwriziennet e meur a aozadur all evel re ar Freikorps ha skourrioù ar strollad Nazi. E-touezh an holl re-se e voe dreist-holl ar vrigadenn morlu Erhardt, ar Stahlhelm, hag ar Sturmabteilung (SA). E-penn kentañ e oa suj an SS d'an aozadur SA. Ar c'hentañ unwiskoù hag ardamezioù a voe douget gant an SA a oa reoù dammsoudardel savet gant na nazied kentañ o kemmesket gant re ar C'hentañ Brezel-bed. Evel re ar Freikorp e veze kavet neuze gant ar re SA botoù soudarded uhel, kontili, ha tokoù kepi. An eizh a dud Stabswache (unvez gward), a oa difennerien personel Hitler, adanvet buan Stosstrupp (unvez stok), a implijad adal Mae 1923 ar glopenn hag an delienn gwezenn derv evel ardamez. Ar re-se a oa implijet dija alies gant unvezioù soudardel Europa en o a-raok.

An ardamez hengounel "Danziger" Totenkopf implijet gant an SS etre 1923 ha 1934

E 1924, pa oa bet difennet ar Strollad Nazi dre lezenn goude Putsch Munchen, penn ar Frontbann (SA kuzh) Gerhard Roßbach en devo kavet ur mirva unwiskoù rochedoù gell eus ar Brezel-bras en Aostria. Ar re-se a oa unwiskoù evit ar vroioù tomm. Pa voe adsavet an SA (gant diazez an SS) e 1925, pa oa bet dieubet Hitler diouzh an toull-bac'h, ar rochedoù gell-se a oa deuet da vezañ an unwisk diazez d'an SA hag SS.